Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/436

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

NEHEMI, 13.

araog ze, Eliashib, ar sakrifier, lakeat var gamprou ti hon Doue, kar da Dobija, 5 hen doa kempennet eur gambr vras, aze el leac’h ma lakaet diagent ar profou, an ezans, ar beselou, ha deogou an ed gwin hag eol, pere a oa urzet evit al Levited, evit ar ganerien hag ar borzerien, gant ar pez a savet evit ar sakrifierien. 6 Ha, me na oan ket en Jerusalem enpad an holl dra ze ; rag, an daou vlavez ha tregonved euz a Artaxerxes, roue Babilon, he oan distroet da gaout ar roue ; hag abarz eun nebeut amzer he c’houlenniz konje digant ar roue. 7 Distrei a riz eta da Jerusalem ; ha neuze em boe anaoudegez euz an drouk hen doa greet Eliashib en favor Tobija, o kempen eur gampr dezhan en leur ti Doue. 8 Ar pez a zisplijaz kalz d’in, hag e taoliz meubl euz ti Tobija er meaz euz ar gampr. 9 Ha dre ma urz, he oe purifiet ar c’hamprou ; hag e lakeiz digas ennhei besellou ti Doue, ar profou hag an ezans.

10 Anaout a riz ive penaoz loden al Levited ne oa ket bet roet dezhei, ha penaoz al Levited hag ar ganerien, pere a rea ar zervich, a oa, tec’het, pep hini anezhei d’he bark. 11 Hag e c’hourdrouziz ar renerien, hag he lavariz : Perag eo ti Doue dilezet ? Dastum a riz eta al Levited hag ar ganerien, hag he lakaiz anezhei en ho c’hargou. 12 Neuze holl re Juda a zigasaz an deogou ed, ar gwin hag an eol, er magazinou. 13 Hag e lakaiz chefou d’ar magazinou Shelemia, ar sakrifier, Tsadok, ar skrib, ha Pedaja, unan al Levited ; hag evit ho asista, Hanan, mab Zakkur, mab Matthania, abalamour ma tremenent evit eeün ; hag ho c’harg a oa da ober al lodennou d’ho breudeur.

14 Ma Doue ! az pez sonj ouzin abalamour da ze ; ha na gas ket da netra ar pez em euz groet, gant eur garante gwirion, en kenver ti ma Doue hag an traou da ober ennhan !

15 En deiziou ze, e weliz en Juda tud hag a waske er presouar deiz ar sabbat ; ha reou all pere a zigase fagot, hag ho zame var ho ezen, kenkoulz ha gwin, rezin, fiez ha pep sort samou, hag ho digase da Jerusalem deiz ar sabbat. Ober a riz rebechou dezhei, en deiz ma werzont ho zraou. 16 Hag en kear e oa Tirianed pere a zigase pesked hag a bep sort marc’hadourez ; hag e werzent anezhei da vugale Juda en Jerusalem, deiz ar sabbat. 17 Gourdrouza a riz eta prinsed Juda, hag e lavariz dezhei : Pez drouk a ret-hu profani evel se deiz ar sabbat ? 18 Ho tadou ha n’ho deuz ket greet memeuz tra, ha n’eo ket abalamour da ze eo Hen deuz Doue lakeet an holl drouk ma varnomp ha var ar gear ma ? Ha c’hwi a gresk arder koler an Aotrou a enep Israel, o profani ar zabbat. 19 Dre ze, adaleg me eo an heol en em dennet euz doriou Jerusalem, araog ar sabbat, dre ma urz, he serret an doriou ; gourc’hemen a riz ive ma na vijent ket digoret bete goude ar sabbat ; hag e lakaiz unan benag euz va zud en kichen an doriou, evit n’ez aje den ennhei gant beac’h ebet deiz ar sabbat. 20 Hag ar varc’hadourien hag ar re pere a werze pep sort marc’hadourez a dremenaz an noz eur weach pe diou er meaz a Jerusalem. 21 Ober a riz gourdrouzou dezhei, hag e lavariz dezhei : Perag e tremenet-hu an noz dirag ar voger ? Mar distroet me a lakao va dorn var-noc’h. Adaleg en deiz se na zeujont ken deiz ar sabbat. 22 Lavaret a riz ive d’al Levited en em burifia ha dont da ziwal an doriou, evit santifa deiz ar sabbat.

O va Doue, az pez sonj ac’hanoun divarben kement se, ha pardoun ac’hanoun hervez braster da dru¬garez !

23 En deiziou ze e weliz ive Judevien pere ho doa kemeret gragez Asdodian, Ammonit ha Moabit. 24 Ho bugale, an hanter anezhei a gomze an Asdodian ha na weent ket komz iez ar Judevien, mes iez ar bobl ma pe hini eur bobl all. 25 Gourdrouza ha milliga a riz anezhei ; gant kalz anezhei e skoiz, tenna a reen ho bleo dezhei, hag e lakaez anezhei da douet dre hano Doue : Na rofet ket ho merc’hed d’ho mibien, ha na gemerfet ket ho merc’hed evit ho mibien, nag evidoc’h. 26 N’eo ket en kement se eo he pec’haz Salomon, roue Israel ? Entouez niver ar poblou, n’euz roue ebet evelthan ; karet he oa gant he Zoue, ha Doue Hen doa he lekeat da roue da Israel holl ; koulskoude ar gragez estranjour a reaz dezhan pec’hi. 27 Ha lezel a rafemp ni ac’hanoc’h-hu da ober eun drouk ken bras, eur c’hrim ken bras a enep hon Doue ? Kemer gragez diaveziad. 28 Hag, unan a vibien Jojada, mab Eliashib, ar sakrifier bras, a oa mab-kaer da Samballat, an Honorit ; me he gasaz kwit euz va c’hichen.

428