Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/427

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

NEHEMI, 5.

vreudeur ha tud a vrezel Samari : Petra a ra ar Judevien digaloun ze ? Ho lezel a rafer da ober ? Sakrifia a refont ? Achui a refont brema ? Euz ar berniou poultr ze lakeat a rafont da adgenel ar vein ze pa int devet ? 3 Ha Tobija, Ammonit, pehini a oa tost dezhan, a lavaraz : Petra benag ma savont, ma pinfe eul louarn, he treuzfe ho moger vein.

4 O hon Doue ! selaou, rag ni a zo en dispriz ! Laka da zistrei var ho fen ar vezegerez a behini he c’holoont ac’hanomp, ha to anezhei d’ar pillach en eur vro a esklavach ; 5 na c’holo ket ho fallentez, ha ma na vezo ket ho fec’hed lamet dirazout ; rag offanset ho deuz ar to a vasoune.

6 Ni a adsavaz eta ar voger, hag ar voger holl a oe zerret beteg an hanter euz he huelded ; hag ar bobl a gemere a galoun al labour.

7 Mes pa glevaz Samballat, Tobija, an Arabed, an Ammonited hag an Asdodied en em save mogeriou Jerusalem, hag e oe kommanset da zerri an toulou, e oe gwal drouk ennhei. 8 Hag en em zastumjont holl a unan evit dont da ober ar brezel a enep Jerusalem, hag evit digas ennni an drubul. 9 Neuze e pedjomp hon Doue, hag e lekejomp gwarded a enep dezhei, eu deiz hag en noz, evit hon diwall outhei. 10 Ha Juda a lavare : Nerz an oberourien a waka ; ha kalz a alltred a zo ; ni na helfomp ket sevel ar voger ! 11 Hag hon enebourion a lavare : Ne wefont ha na welfont netra, bete ma c’hafomp en ho c’hreiz. Ni ho lazo, hag he refomp paouez al labour. 12 Mes c’hoarvezout a reaz penaoz ar Judevein pere a choume en ho c’hichen a zeuaz, bete dek gwech, da lavaret deomp ho c’hoant, euz an holl lec’hiou a belec’h e teuent d’hon c’haout. 13 Lakaat a riz eta d’an traon, en drek ar voger, el lec’hiou dizolo, ar bobl, dre famillou, gant ho c’hlezeier, ho gwafiou, hag ho gwarejou. 14 Goude he sellis ; hag en em savis, hag e lavariz d’ar mestrou, d’ar gouarnerien, ha d’an nemorant euz ar bobl : N’ho pezit ket a aoun ; ho pezit sonj euz an Aotrou, pehini a zo braz ha spountuz, ha gourenet evit ho preudeur, ho mibien hag ho merc’hed, ho kragez hag ho tiez.

15 Ha, goude ma c’hanavezaz hon enebourien e oamp bet aliet, Doue a sklabezaz ho c’huzul ; hag he tistrojomp holl d’ar mogeriou, pep hini d’he labour. 16 Adaleg an deiz se eun hanter euz ma zud a laboure d’ar savidigez, hag an hanter all a oa armet a lansou, a vouklou, a waregou hag a guirasennou ; hag ar mestrou a heulie pep famil Juda. 17 Ar re a save ar voger, pe a garge hag a zouge ar beoliou, a laboure gant eun dorn hag en dorn all e talc’hent eun arm. 18 Rak pep hini euz ar re a vasoune, hen doa he grazel gourizet euz ar c’hleze ; evel se eo he vasounent ; hag an hini a zoune an drompil a oa em c’hichen me. 19 Lavaret a riz d’ar re vras, d’ar renerien, ha d’an nemorant euz ar bobl : Al labour a zo braz hag astennet, ha ni a zo sklabezet var ar voger, pell an eil euz egile ; 20 en pelec’h benag eta ma klefet son an drompil, en em dastumet eno d’hon c’haout ; hon Doue a vrezelio evidomp.

21 Evel se eo he labouremp ; hag an hanter an dud a zouge gwafou, adaleg goulou deiz bete ma en em diskweze ar stered. 22 En amzer ze, e lavariz ive d’ar bobl : Ra dremeno pep hini an noz en Jerusalem, gant he zervicher evit ma servicho deomp en noz da c’hedal hag en deiz da labourat. 23 Hag evidoun me, va breudeur, ma zervieherien hag an dud euz ar gward pere am c’heuil, ni na gwitafomp ket hon dillad, pep hini hen devezo he gleze ha dour.


5 HA, beza e oa klem vras gant ar bobl hag ho gragez a enep ar Judevien, ho breudeur. 2 Beza e oa reou hag a lavare : Ni, hon mibien hag hon merc’hed, a zo niveruz ; ra vezo roet deomp ed, evit ma tebrfomp ha ma vevfomp. 3 Ha beza e oa reou all hag a lavare : Angaji a reomp hon farkeier, hag hon gwiniennou, hag hon ziez, evit kaout ed enpad ar gaernes. 4 Beza e oa ive pere a lavare : Ampresta a reomp arc’hant evit gwir ar roue, var hon farkeier ha var hon gwiniennou. 5 Ha koulskoude hon c’hik a zo evel kig hon breudeur, hag hon mibien evel ho mibien. Ha setu, e lekeomp hon mibien hag hon merc’hed da veza esklaved ; ha dija hiniennou euz hon merc’hed a zo kenlakeat ; ha ni n’hellomp netra, rag hon farkeier hag hon gwiniennou a zo d’ar re all.

6 Pa gleviz ho c’hlem hag ar c’homzou ze, e oan gwal goleret. 7 Sonjal a riz ennoun va unan eta, hag e c’hourdrouziz ar re vras hag ar renerien, hag e lavariz dezhei : Presta a

419