Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/424

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

NEHEMI, 1.

ho hanoiou. Azeza, a rejont en deiz kenta euz an dekved mis, evit anaout an affer ze. 17 Hag ar c’henta deiz euz ar mis kenta, e c’hachujont gant ar re holl ho doa kemeret gragez diaveziad en ho zi.

18 Entouez mibien ar sakrifikatourien, e oe pere ho doa kemeret gragez diaveziad en ho ziez ; a douez bugale Jeshua, mab Jotsadak, hag a douez he vreudeur : Maaseja, Eliezer, Jarib ha Guedalia ; 19 pere a brometaz kas kwit ho gragez, ha da ginnik, evel koupabl, eur maout evit ar pec’hed. 20 Euz a vugale Immer : Hanani ha Zebadia. 21 Euz a vugale Harim : Maaseja, Eli, Shemaja, Jehiel hag Uzzia. 22 A vugale Pashur : Eljoenaï, Maaseja, Ismael, Nathanael, Jozabad hag Eleaza.

23 Euz al Levited : Jozabad, Shimei, Kelaja (Kelita eo), Pethakia, Judi, hag Eliezer. 24 Euz ar ganerien : Eliashib ; hag euz ar borzerien : Shallum, Telem hag Uri.

25 Euz ar re Israel, euz bugale Parosh : Ramia, Jizzia, Malkija, Mijamin, Eleazar, Malkija ha Benaja. 26 A vugale Helam : Matthania, Zakari, Jehiel, Alali, Jeremoth hag Eli. 27 A vugale Zattu : Eljoenai, Eliashib, Matthania, Jeremoth, Zabad hag Aziza. 28 A vugale Bebaï : Jokanan, Hanania, Zabbaï hag Athlaï. 29 A vugale Bani : Meshullam, Malluk, Adaja, Jashud, Sheal ha Ramoth. 30 A vugale Pachath-Moab : Adna, Kelal, Benaja, Maaseja, Matthania, Binnui ha Manasse. 31 A vugale Harim : Eliezer, Jishija, Malkija, Shernaja, Simeon, 32 Benjamin, Malluk ha Shemaria. 33 A vugale Hashum : Mathnaï, Matthattha, Zabad, Elifeled, Jeremaï, Manasse ha Shimei. 34 A vugale Bani : Maadaï, Amram, Ueêl, 35 Benaja, Bedia, Keluhu, 36 Vania, Meremoth, Eliashib, 37 Matthania, Matthenta, Jaasai, 38 Bani, Binnui, Shimei, 39 Shelemia,, Nathan, Adaja, 40 Maknadbai, Shashai, Sharai, 41 Azareel, Shelemia, Shemaria, 42 Shallum, Amaria ha Josef. 43 A vugale Nebo : Jeiel, Matthithia, Zabad, Zebina, Jaddai, Joel ha Benaja. 44 Ar re ze holl ho doa kemeret gragez diaveziad ; ha beza oa anezhei hag ho doa bet bugale euz ar gragez ze.


————


LEVR NEHEMI.

1 KOMZOU Nehemi, mab Hakalia.

C’hoarvezout a reaz da vis Kisleu, an ugentved bloaz (a ren Artaxerxes), evel ma oan en Sus, pen-kear, 2 ma eruaz Hanani, unan euz va breudeur, hag eun den benag a Juda ; hag e c’houlenniz outhei divarben ar Judevien tec’het, pere a oa a zemorant euz an esklavach, ha divar-ben Jerusalem. 3 Hag e leverjont d’in : Ar re a zo manet euz an esklavach, a zo aze, er provins, en eur vizer vras hag er vezegez ; moger Jerusalem a zo en diskar, hag he doriou a zo kuzumet dre an tân.

4 Pa em boa klevet ar c’homzou ze, ec’h azeziz da wela, hag he oen en kaonv meur a zevez ; iun a reen, hag he riz va feden da Zoue an envou ; 5 hag e lavariz : Da bedi a ran, Aotrou, Doue an envou ! Doue braz ha spontuz, pehini a vir ar gonvenans hag an drugarez d’ar re a gar ac’hanout hag a vir da c’hourc’hemennou ; 6 da bedi a ran, ma vezo da skouarn selaouus, ha ma vezo da zaoulagad digor, evit selaou ar beden a ginnik da zervicher d’id en amzer ma, deiz ha noz, evit bugale Israel da zervicherien, oc’h ober ansav euz pec’hejou bugale Israel, pere hon deuz groet a enep d’id ; rag me va, unan ha ti va zad, hon deuz pec’het. 7 A-dra-zur, ni a zo en em lakeat koupabl dirazout, hag hon euz miret ar gourc’hemennou, al lezennou hag an urzou pere ec’h euz rakskrivet d’az servicher Moizez. 8 Az pez sonj, me az ped, euz ar gir az poa karget Moizez, da zervicher, da lavaret : Ober a refet fallentezou, ha me ho sklabezo entouez ar boblou ; 9 goude c’hwi a zistroio d’in, miret a refet va gourc’hemennou, hag ho ober a refeet. Neuze, pa vefet bet kasset bete pennou an envou, Me a zastumo ac’hanoc’h ac’hane, hag ho

416