Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/420

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESDRAS, 7.

bemdeiz hep mankout ; 10 evit ma kinnikfont sakrifisou a c’hwez vad da Zoue an envou, ha ma pedfont evit buez ar roue hag he vugale. 11 Hag euz ma feurz urz a zo roet, penaoz ma chanj unan benag an urz ma, ma vezo lamet euz he di eur c’hoat, pehini a vezo dresset, evit ma vezo staget outhan, hag abalamour da ze ma vezo groet euz he di eur grogerez. 12 Hag an Doue, pehini Hen deuz lakeat he hano da choum eno, da zistruja kement roue ha kement pobl pehini hen devezo astennet he zorn da chanj kement-se, evit distruja ti Doue pehini a zo en Jerusalem. Me, Darius, em euz groet an urz se, ha ra vezo buhan zentet outhan.

13 Neuze Thathenai, gouarner an tu ma d’ar rivier, Shethar-Boznai hag ho c’hensorted, a lakeaz buhan ober kement ma, dre ma hen doa Darius he skrivet dezhei. 14 Ha re ansien ar Judevien a save hag a iea var araog, hervez profesi Agge ar profed, ha Zakari, mab Iddo. Masounet a rejont eta hag achui, hervez urz Doue Israel, hag hervez urz Sirus, Darius, hag Artaxerxes, roue ar Pers. 15 Hag an ti ma a oe achuet an drede deiz euz a vis Adar, er c’hwec’hved bloaz euz a ren Darius.

16 Ha bugale Israel, ar sakrifierien, al Levited hag an nemorant euz ar re a oa distroet euz an esklavach, a weliaz gant joa digor ti Doue. 17 Kinnik a rejont, evit digor an ti ze a Zoue, kant kolle, daou chant maout, pevar c’hant oan, ha daouzek bouc’h evit ar pec’hed, evit holl Israel, hervez an niver a boblou Israel. 18 Hag e lekejont er sakrifierien en ho renk, hag al Levited en ho flasou, evit servich Doue en Jerusalem, hervez ar pez a zo skrivet en levr Moizez.

19 Goude bugale an esklavach a reaz ar pask, ar bevarzekved deiz euz ar mis kenta. 20 Rag ar sakrifierien hag al Levited a oa holl purifiet hep mankout hini ; hag he lazjont ar pask evit holl vugale an esklavach, evit ho breudeur ar sakrifierien, hag evithei ho unan. 21 Bugale Israel pere a oa deuet euz an esklavach a zebraz outhan gant ar re holl pere, o veza, pelleet euz a hudurnez poblou ar vro, en em unanez dezhei, evit klask an Aotrou, Doue Israel. 22 Hag e rejont gant joa gwel solennel ar barn hep goell, enpad seiz devez ; rag an Aotrou Hen doa ho laouenaet, o veza distroet var zu ennhei kaloun roue an Assiri, evit nerza ho daouarn en labour ti Doue, Doue Israel.


7 GOUDE an traou ma, dindan ren Artaxerxes, roue ar Pors, Esdras, mab Seraja, mab Azaria, mab Hilkija, 2 mab Shallum, mah Tsadok, mab Akitub, 3 mab Amaria, mab Azaria, mab Merajoth, 4 mab Zorachia, mab Uzzi, mab Bukki, 5 mab Abishua, mab Fine, mab Eleazar, mab Aaron, ar sakrifier bras, 6 an Esdras ma a biniaz eus Babilon. Eur skrib e oa gwiziek en lezen Moizez, pehini Hen doa an Aotrou, Doue Israel, roet. Hag ar roue a roaz dezhan he holl c’houlen, dra ma oa dorn an Aotrou he Zoue varnezhan. 7 Hiniennoù a vugale Israel, sakrifikatored, Levited, kanerien, porzerien, ha Nethinied, a biniaz ive da Jerusalem, ar seizved bloaz euz ar roue Artaxerxes. 8 Esdras a eruaz en Jerusalem er bempved mis euz ar seizved bloaz euz ar roue. 9 Rag, ar c’henta deiz euz ar mis kenta, e oa kommanset an tec’h euz Babilon ; ha d’ar c’henta deiz eus ar bempved mis, e c’heruas en Jerusalem, rag dorn mad he Zoue a oa varnezhan. 10 Rag Esdras hon doa lakeat he galoun da glask lezen an Aotrou, ha d’he fratika, ha da gelen en Israel al lezennoù hag an urzou.

11 Ha setu ama dalc'h al lizer a roaz Artaxerxes da Esdras, skakrifier ha skrib, skrib euz giriou gourc’hemennou an Aotrou hag he urzou divar-ben Israel :

12 Artaxerxes, roue ar rouane, da Esdras, sakrrifier ha skrib peur c’hroet a lezen Doue an envou, - hag evel se goude. 13 Eun urz a zo groet brema euz ma feurz, abalamour d’ar re holl a zo em rouantelez pere a zo euz pobl Israel, hag euz he zakrifiernien, hag euz he Levited, pere a zeuo a volonte vad da vont da Jerusalem, az aio ganez te ; 14 abalamour ma out kaset a beurz ar roue hag he seiz Kuzulier, evit anout divarben Juda ha Jerusalem, hervez lezen da Zoue, pehini a zo en da zorn, 15 hag evit dougen an arc'hant hag an aour hen deuz ar roue hag he guzulieren kinniget a ioul vad da Zoue Israel, 16 a behini ar choumaj a zo en Jerusalem, kenkoulz hag an holl arc’hant hag an aour a gavi en holl brovins a Vabilon, gant profou a ioul vad ar bobl hag ar sakrifierien, pere a rafont a ioul vad da di ho Doue pehini a zo en Jerusalem.

412