Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/38

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

13 Hag e tremenaz an noz el leac’h-se, hag e kemeraz euz ar pez a zeuaz en e zorn evit ober eur prof da Ezaü, he vreur : 14 daou c’hant gavr hag ugent bouc’h, daou c’hant danvadez hag ugent maout, 15 tregont chamo pere a roe da zena, gant o re vihan, daou-ugent buoc’h ha dek kolle, ugent azenez ha dek azen yaouank.

16 O lakaat a reaz etre daouarn e servijerien, pep tropell an eil goude egile, hag e lavaraz d’e servijerien : Tremenit a-raok din ha lakait eur pennad etre eur vanden hag eben.

17 Neuze e c’hourc’hemennaz d’an hini kenta, o lavarout : Pa en em gavo Ezaü va breur ganit ha pa c’houlenno ouzit : Da biv out ? Da beleac’h emaout o vont ? Da biv eo ar pez a zo dirazout ?

18 Lavarout a ri : Da’z servijer Jakob. eur prof eo, a gaz da Ezaü va Aotrou, ha setu e teu e-unan var hol lerc’h.

19 Rein a reaz an hevelep urz d’an eil ha d’an trede, ha d’ar re holl a yae war-lerc’h an tropellou, o lavarout : Evel-se e komzot pa en em gavot gant Ezaü :

20 Lavarout a reot : Setu, da servijer Jakob a zeu var hol lerc’h. rag lavarout a rae : Dousaat a rin anezhan gant ar prof a ya dirazon, ha goude-se e welin e zremm, marteze e tegemero ac’hanon en eun doare trugarezus.

21 Ar prof a dremenaz eta dirazan, mes en a chomaz er c’hamp e-pad an noz.

22 Sevel a reaz en noz-se hag e kemeraz e ziv wreg, e ziv vatez hag e unnek mab, hag e tremenaz roudouz Jabok.

23 O c’hemer a reaz eta hag o lakeaz da dremen ar froud. Lakaat a reaz ivez da dremen ar pez en doa.

24 Jakob a chomaz e-unan. Hag eun den a c’hourenaz gantan betek sav goulou-deiz.

25 Pa welaz an den ne c’helle ket en trec’hin, e skoaz var bleg e vorzed, ha pleg morzed Jakob a voe dilec’hiet e-pad ma c’hourenaz gantan.

26 Lavarout a reaz : Lez ac’hanon da vont, rag goulou deiz a zo deuet. Hag en a lavaraz : Ne lezin ket ac’hanout da vont ken na’z po va benniget.

27 Lavarout a reaz : Petore hano ac’h euz ? Hag en a lavaraz : Jakob.

28 Lavarout a reaz : Da hano ne vo ken Jakob mes Israel (= an hini a c’hourenaz gant Doue). rag gourenet ec’h euz gant Doue ha gant tud, ha trec’het ec’h eus.

29 Jakob a reaz goulennou outhan, o lavarout : Desk din da hano, me az ped. Respont a reaz : Perak e c’houlennez va hano ? Hag e vennigaz anezhan eno.

30 Jakob a c’halvaz al lec’h-se Peniel (= dremm Doue), rag lavarout a reaz : Gwelet em euz Doue dremm ouz dremm ha va ine a zo bet saveteet.

31 Pa voe tremenet gantan Peniel, an heol a savaz warnan, hag e kamme diouz e vorzed.

32 Setu perak, betek hiziv, mibien Israel ne zebront ket nerven ar vorzed, an hini a zo var bleg ar vorzed, dre ma voe skoet pleg morzed Jakob e nerven ar vorzed.

33 Jakob a savaz e zaoulagad hag a sellaz. Ha setu, Ezaü a zeue, ha pevar c’hant den gantan. Neuze e lodennaz ar vugale etre Lea, Rachel, hag an diou vatez.

2 Lakaat a reaz ar mitizien gant o bugale da genta, Lea gant he bugale da c’houde, Rachel gant Jozef er renk diwezan.

3 En e-unan a dremenaz a-raok dezo hag a stouaz d’an douar seiz gwech betek ma voe tostaet ouz e vreur.

4 Ezaü a redaz a-raok dezhan hag a vriataz anezhan, en em daolaz d’e c’houzoug hag a bokaz dezhan, hag e oueljont.

5 Neuze e savaz e zaoulagad hag e welaz ar gwragez hag ar vugale, hag e lavaraz : piou ac’h euz aze ? Respont a reaz : Ar vugale en deus roet Doue da’z servijer.

6 Ar mitizien a dostaaz, int hag o bugale, hag e stoujont.

7 Lea ivez a dostaaz gant he bugale, hag e stoujont. Ha da c’houde Jozef ha Rachel a dostaaz, hag e stoujont.

8 Ezaü a lavaraz : Petra a fell dit ober gant an holl vandenn-se a zo en em gavet ganin ? Respont a reaz : Evit kavout trugarez dirak daoulagad va Aotrou.

9 Ezaü a lavaraz : Emaon er founusted, va breur, mir ar pez a zo dit.

10 Jakob a respontaz : Nann, da bedin a ran, mar em euz kavet trugarez dirak da zaoulagad, degemer va frof euz va dorn, peogwir em euz gwelet da zremm evel ma weler dremm Doue, hag ec’h euz va degemeret gant truez.

11 Kemer, me az ped, va frof a zo bet kinniget dit, rag Doue en deus va leuniet a c’hrasou hag em euz a gement zo. Kement e talc’haz warnan ken en kemeraz.

12 Hag Ezaü a lavaraz : Deomp, baleomp hag e valeo dirazout.

13 Ha Jakob a lavaraz : Va mestr a oar penaoz ar vugale a zo