Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/433

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

NEHEMI, 10, 11.

e roont gant founder d’ar rouane pere ec’h euz lekeet varnomp, abalamour d’hor pec’hejou, ha pere a vestroni hon c’horfou hag hon loened, d’ho bolonte, en hevelep doare ma omp en eun dristidigez vras.

38 Abalamour da gement se, e rejomp eur gonvenans, he skrivjomp, hag hon frinsed, hon Levited hag hon sakrifierien, a lakeaz ho ziel.


10 Hag, ar re pere a lakeaz ho ziel a oe : Nehemi, ar gouarner, mab Hakalia, ha Sedesiaz, 2 Seraja, Azaria, Jeremi, 3 Pashur, Amaria, Malkija, 4 Hattush, Shebania, Malluk, 5 Harim, Meremoth, Obadia, 6 Daniel, Guinnethon, Baruk, 7 Meshullam, Abija, Mijamin, 8 Maazia, Bilgai, Shernaja. Ar re ze eo ar sakrifikatourien. 9 Al Levited : Jeshua, mab Azania, Binnui, mibien Henadab, Kadmiel ; 10 hag ho breudeur, Shebania, Hodija, Kelita, Pelaja, Hanan, 11 Mika, Rehob, Hashabia, 12 Zakour, Sherebia, Shebanai, 13 Hodija, Bani, Beninu. 14 Prinsed ar bobl : Parosh, Pachath-Moab, Elam, Zatthu, Bani, 15 Bunni, Azgad, Bebai, 16 Adonija, Bigvai, Adin, 17 Ater, Ezekiaz, Azzur, 18 Hodija, Hashum, Betsai, 19 Harif, Anathoth, Nehai, 20 Magpiash, Meshullam, Hezir, 21 Meshezabeel, Tsadok, Jaddua, 22 Pelatia, Hanan, Anaja, 23 Ose, Hanania, Hashub, 24 Lochesh, Pilcha, Shobek, 25 Rehum, Hashabna, Maaseja, 26 Akija, Hanan, Anan, 27 Malluk, Harim, Baana.

28 Hag an nemorant euz ar bobl, ar sakrifierien, al Levited, ar borzerien, ar ganerion, an Nethinied, hag ar re holl pere a oa rannet euz poblou ar broiou zo, evit miret lezen Doue, ho gragez, ho mibien hag ho merc’hed, ar re holl a oa kapabl a anaoudegez hag a skiant, 29 en em unanez d’ho breudeur, ar muan enoret anezhei, hag en em angajaz dre ho gir ha dre le, da vale en lezen Doue, pehini a oa bet roet dre Voizez, servicher Doue, da viret, ha da ober holl c’hourc’hemennou an Aotrou hon Aotrou, he urzou hag he lezennou ; 30 da dremen help rei hon merc’hed da boblou ar vro, na da gemer ho merc’hed evit hon mibien ; 31 na da gemer netra, en deiz ar sabbat, nag en eun deiz all kensagret, euz poblou ar vro pere a zigas marc’hadourez hag a bep sert traou, deiz ar sabbat, evit ho gwerza, hag ober diskwiz ar seizved bloaz, ha pardouni pep dle.

32 Ober a rejomp ive urziou, euz en em garga da rei, bep bloaz, an drederen euz eur sikl, evit servich ti hon Doue, 33 evit ar bara a ginnig, evit ar prof kendalc’huz, evit offrans kendalc’huz an deiziou sabbat, al loariou nevez, evit ar gweliou, evit an traou kensakret, evit ar sakrifisou a bardon en kenver Israel, hag evit kement en em c’hra en ti hon Doue. 34 Tenna a rejomp d’ar zort, evit kinnig ar c’hoat, ken ar sakrifierien hag al Levited evel ar bobl, evit he zigaz da di hon Doue, hervez tiez hon zadou, en amzeriou merket, bloa dre vloa, evit he zevi var aoter an Aotrou hon Doue, evel ma eo skrivet el lezen. 35 Evel da zigas da di an Aotrou, bloa dre vloa, ar c’henta frouez euz hon douar, hag ar c’henta frouez euz an holl wez ; 36 hag ar re genta-ganet euz hon mibien hag euz hon loened, evel ma eo skrivet el lezen ; ha da zigas da di hon Doue, d’ar sakrifierien a ra ar zervich en ti hon Doue, ar re genta-ganet euz hon loened bras ha munut. 37 Ha kenta tamou hon zoaz, hon frofou, ar frouez euz an holl wez, ar gwin hag an eol, ni ho digaso d’ar sakrifierien, en kamprou ti hon Doue, evel an deog euz hon douar d’al Levited, pere ho unan a bea an deog euz labour hon holl geariou. 38 Ar sakrifier, mab Aaron, a vezo gant al Levited, pa beo al Levited an deog ; hag al Levited a zigaso an degved euz an deog da di hon Doue, en kamprou ti an tenzor. 39 Rag bugale Israel ha bugale Levi a dle digas er c’hamprou ze prof an ed, ar gwin hag an eol ; eno ema besellou ar santuar, ar sakrifikatourien pere a ra ar servich, ar borzerien hag ar ganerien. Ha ni na zilezfomp ket ti hon Doue.


11 Prinsed ar bobl en em lekeaz en Jerusalem ; mes an nemorant euz ar bobl a dennaz d’ar zort, evit var dek unan a choumje en Jerusalem, ar gear zantel, hag an naodegved all a choumje er c’heariou all. 2 Hag ar bobl a vennigaz ar re holl en em bresantaz a volonte vad evit choum en Jerusalem.

3 Setu ama ar brinsed euz ar provins pere a choumaz en Jerusalem, ar reou all o veza choumet en keariou Juda, pep hini en he zalc’h, en he gear, Israelited, sakrifikatored, Levited, Nethinied ha bugale servicherien Salomon.

4 Bugale Juda ha bugale Benjamin a choumaz eta en Jerusalem. Euz

425