Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/434

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

NEHEMI, 12.

bugale Juda : Athaja, mab Uzia, mab Zakari, mab Amaria, mab Shefatia, mab Mahalaleel, bugale Farets, 5 ha Maaseja, mab Baruk, mab Kol-Hoze, mab Hazaja, mab Adaja, mab Jojarib, mab Zakari, mab Shiloni. 6 En holl a vugale Farets, pere a choumaz en Jerusalem, pevar c’hant eiz ha tri-ugent den vaillant.

7 Ha setu bugale Benjamin : Sallu, mab Meshullam, mab Joed, mab Pedaja, mab Kolaja, mab Maaseja, mab Ithiel, mab Esaï ; 8 ha goude hen Gabbai, Sallai, nao c’hant eiz var ugent. 9 Ha Joel, mab Zikri, a oa lakeet varnezhei ; ha Judo, mab Senna, a oa lutanant kear.

10 Euz ar sakrifikatored : Jedaja, mab Jojarib, Jakin, 11 Seraja, mab Hilkija, mab Meshullam, mab Tsadok, mab Merajoth, mab Achitub, rener ti Doue ; 12 goude ho breudeur, pere a rea zervich an ti, en niver a eiz kant daou var ugent. Hag Adaja, mab Jerocham, mab Pelalia, mab Amtsi, mab Zakari, mab Pashur, mab Malkija ; 13 hag he vreudeur, prinsed an tadou, en niver a zaou c’hant daou ha daou-agent. Hag Amashai, mab Azareel, mab Akzai, mab Meshillemoth, mab Immer. 14 Hag ho breudeur, nerzuz ha vaillant, en niver a eiz ha c’hwec’h-ugent. Ha Zabdiel, mab Guedolim, a oa mestr varnezhei.

15 A douez al Levited : Shemaja, mab Hashub, mab Azrikam, mab Hashabia, mab Bunni ; 16 Shabbethai ha Jozabad, karget euz ar servich a ziaveaz evit ti Doue, a douez mestrou al Levited ; 17 Matthania, mab Mika, mab Zabdi, mab Asaf, mestr, pehini a gommanse ar c’henta da gana ar meulodiou, d’ar beden, ha Bakbukia an oil a douez he vreudeur ; hag Abda, mab Shammua, mab Galal, mab Jeduthun. 18 Niver al Levited er gear santel : daou c’hant pevar ha pevar-ugent.

19 Hag ar borzerien : Akkub, Talmon, hag ho breudeur, pere a vire an doriou : kant daouzek ha tri-ugent.

20 An nemorant euz an Israelited, ar sakrifikatored, al Levited, en em lekeaz en holl geariou Juda, pep hini en he heritach. 21 An Nethinied a choumaz en Ofel ; Tsicha ha Guishpa oa mestrou an Nethinied. 22 An hini hen doa karg euz al Levited en Jerusalem oa Uzzi, mab Rini, mab Hashabia, mab Matthania, mab Mika, a douez bugale Asaf,kanerien, evit servich ti Doue. 23 Rag beza he oa eur gourc’hemen a beurz ar roue divar ho fen, hag he oa eur gobr zureet, evit ar ganerien, bep deiz. 24 Pethachia, mab Meshezabeel, a vugale Zarak, mab Juda, a oa oviser ar roue, evit holl afferou ar bobl.

25 Evit ar pez eo euz ar billajennou gant ho douarou, hiniennou a vugale Juda a choum en Kirjath-Arba hag el lec’hiou euz outhan ; en Dilon hag el lec’hiou euz outhan ; en Jekabtseel, en he villajennou, 26 en Jeshua, en Molada, en Beth-Palet, 27 en Hatsor-Shual, en Beer-Sheba hag el lec’hiou euz a outhan, 28 en Tsiklag, en Mekona hag el lec’hiou euz a outhan, 29 en En-Rimmon, en Tsora, en Jarmuth, 30 en Zanoak, en Adullam hag en ho billajennou ; en Lakiz hag en he douarou ; hag en Azeka hag el lec’hiou euz a outhan ; choum a rejont adaleg Beer-Sheba bete traonien Hinnom. 31 Bugale Benjamin a choumaz adaleg Gueba, en Mikmash, Ajja, Bethel hag el lec’hiou euz a outhan, 32 en Anathoth, Nob, Anania, 33 Hatsor, Rama, Guitthaim, 34 Hadid, Tseboim, Neballat, 35 Lod hag Ono, traonien al labourerien.

36 A douez al Levited, renkou Juda, en em stagaz euz Benjamin.


12 SETU ar sakrifikatored hag a1 Levited pere a biniaz gant Zorobabel, mab Salathiel, ha gant Jeshua ; Seraja, Jeremi, Esdras, 2 Amaria, Malluk, Hattush, 3 Shekania, Rehum, Meremoth, 4 Iddo, Guinnethoi, Abija, 5 Mijamin, Maadia, Bilga, 6 Shemaja, Jojarib, Jedaja, 7 Sallu, Amok, Hilkija, Jedaja. Ar re ze oa prinsed ar sakrifierien hag ho breudeur, en amzer Jeshua.

8 Al Levited a oa : Jeshua, Binnui, Kadmiel, Sherebia, Juda ha Matthania, pehini a breside en kan ar meulodiou, hen hag he vreudeur. 9 Bakbukia hag Unni, ho breudeur, a oa ganthei evit an diwall.

10 Ha Jeshua a oe tad da Jojakim ; Jojakim a oe tad da Eliashib ; Eliashib a oe tad da Jojada ; 11 Jojada oe tad da Jonathan, ha Jonathan a oe tad da Jaddua.

12 En amzer Jojakim, oa sakrifierien, prinsed an tadou : evit Seraja, Meraja ; evit Jeremi, Hanania ; 13 evit Esdras, Meshullam ; evit Amaria, Jochanan ; 14 evit Meluki, Jonathan ; evit Shebania Josef ; 15 evit Harim, Adna ; evit Merajoth, Helkai ; 16 evit Iddo, Zakari ; evit Guinnethon, Me-

426