Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/39

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

tener, ha bec’hiet oun a zenved hag a zaout pere a ro da zena ; ma vefent kaset re vuhan, an holl dropel a varvfe. 14 Ra dremeno va Aotrou, me az ped, a-raok e servijer. Me a yelo gwall c’houstadik diouz paz ar chatal a zo dirazon ha diouz paz ar vugale, betek m’en em gavin e ti va Aotrou e Seir.

15 Ezaü a lavaraz : Me az ped ma lakain da chom ganit unan bennak euz an dud a zo ganin. Respont a reaz : Perak-se ? Ra gavin trugarez dirak daoulagad va Aotrou !

16 Ezaü a zistroaz en deiz-se dre e hent da Seir.

17 Jakob a yeaz war-zu Sukkod. Sevel a reaz eun ti evitan ha lochou evit e chatal. Setu perak ec’h anvaz al lec’h-se Sukkod (= lochou).

18 Jakob, o tont euz Paddan-Aram, a erruaz yac’h ha mad e kêr Sichem e bro Ganaan, hag e kampaz dirak kêr.

19 Prenan a reaz eno al lodenn-bark hen doa savet e delten ennhi euz dorn mibien Hamor tad Sichem, evit kant pez arc’hant.

20 Sevel a reaz eno eun aoter hag e c’halvaz anezi El-Elohe-Israel (= Doue eo Doue Israel).

34 Dina, ar verc’h he doa ganet Lea da Jakob, a yeaz er-meaz da welout merc’hed ar vro.

2 Sichem mab Hamor an Hevian, prins ar vro, he gwelaz hag he c’hemeraz. Hag e kouskaz ganti hag he dizenoraz.

3 E ine en em stagaz ouz Dina merc’h Jakob, hag e karaz anezi hag e komzaz ouz kalon ar plac’h yaouank.

4 Sichem a gomzaz da Hamor e dad hag a lavaraz : Ro din ar plac’h yaouank-se da wreg.

5 Jakob a anavezaz penaos hen doa dizenoret Dina e verc’h, mes e vibien a oa er parkeier gant al loened, ha Jakob ne lavaraz ger betek o distro.

6 Hamor tad Sichem a zeuaz da gomz ouz Jakob.

7 Mibien Jakob a zistroaz euz ar parkeier pa glevjont kement-se. Ar re-man a voe gwall c’hlac’haret ha droug enno euz an dra vezus hen doa groet Sichem da Israel o kousket gant merc’h Jakob, ar pez ne oa ket d’ober.

8 Hamor a gomzaz outo, o lavarout : ine Sichem va mab a zo en em staget ouz ho merc’h, roit hi dezhan, me ho ped, da wreg.

9 En em unanit ganeomp, rein a reot deomp ho merc’hed hag e kemerot hor merc’hed evidoc’h.

10 Chom a reot ganeomp hag ar vro a vezo deoc’h. Chomit enni, gwerzit ha prenit madou.

11 Sichem a lavaraz da dad ha da vreudeur Dina : Ra gavin trugarez dirak ho taoulagad hag e roin ar pez a lavarot din.

12 Goulennit diganin eun douar braz ha kalz a brofou, hag e roin deoc’h evel ma lavarot din, mes roit din ar plac’h yaouank da wreg.

13 Mibien Jakob a respontaz gant touellerez da Sichem ha da Hamor e dad. Komz a rejont evel-hen dre m’en doa dizenoret Dina o c’hoar.

14 Lavarout a rejont : eun dra eo na c’hellomp ket ober, rein hor c’hoar d’un den diamdroc’h, rag kement-se a vefe eur vez evidomp.

15 Ne roimp ket ar pez a c’houlennit diouzimp, nemet e teufec’h da vezan henvel ouzimp oc’h amdroc’han pep par en ho touez.

16 Neuze e roimp deoc’h hor merc’hed hag e kemerimp ho merc’hed evidomp, hag e chomimp ganeoc’h hag e vimp eur bobl hepken.

17 mes ma ne fell ket deoc’h selaou ouzimp ha beza amdroc’het, e kemerimp hor merc’h hag ez aimp kuit.

18 O c’homzou a blijaz da Hamor ha da Sichem mab Hamor.

19 An den yaouank ne zaleaz ket da ober kement-se, rag merc’h Jakob a blije dezhan. En a oa an hini uhelan e ti e dad.

20 Hamor ha Sichem e vab a zeuaz eta da zor o c’hêr hag a gomzaz ouz tud kêr, o lavarout :

21 An dud-se a zo peoc’hius en hor c’henver, ra chomint er vro ha ra genwerzint enni. Setu, ar vro a zo braz a-walc’h evito. Kemer a raimp o merc’hed evel gwragez hag e roimp dezo hor merc’hed.

22 mes ne asanto an dud-se da chom ganeomp da vezan eur bobl hepken, nemet e vefe amdroc’het pep par en hon touez evel ma’z int amdroc’het o-unan.

23 O chatal hag o madou hag o holl loened, ha ne vint ket deomp ? Asantomp ganto war-se hepken, ha ra chomint ganeomp.

24 Ar re holl a yae er-meaz dre zor kêr a sentaz ouz Hamor hag ouz Sichem e vab, ha pep par a yae dre zor kêr a voe amdroc’het.

25 Hag e c’hoarvezaz d’an trede deiz, pa oant er boan, ma kemeraz daou euz a vibien Jakob, Simeon ha Levi