Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/43

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Neuze e freuzaz e zilhad ; 30 hag e tistroaz da gaout e vreudeur, hag e lavaraz : Ar bugel n’ema ket ennhan ; ha me, peleac’h ez in ?

31 Kemer a rejont toneg Jozef ha, lazet ganto eur bouc’h, e soubjont an doneg er gwad.

32 Kaz a rejont d’o zad an doneg a veur a liv, o lavarout : Kavet hon euz kement-man. Anavez hag eo toneg da vab pe n’eo ket.

33 Hag ec’h anavezaz anezi, hag e lavaraz : Toneg va mab eo. eul loen gouez en deus e zebret, a-dra-sur Jozef a zo bet drailhet.

34 Regin a reaz e zilhad hag e lakeaz eur sac’h var e zivgroazell. E-pad pell e tougaz kHano d’e vab.

35 E holl vibien hag e holl verc’hed a zeuaz d’e frealzin, mes ne felle ket dezhan beza frealzet. Lavarout a reaz : Disken a rin e kHano etrezek va mab e leac’h ar marv ! Hag e dad a ouele dezhan.

36 Ar Vadianiz a werzaz anezhan en Ejipt da b-Potifar, ofiser Faraon, pen euz e warded.


38 C’hoarvezout a reaz en amzer-se ma pellaaz Juda digant e vreudeur ha ma’z eaz etrezek eun den euz Adullam hanvet Hira.

2 Juda a welaz eno merc’h eur C’hananead hanvet Shua, hag e kemeraz anezi hag ez eaz daveti.

3 Konsevin a reaz hag e c’hanaz eur mab, hag e c’halvaz anezhan Er (= eveziek).

4 Konsevin a reaz c’hoaz hag e c’hanaz eur mab, hag e c’halvaz anezhan Onan (= krenv).

5 Genel a reaz c’hoaz eur mab hag e c’halvaz anezhan Shela (= pedenn). Juda a oa e Kezib pa c’hanaz anezhan.

6 Juda a gemeraz eur wreg hanvet Tamar evit Er e genta-ganet.

7 Er, kenta-ganet Juda, a voe fall dirak daoulagad an Aotrou, hag an Aotrou a lakeaz anezhan da vervel.

8 Neuze Juda a lavaraz da Onan : Kae davet gwreg da vreur, kemer anezi evel breur-kaer ha sav eul lignez da’z preur.

9 Onan a ouie penaos al lignez-se ne vije ket dezhan, ha pa’z ae davet gwreg e vreur, en em saotre d’an douar kuit da rein eul lignez d’e vreur.

10 Ar pez a rae a zisplije d’an Aotrou hag e lakeaz anezhan da vervel ivez.

11 Juda a lavaraz da Damar e verc’h-kaer : Chom intanvez e ti da dad betek ma vo Shela va mab deuet d’e vent. rag lavarout a reaz : Diwallomp na varvfe en ivez evel e vreudeur. Tamar a yeaz hag a chomaz e ti he zad.

12 An deiziou a dremenaz ha merc’h Shua gwreg Juda a varvaz. Pa voe Juda frealzet, e pignaz etrezek touzerien e zenved da Dimna gant e vignon Hira an Adullamat.

13 Ar c’helou a voe roet da Damar, o lavarout : Setu, da dad-kaer a bign da Dimna da douzan e zenved.

14 Neuze e kuitaaz he dilhad intanvez, en em c’holoaz gant eur gouel, en em bakaz hag ec’h azezaz e dor Enaim a zo var hent Timna. rag e wele e oa deuet Shela d’e vent, ha ne oa ket roet dezhan da wreg.

15 Juda he gwelaz hag he c’hemeraz evit eur c’hast, rag goloet he doa he dremm.

16 En em zistrein a reaz d’he c’havout var an hent hag e lavaraz : Deus, me az ped, ma’z in ganit. rag ne ouie ket e oa e verc’h-kaer. Hi a lavaraz : Petra a roi din evit dont ganit ?

17 Lavarout a reaz : Degaz a rin dit eur c’havrig euz an tropell. Hi a lavaraz : Ha rein a ri din eur c’hred, betek ma he degasi ?

18 Lavarout a reaz : Pehini eo ar c’hred a roin dit ? Hi a lavaraz : Da siell, da gordennig ha da vaz a zo ez torn. Hag e roaz anezhei dezhi. Neuze ez eaz daveti hag e konsevaz diouthan.

19 Sevel a reaz hag ez eaz kuit. Hag e kuitaaz he gouel hag e wiskaz he dilhad intanvez.

20 Juda a gasaz ar c’havrig dre e vignon an Adullamat, evit tennan ar c’hred euz daouarn ar wreg-se. mes n’he c’havaz ket.

21 Goulennata a reaz tud al lec’h-se, o lavarout : Peleac’h eman ar c’hast a oa en Enaim var an hent ? Respont a rejont : N’eus bet aman gast ebet.

22 Distrein a reaz da gavout Juda hag e lavaraz : Ne’m euz ket kavet anezi, ha zoken tud al lec’h-se o deus lavaret : N’eus bet aman gast ebet.

23 Juda a lavaraz : Ra viro ar c’hred ! Ne c’hellomp ket beza dismeganset. Setu, em euz kaset ar c’havrig-se ha ne’c’h euz ket he c’havet.

24 Erruout a reaz penaos, war-dro tri miz goude, e oe roet kelou da Juda, o lavarout : Tamar, da verc’h-kaer, a zo en em roet d’ar gasterez ha zoken setu, he deus konsevet euz he gasterez. Ha Juda a lavaraz : Lakait anezi da vont er-maez, ma vo devet.

25 Evel ma hel lakaet er-maez, e kasaz da lavaret d’he zad-kaer : Me a zo brazez euz an den da behini eo an traou-ma. Hag hi a lavaraz :