Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/423

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESDRAS, 10.

keat Hen deuz ac’hanomp da gaout trugarez dirag rouane ar Pers, evit rei deomp eaz, evit ma adsavjemp ti hon Doue, ha ma adrajemp he zistruj ; hag evit rei deomp eur c’hloazon en Juda hag en Jerusalem. 10 Ha brema, o hon Doue ! petra a lavarfomp-ni goude kement se ? Rag dilezet hon deuz da c’hourc’hemennou, 11 pere ec’h euz roet dre da zervicherien ar brofeded, o lavarout : Ar vro en pehini ez et evit he berc’henna, a zo eur vro huduret dre louzdoni poblou ar broiou ze, dre euzuzted a bere ho deuz he leuniet adaleg eur pen beteg ar pen all gant ho louzdoniou. 12 Brema eta, na roet ket ho merc’hed d’ho mibien, ha na gemeret ket euz ho merc’hed evit ho mibien, ha no glaskit biken nag ho feoc’h, nag ho frosperite, abalamour deoc’h da veza ken nerzet, ha ma tebrfet madou ar vro ma, ha ma lekefet ho mibien da herita da viken anezhan. 13 Ha, goude an holl draou pere a zo c’hoarvezet ganeomp abalamour d’hon oberiou fall hag hon c’hulpabilite vras, pa eo choumet, o Doue, do gastiz izelloc’h evit hon pec’hejou ha ma Hec’h euz roet deomp eun hevelep delivrans, 14 addont a rafemp-ni eta da violi da c’hourc’hemennou, ha da ober allians gant ar boblou euzuz se ? Na vefez-te ket koleret a enep deomp, beteg hor c’huzumi, en hevelep doare ma na vefe hini a zemorant na nikun da dec’hel ? 15 Aotrou, Doue Israel ! te a zo just ; rag ni a zo choumet eun nemorant ar re dec’het, evel ma he weler hirie. Setu ni dirag da fas gant hor fec’hed, dre ne hellomp abalamour dezhan choum dirazout.


10 Hag, evel ma pede Esdras ha ma rea an ansavidigez se, o wela ha stouet dirag ti Doue, eun niver bras a Israelited, gwerzed, merc’hed ha bugale, en em dastumaz var he dro ; 2 hag ar bobl ma a skuliaz daerou a foun. Neuze Shekania, mab Jehiel, euz a vugale Elam, a gemeraz ar gomz hag a lavazaz da Esdras : Pec’het hon deuz a enep hon Doue, o kemer gragez diaveziad a douez poblou ar vro ma. Mes brema he zo c’hoaz divarben kement se eun esperans benag evit Israel. 3 En em angajomp brema, dre eun allians benag gant hon Doue, da gas kwit an holl c’hragez ze ha kement a zo ganet anezhei, hervez kuzul va Aotrou hag euz a re a sonj da c’hourchemen hon Doue ; ha ma vezo groet hervez al lezen. 4 Sav-te ; rag an affer ma a zell ouzit, ha ni a vezo ganez. Kemer eta kourach, ha gra.

5 Neuze Esdras a savaz, hag a lekeaz chefou ar sakrifierien, al Levited hag Israel holl da douet e rajent hervez an gomz ze ; hag hen toujont. 6 Goude Esdras en em savaz a zirag ti Doue, hag a ieaz en kambr Jokanan, mab Eliashib, hag a ieaz ennhi ; ha na zebras ket a vara ha na evaz ket a zour, dre ma oa en kaonv abalamour da bec’hed re an esklavach. 7 Neuze e oe embannet, en Juda hag en Jerusalem, penaoz holl vugale an esklavach ho dije d’en em dastum en Jerusalem. 8 Ha ma na zeuje ket piou benag dindan tri deiz, hervez ali an mestrou hag an re ansien, he holl vad a vije lakeat en distruj, ha ma vije lamet a douez re an esklavach.

9 Neuze holl re Juda ha Benjamin en em zastumaz en Jerusalem dindan dri deiz ; kement ma a oe en naoved mis, an ugentved deiz euz ar mis ; hag an holl bobl en em dalc’haz var blasen ti Doue, o krena divarben an affer ma, hag abalamour d’ar glaoeier. 10 Neuze Esdras, an sakrifier, a savaz hag a lavaraz dezhei : Pec’het oc’h euz, o kemer en ho ti gragez diaveziad, hag ho c’heuz lakeat Israel koupabloc’h. 11 Mes brema, groet an ansav euz ho pec’hed d’an Aotrou, Doue ho tadou, ha groet he volonte. En em bellaet euz poblou ar vro ma hag euz ar gragez diaveziad. 12 Hag an holl bobl a respountaz, hag a lavaraz a vouez kre : Ia, ret eo ma rafemp evel ma leverez. 13 Mes ar bobl a zo niverus, ha beza ema amzer an glaoeier, ha n’heller ket en em derc’hel er meaz ; ha n’eo ket eun affer a eun deiz, nag a zaou ; rag ni a zo eun niver bras hag hon euz pec’het en affer ma. 14 Ra choumo eta hon mestrou euz an holl asamble ; ha ma teuo ar re holl euz hon c’heariou pere ho deuz lakeat gragez diaveziad en ho ziez, en amzeriou merket, gant ar re ansien hag ar varnerien euz pep kear, ken a vezo arder koler hon Doue divarben an affer se distroet diouzomp.

15 Ha ne oe nemert Jonathan, mab Asael, ha Jakazia, mab Thikva, pehini a enebaz kement se, ha Meshullam ha Shabbethai, al Levit, ho zoutene. 16 Mes bugale an esklavach a reaz evelhen : Choazet he oe Esdras, sakrifier, ha chefou an tadou, hervez tiez ho zadou, merket holl dre

415