Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/413

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 35.

miret gir an Aotrou, evit ober hervez kement a zo skrivet el levr se.

22 Hilkija har ar re hanvet gant ar roue a ieaz da gaout Hulda, ar brofedez, greg Shallum, mab Tokhath, mab Hasra, diwaller an dillad. Choum a rea en jerusalem, en eilved kartier ; hag e komzjont dezhi evel-se. 23 Hag hi a respountaz dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Livirit d’an den hen deuz ho tigaset d’am c’haout : 24 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Setu, ez an da zigas eun drouk var al lec’h ma ha var he zud, an holl valloziou pere a zo skrivet el levr a zo bet lennet dirag roue Juda. 25 Abalamour ma ho deuz dilezet ac’hanoun, ha ma ho deuz kinniget ezans da zoueou all, evit koleri ac’hanoun dre holl oberou ho daouarn, va c’holer a zo en em skuliet var al lec’h ma, ha ne vezo ket mouget. 26 Mes divarben roue Juda, pehini en deuz digaset ac’hanoc’h da guzuli an Aotrou, c’hwi a lavaro dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel divarben ar c’homzou ec’h eus klevet : 27 Abalamour ma eo bet touchet da galoun, ha ma out en em humiliet dirag Doue, pa ec’h euz klevet he gomzou a enep al lec’h ma hag a enep he dud ; abalamour ma out en em humiliet dirazoun, Me ive, Em euz klevet, a lavar an Aotrou. 28 Setu, ez an da zastum ac’hanout gant da dadou, hag e vezi dastumet en peoc’h ez beziou, ha da zaoulagad na welfont ket an holl drouk ez an da lakaat da zont var al lec’h ma ha var he zud. Hag e lavarjont ar gomz ze d’ar roue.

29 Neuze ar roue a gasaz da zastum holl re ansien Juda ha Jerusalem. 30 Hag ar roue a biniaz da di an Aotrou gant holl dud Juda, ha tud Jerusalem, ar sakrifierien hag al Levited, hag an holl bopl, adaleg ar brasa bete ar bihana ; hag e oe lennet dirazhei holl gomzou levr ar gonvenans, pehini a oa bet kavet en ti an Aotrou. 31 Hag ar roue en em dalc’haz en he za en he blas ; hag e reaz konvenans dirag an Aotrou, o prometi c’heul an Aotrou ha miret he c’hourc’hemennou, he desteniou hag he lezennou, euz a greiz he galoun hag euz he holl ine, o pratika komzou ar gonvenans skrivet el levr ze. 32 Hag e lakeaz da gaout ze mad ar re holl a oa en Jerusalem hag en Benjamin ; ha tud Jerusalem a reaz hervez konvenans Doue, Doue ho zadou. 33 Josiaz a lamaz eta, euz an holl vroiou a oa da vugale Israel, an holl draou euzuz ; hag e reaz d’ar re holl en em gave en Israel servicha an Aotrou ho Doue. Enpad he vuez, n’en em distrojont ket euz an Aotrou, Doue ho zadou.


35 Ha Josiaz a selebraz pask an Aotrou, en Jerusalem, hag e oe immolet ar pask, ar bevarzekved deiz euz ar c’henta mis. 2 Hag e lekeaz ar sakrifierien en ho c’hargou, hag e c’hankourajaz anezhei da servich ti an Aotrou. 3 Lavaret a reaz ive d’al Levited pere a gelenne Israel holl, ha pere a oa kensagret d’an Aotrou : Likit an arc’h santel en ti hen deuz Salomon, mab David, roue Israel, savet. N’hoc’h euz ken da zougen anezhei var ho skoaz ; brema, servichet an Aotrou, ho Toue, hag he bobl Israel. 4 En em delc’het prest, hervez tier ho tadou, hervez ho lodennou, hervez skrid David, roue Israel, hag hervez skrid Salomon, he vab ; 5 en em delc’het er santuar, hervez renkou tier ho tadou, evit ho preudeur, bugale ar bobl, hag hervez partach ti tadou al Levited. 6 Immolet ar pask, en em santifiet, ha kempennet anezhan evit ho preudeur, oc’h ober hervez ar gomz Hen deuz an Aotrou diskleriet dre Voizez. 7 Ha, Joziaz a reaz da dud ar bobl, ha d’ar re holl a oa eno, eur prof a loaned munud, en oaned hag en gavrigou, en niver a dregont mil, an holl evit ober ar pask, ha tri mil ijen ; ar re ze a oe kemeret var madou ar roue. 8 Hag he chefou a reaz eur prof a volonte vad d’ar bobl, d’ar sakrifierien ha d’al Levited. Hilkija, Zakari, ha Jehiel, prinsed ti Doue, a roaz d’ar sakrifierien, evit ober ar pask, daou vil c’hwec’h kant oan ha tri c’hant ijen. 9 Konania, Shomaja, ha Nathanael, he vreudeur, hag Ashabia, Jeiel ha Jozabad, chefou al Levited, a ginnigaz pemp mil oan d’al Levited evit ober ar pask, ha pemp kant ijen.

10 Ar servich o veza kempennet, ar sakrifierien en em dalc’haz en ho flasou kenkoulz hag al Levited hervez ho renkou, hervez gourc’hemen ar roue. 11 Goude e oe immolet ar pask ; hag ar sakrifierien a skuliaz ar goad digemeret gant daouarn al Levited, hag al Levited a zispenne ar viktimou. 12 Lakaat a rejont a du ar sakrifisou-

405