Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/40

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

breudeur Dina, pep hini he gleze ha ma en em daoljont var ar gear en peoc’h hag e lazjont an holl vared. 26 Lazan a rejont gant barven ar c’hleze Hamor ha Sichem e vab, hag e kemerjont Dina euz ti Sichem, hag ez ejont kuit.

27 Mibien Jakob en em daolaz var ar re vlonset hag a breizaz kêr dre ma oa bet dizenoret o c’hoar.

28 Kemer a rejont o denved, o ejened hag o ezen, ar pez a oa e kêr hag er parkeier,

29 preizan ha degaz a rejont ganto an holl vadou, o holl vugale vihan hag o gwragez ha kement a oa en tiez.

30 Neuze Jakob a lavaraz da Simeon ha da Levi : Trubuilhet hoc’h euz ac’hanon, o vezan ma’m lakait e brud fall e-touez tud ar vro, e-touez ar Gananeiz hag ar Ferezianed. Ne’m euz nemet eun niver bihan a dud, en em vodan a raint a-enep din hag e skoint ac’hanon hag e vin distrujet, me ha va zi.

31 Respont a rejont : Hag eur c’hast a vezo groet euz hor c’hoar ?

35 Ha Doue a lavaraz da Jakob : Sav-te, pign da Vethel ha choum eno, ha gra eno eun aoter d’an Doue en em diskwezaz d’id pa dec’hez dirag Ezaü da vreur.

2 Jakob a lavaraz d’e diegez ha d’ar re holl a oa gantan : Lamit an doueou estren diouz ho touez, en em c’hlanait ha chenchit ho tilhad,

3 hag e savimp, hag e pignimp da Vetel, hag e raimp eno eun aoter d’an Doue en deus respontet din da zeiz va enkrez hag a zo bet ganin e-pad va beaj.

4 Neuze e rojont da Jakob an holl zoueou estren o doa, hag ar gwalinier a oa ouz o divskouarn. Jakob a zouaraz anezhei didan an derven a oa e-kichen Sichem.

5 Goude-se ez ejont kuit. Doue a skoaz a spont ar c’hêriou a oa en-dro dezo ha n’ejont ket war-lerc’h mibien Jakob.

6 Jakob a zeuaz da Luz, a zo Betel, e bro Ganaan, en hag an holl bobl a oa gantan.

7 Sevel a reaz eno eun aoter hag e c’halvaz al lec’h-se El-Betel (= Doue euz ti Doue), rag eno eo e oa Doue en em ziskouezet dezhan pa dec’he dirak e vreur.

8 Debora, magerez Rebeka, a varvaz hag a voe sebeliet izeloc’h eget Betel didan an derven a c’halver Allon-Bakuth (= derven an daerou).

9 Doue en em ziskouezaz c’hoaz da Jakob pa oa deuet euz Paddan-Aram hag a vennigaz anezhan.

10 Doue a lavaraz : Da hano a zo Jakob ; ne vi ken galvet Jakob mes Israel a vezo da hano. Hag e roaz dezhan an hano Israel.

11 Doue a lavaraz : Me eo an Doue holl-c’halloudek. Bez frouezus ha kresk ; eur vroad ha zoken eun engroez a vroadou a c’hano diouzit, rouaned a zeuio diouz da lounezi.

12 Me a roio dit ar vro am euz roet da Abraham ha da Izaak, hag e roin ar vro-man da’z lignez var da lerc’h.

13 Doue a yeaz kuit digantan euz al leac’h m’en doa komzet outhan.

14 Jakob a savaz eur peul e-leac’h m’en doa komzet outhan, eur peul-mean, hag e skuilhaz eun evaj-kinnig warnan, hag e skuilhaz eoul warnan.

15 Jakob a c’halvaz al leac’h m’en doa komzet outhan Doue : Betel.

16 Mont a rejont kuit euz Betel, hag e oa c’hoaz eur pennad-hent evit erruout en Efrata pa c’hanaz Rachel. Hag he doe kalz a boan da wilioudin.

17 Evel m’he doa kalz a boan o wilioudin, an amiegez a lavaraz : Na’z pez ket aon, rag c’hoaz ec’h euz eur mab.

18 Evel ma roe hec’h ene, rag mervel a reaz, e c’halvaz anezhan Ben-Oni (= mab ar glac’har), mes e dad e c’halvaz Benjamin (= mab euz an tu dehou).

19 Rachel a varvaz eta ; ha sebeliet e oe var hent Efrata, a zo Betlehem (= ti ar bara).

20 Jakob a savaz eno eur peul var he bez. Peul bez Rachel eo, ha chomet eo c’hoaz betek hiziv.

21 Israel a yeaz kuit hag a fichaz e delten en tu all da Vigdal-Eder (= tour an tropell).

22 E-pad ma voe Israel o chom er vro-se, e c’hoarvezaz ma yeaz Ruben da gousket gant Bilha adwreg e dad. Israel a glevas-se. Jakob hen doa daouzek mab.

23 Mibien Lea : Ruben, kenta-ganet euz Jakob, Simeon, Levi, Isakar ha Zabulon.

24 Mibien Rachel : Jozef ha Benjamin.

25 Mibien Bilha matez Rachel : Dan ha Neftali.

26 Mibien Zilpa matez Lea : Gad hag Aser. Ar re-se eo mibien Jakob, a c’hanaz dezhan e Paddan-Aram.

27 Ha Jakob a zeuaz entrezek Izaak he dad, da Vamre, da Girjath-Arba, pehini eo Hebron, en peleac’h o doa choumet Abraham hag Izaak.