Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/42

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Mibtsar, 43 an duk Magdiel, an duk Iram. Setu aze duked Edom, hervez ho choumajou e bro ho dalc’h. Ezaü eo tad an Edumeamed.

37 Jakob a chomaz e bro Ganaan, e-leac’h ma oa bet e dad o chom.

2 Setu aman lignez Jakob. Jozef, oadet a seitek vloaz, a vesae al loened gant e vreudeur. Ar bugel a oa e-kichen mibien Bilha ha mibien Zilpa, gwragez e dad. Ha Jozef a zegase d’e dad o c’homzou fall.

3 Israel a gare Jozef muioc’h eget e holl vibien all, rag mab e gozni e oa, hag e reaz dezhan eun doneg a veur a liv.

4 E vreudeur, o welout penaos e kare e dad anezhan muioc’h eget e holl vreudeur, a gasae anezhan, ha ne c’hellent ken komz outhan e peoc’h.

5 Jozef en doe eun hunvre hag he roaz da anavezout d’e vreudeur ; hag e kasajont anezhan c’hoaz muioc’h.

6 Lavarout a reaz : Selaouit, me ho ped, an hunvre am euz bet.

7 Edomp oc’h endramman e-kreiz ar parkeier. Setu, va fesken a savaz hag en em zalc’haz en e sav, ha neuze ho feskennou a zeuaz en-dro dezhi hag a stouaz dirazi.

8 E vreudeur a lavaraz : Ha ren a ri eta warnomp ? Pe hor gouarn a ri ? Hag e kasajont anezhan c’hoaz muioc’h en abeg d’e hunvreou ha d’e gomzou.

9 C’hoaz en doe eun hunvre all hag e kontaz anezi d’e vreudeur. Lavarout a reaz : Bet em euz c’hoaz eun hunvre. Setu, an heol, al loar hag unnek stereden a stoue dirazon.

10 Lavarout a reaz kement-se d’e dad ha d’e vreudeur. E dad a c’hourdrouzaz anezhan hag a lavaraz : Petra’ c’hell beza an hunvre-se ac’h euz bet ? Ha ret e vo ma teuimp, me, da vam ha da vreudeur, da stouin d’an douar dirazout ?

11 E vreudeur o doa gwarizi outhan, mes e dad a zalc’haz an traou-man.

12 E vreudeur a yeaz da vesa loened o zad da Sichem.

13 Israel a lavaraz da Jozef : Da vreudeur, ha ne vesaont ket al loened e Sichem ? Deus, ma kasin ac’hanout d’o c’havout. Hag e respontaz : Setu-me aman !

14 Lavarout a reaz : Kae eta, gwel penaos eman da vreudeur ha penaos eman al loened, ha degaz din kelou anezhei. Kaz a reaz anezhan da draonien Hebron, ha Jozef a zeuaz da Sichem.

15 eun den en kavaz o redek dre ar parkeier, hag an den-se a reaz goulennou outhan hag a lavaraz : Petra a glaskez ?

16 Respont a reaz : Klask a ran va breudeur, lavar din, me az ped, peleac’h e vesaont.

17 An den a lavaraz : Aet int ac’hann, rag klevet em euz anezhei o lavarout : Eomp da z-Dotan. Jozef a yeaz eta war-lerc’h e vreudeur hag o c’havaz e Dotan.

18 O welout anezhan a-bell, a-raok ma voe erru tost dezo, e kuzuilhjont a-enep dezhan evit e lazan.

19 Lavarout a rejont an eil d’egile : Setu, eman an hunvreer o tont.

20 brema eta, deuit, lazomp anezhan ha taolomp en en eur puns bennak, hag e lavarimp en devo debret anezhan eul loen gouez. Hag e welimp petra a zeuio da vezan e hunvreou.

21 Ruben a glevaz kement-se hag a dennaz anezhan euz o daouarn. Lavarout a reaz : Na lamomp ket e vuez digantan.

22 Ruben a lavaraz : Na skuilhit ket gwad, taolit anezhan er puns-glav-se a zo er goueleac’h ha na lakait ket ho taouarn warnan. Kement-se a oa evit e lemel euz o daouarn hag e rein d’e dad.

23 Adalek ma oa en em gavet Jozef e-kichen e vreudeur, e tiwiskjont anezhan euz e doneg, an doneg a veur a liv a oa warnan,

24 hag e krogjont ennhan d’e deurel er puns. Ar puns a oa goullo, ne oa ket dour ennhan.

25 Neuze ec’h azezjont da zibri bara. O sevel o daoulagad, e weljont eur strollad Ismaeliz o tont euz Galaad, o c’hanvaled bec’hiet gant louzou-frondus, balzam ha mir, a yae d’o c’haz d’an Ejipt.

26 Juda a lavaraz d’e vreudeur : Da betra e servijfe deomp lazan hor breur ha kuzat e wad ?

27 Deuit, gwerzomp anezhan d’an Ismaeliz, ha ra ne vo ket hon daouarn warnan, rag hor breur, hor c’hig eo. Hag e vreudeur a sentaz outhan.

28 Evel ma tremene marc’hadourien madianat, e tennjont hag e tapjont Jozef euz ar puns, hag e werzjont Jozef evit ugent pez arc’hant d’an Ismaeliz. Ar re-man en kasaz d’an Ejipt.

29 Ha Ruben a zistroaz d’ar poul, ha setu, Jozef ne oa ket ennhan.