Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/417

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESDRAS, 3.

55 Bugale servicherien Salomon : Bugale Sotaï, bugale Soferet, bugale Peruda, 56 bugale Jahala, bugale Darkon, bugale Guiddel, 57 bugale Sefatja, bugale Hattil, bugale Pokereth-Hatsebajim, bugale Ami. 58 An holl Nethinied ha bugale servicherien Salomon a oe : tri c’hant daouzek ha pevar-ugent.

59 Hag ama ema ar re a biniaz euz Tallith, euz Telharsa, euz Kerub-Adan hag euz Immer, ar re pere n’heljont ket diskwez ti ho zadou, nag ho ras da c’houzout hag int a oa euz a Israel. 60 Bugale Delaja, bugale Tobija, bugale Nekeda, c’hwec’h kant daou hag banter kant. 61 Bugale ar sakrifierien ; bugale Habaja, bugale Kots, bugale Barzillai, pehini a gemeraz evit greg unan a verc’hed Barzillai, Galaadit, hag a oe galvet euz ho hano. 62 Ar re ze a glaskaz levr ho nested ; mes n’he oent ket kavet ennhei, hag he oent taolet kwit euz ar velegiach. 63 Ar gouarner a lavaraz dezhei, ma na zebrjont ket traou santel meurbed enpad ma assistje ar sakrifier gant an Urim hag an Tummim.

64 An asamble holl a oa daou vil daou-ugent tri c’hant tri-ugent ; 65 hep niveri ho mevelien hag ho mitizien, en niver a seiz mil tri c’hant seiz ha tregont ; hag e oa daou c’hant kanner ha daou c’hant kannerez. 66 Beza e oa seiz kant c’hwec’h ha tregont loen kezek, daou c’hant pemp ha daou-ugent mul, 67 pevar c’hant pemp ha tregont chamo, ha c’hec’h mil seiz kant ugent azen.

68 Ha meur a chef a dadou, pa zeujont da di an Aotrou a oa en Jerusalem, a roaz profou a volonte vad da di Doue, evit ma vije adsavet var he lec’h. 69 Rei a rejont d’an tenzor hervez ho galloud, eur mil ha tri-ugent dram aour, pemp mil mina arc’hant ha kant tuniken sakrifierien. 70 Ar sakrifierien, al Levited, tud ar bobl, ar ganerien, ar borserien hag an Nethinied a choumaz en ho c’heariou ; holl re Israel a oe ive en ho c’heariou.


3 AR seizved mis o tostat, ha bugale Israel o veza en ho c’heariou, ar bobl en em dastumaz en Jerusalem, evel un den hepken. 2 Nuuse Joshua, mab Jotsadak, a savaz gant he vreudeur ar sakrifierien, ha Zorobabel, mab Salathiel, gant he vreudeur ; hag e savjont eun aoter da Zoue Israel, evit kinnig ar profou evel ma eo skrivet en lezen Moizez, den Doue. 3 Hag he c’hadsavjont an aoter var he zaoliou, rag dindan doujans pobl ar vro he oant ; hag he kinnikchont sakrifisou-losk d’an Aotrou, ar sakrifisou-losk euz ar mintin hag euz an abardaez. 4 Ober a rejont goude gwel an tantennou, evel ma eo skrivet, hag e kinnikchont sakrifisou-losk bemdez, kement ha ma vije red evel ma c’hourc’hemenne an ordinal a bep devez. 5 Goude ze, e kinnikchont ar sakrifis-losk keadalc’hus, reou al loariou nevez hag an holl gweliou kensagret d’an Aotrou, hag ar pez a ginnige pep hini a volonte vad d’an Aotrou. 6 Adaleg an deiz kenta euz ar seizved mis, en em lekejont da ginnik sakrifisou-losk d’an Aotrou, petra benag ma ne oa ket templ an Aotrou diazezet c’hoaz. 7 Mes rei a rejont arc’hant d’ar bikerien vein ha d’ar galvezerien ; rei a rejont ive da zibri ha da eva, kenkoulz evel eol, d’ar Sidonied ha d’an Dirianed, evit ma tastumjent koad sedr, euz al Liban da vor Japho, hervez al lez ober hen doa Sirius, roue ar Pers, roet dezhei.

8 Hag an eilved bloaz adaleg ho donedigez en ti Doue en Jerusalem, en eilved mis, Zorobabel, mab da Salathiel, Jeshua, mab da Jotsadak, hag an nemorant euz ho breudeur, ar sakrifierien, hag al Levited, hag ar re holl pere a oa deuet euz an esklavach da Jerusalem, a gommansaz ; hag e lekejont Levited, adaleg an oad a ugent vloaz ha dreistoc’h, evit evesaat labour ti an Aotrou. 9 Ha Joshua a choume eno gant he vibien hag he vreudeur, ha Kadmiel gant he vibien, bugale Juda, evel eun den, evit ren ar re a rea labour ti Doue, evel mibien Henadad, gant ho mibien hag ho breudeur, Levited.

10 Ha, pa daolaz ar re a vasoune diazez templ an Aotrou, e oe kerc’het ar sakrifierien en ho gwiskamant, gant an trompillou, hag al Levited, mab Asaf, gant ho simbalou, evit meuli an Aotrou hervez lakedigez David, roue Israel. 11 Hag en eur veuli ha gwelia an Aotrou en em respountent evelhen : Rag mad eo, rag he drugarez a bad da viken var Israel ! Hag an holl bobl a loske kriadennou bras a joa, en eur veuli an Aotrou, dre ma lakeat diazez ti an Aotrou. 12 Mes kals euz ar sakrifierien hag euz al Levited, ha chefou tadou, pere a oa oajet, ha pere ho doa gwelet an c’henta ti var he ziazez, euz en em diskwez an

409