Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/411

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 33.

Doue hen doa roet dezhan pinvidigezou bras. 30 Hen oe, Ezekiaz, an hini a stoufaz an issuen huela eur doureier Guihon, hag a renaz anezhei eeün d’an traoun, entrezek kusheol kear David.

31 Evel se Ezekiaz a zeue a ben euz kement a rea. Koulskoude, pa gasas chefou roue Babilon kannaded entrezek ennhan evit klevet divarben ar burzud a oa en em gavet er vro, Doue a zilezaz anezhan evit he eprouvi, abalamour da anaout kement a oa en he galoun.

32 Divarben an nemorantd euz a oberou Ezekiaz, hag he oeuvrou a biete, setu, ze a zo skrivet en gwelidigez Ezaï, ar profed, mab Amots, en levr rouane Juda, hag Israel. 33 Goude Ezekiaz en em gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet en huela euz a veziou mibien David ; Juda holl hag holl dud Jerusalem a rentaz enor dezhan en he varo ; ha Manasse, he vab, a renaz en he blas.


33 MANASSE a oa oajet a zaouzek vloaz pa zeuaz da roue, hag e renaz pemp bloaz hag hanter kant en Jerusalem. 2 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, hervez euzusted ar broadou hen deuz an Aotrou kaset kwit dirag bugale Israel. 3 Adsevel a reaz al lec’hiou huel hen doa Ezekiaz, he dad, diskaret, sevel a reaz aoteriou d’ar Baaled, ober a reaz skeudennou da Ashera, hag en em stouaz dirag holl arme an envou hag e servichaz anezhei. 4 Sevel a reaz ive aoteriou en ti an Aotrou, euz a behini an Aotrou Hen doa lavaret : Va hano a vezo en Jerusalem da viken. 5 Sevel a reaz aoteriou da holl arme an envou, en diou leur euz ti an Aotrou. 6 Lakaat a reaz he vibien da dremen dre an tan en traounien mab Hinnom ; ober a rea ar maji, ar strobinellerez hag an oguriou ; lakaat a reazz sstrobinellerien ha divinerien. Ober a reaz ouc’h-penn ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, evit he goleri. 7 Lakaat a reaz eun imach kizellet, eun idol hen doa groet, en ti Doue, euz a behini Doue Hen doa lavaret da Zavid ha da Salomon, he vab : Lakaat a rin da viken va hano en ti ma hag en Jerusalem, pehini Em euz choazet a douez holl bobladou Israel ; 8 ha ne lakain ken Israel da vont er meaz euz an douar em euz roet d’ho zadou, gant ma kemerfont hepken evez da ober kement em euz gourc’hemennet dezhei, hervez an holl lezen, ar reoliou hag an urzou merket gant Moizez. 9 Manasse a reaz eta ma en em diankaz Juda ha tud Jerusalem, beteg ober gwasoc’h evit ar broadou ho doa an Aotrou distrujet dirag bugale Israel. 10 Hag an Aotrou a gomzaz da Vanasse ha d’he bobl ; mes na fellaz ket dezhei klevet.

11 Neuze an Aotrou a lekeaz da zont a enep dezhei chefou arme roue an Assiried, pere a lekeaz Manasse en houarn ; eren a rejont anezhan euz eur chaden arem doubl, hag e tigaschont anezhan da Vabilon.

12 Ha pa oe en ankroez, e c’halvaz an Aotrou, he Zoue, hag en em humiliaz kalz dirag Doue he dadou. 13 Ober a reaz pedennou dezhan, ha Doue a oe touchet gant he beden, hag a zelaouez he c’houlen ; hag e lakeaz anezhan da zistrei da Jerusalem, en he rouantelez ; ha Manasse a anavezaz penaoz eo an Aotrou a zo Doue.

14 Goude ze, e savaz eur voger a ziaveaz da gear David, er c’husheol, entreze Guihon, en draounien, bete digor dor ar Pesked ; hag e troiaz Ofel, hag e roaz dezhi eun huelded vras ; lakaat a reaz ive chefou arme en holl geariou krenv Juda. 15 Lemel a reaz euz a di an Aotrou an doueou diaveziad, hag an idol, hag an holl aoteriou hen doa savet var menez ti an Aotrou hag en Jerusalem ; hag e taolaz anezhei er meaz euz a gear.

16 Goude ec’h adsavaz aoter an Aotrou, hag e kinnigaz varnezhi sakrifisou a beoc’h hag a veulodiou ; hag e c’hourc’hemennaz da Juda servichi an Aotrou, Doue Israel. 17 Koulskoude ar bobl a sakrifie c’hoaz el lec’hiou huel, mes hepken d’an Aotrou, he Zoue.

18 An nemorant euz a oberou Manasse, he beden d’he Zoue, ha komzou ar Welerien pere a gomze dezhan en hano an Aotrou, Doue Israel, setu, kement se a zo skrivet en aktou rouane Israel. 19 He beden, ha penaoz e oe touchet Doue, he bec’hed holl hag he zizlealded, ar plasou en pere hen doa savet lec’hiou huel, ha dresset skeudennou da Ashera hag imachou kizellet, araog ma en em humiliaz, setu kement se a zo skrivet en komzou ar Gwelerien. 20 Goude Manasse a gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet en he di ; hag Amon, he vab, a renaz en he blas.

403