Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/37

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

varnfont etrezomp hon daou. 38 Setu ez oun bet ugent vloaz ganez ; da zenvedezed ha da c’hivri n’o deuz ket diforc’het ; ha ne’m euz ket debret maouted euz da dropellou.

39 Ne’m euz ket degaset dit loen diframmet ebet, va-unan am euz gouzanvet ar c’holl anezi. euz va dorn e c’houlennes ar pez laeret en deiz hag ar pez laeret en noz.

40 Debret e oan gant ar sec’hded e-pad an deiz ha gant ar yenijen e-pad an noz, hag ar c’housk a bellae euz va zaoulagad.

41 Setu ez on bet ugent vloaz e-barz da di. Da servijet em euz pevarzek vloaz evit da ziv verc’h ha c’hwec’h vloaz evit da loened, hag ec’h euz chenchet dek gwech va gopr.

42 Ma ne vije ket bet em zu Doue va zad, Doue Abraham, an hini a zouj Jakob, ez pije brema va c’haset kuit dibourvez. Doue en deus sellet ouz va glac’har ha labour va daouarn, hag en deus da rebechet en noz tremenet.

43 Laban a respontaz hag a lavaraz da Jakob : Ar merc’hed-se eo va merc’hed, ar vugale-se eo va bugale, an tropellou-se eo va zropellou, ha kement a welez a zo din. Ha petra a rin hiziv da’m merc’hed, pe d’ar vugale o deus ganet ?

44 brema eta deus, greomp eun emglev a-unvan, ha ra servijo da desteni etrezon-me ha te.

45 Jakob a gemeraz eur mean hag en lakeaz en e sav evel eur peul.

46 Jakob a lavaraz d’e vreudeur : Dastumit mein. Kemer a rejont mein d’ober eur bern hag e tebrjont eno var ar bern.

47 Laban en galvaz Jegar-Sahaduta (= bern an testeni en aramaeg) ha Jakob en galvaz Galeed (= bern an testeni en hebraeg).

48 Laban a lavaraz : Ar bern-se a zo eun testeni etrezon-me ha te hiziv. Setu perak e oe hanvet Galeed,

49 hag ivez Mizpa (= lec’h-evezian), dre ma lavaraz Laban : Ra eveshaio an Aotrou etrezon-me ha te pa vimp en em dennet an eil digant egile.

50 Mar gwallgasez va merc’hed ha mar kemerez gwragez all nemet va merc’hed, setu, n’eus den ganeomp mes Doue a vezo test etrezon-me ha te !

51 Laban a lavaraz da Jakob : Setu ar bern-man ha setu ar peul-man am euz savet etrezon-me ha te.

52 Ar bern-se a zo test, ar peul-se a zo test, penaos ne dremenin ket ar bern-se etrezek ennout ha penaos ne dremeni ket ar bern hag ar peul-se etrezek ennon evit noazout an eil d’egile.

53 Ra varno etrezomp Doue Abraham, Doue Nakor, Doue o zad ! Jakob a douaz dre an Hini a zouje Izaak e dad.

54 Jakob a ginnigaz eun aberz var ar menez hag a bedaz e vreudeur da zibri bara. dibri a rejont eta bara hag e tremenjont an noz var ar menez.

55 Laban a savaz beure-mat, a bokaz d’e vibien ha d’e verc’hed hag o bennigaz, hag ez eaz. Evel-se, Laban a zistroaz d’ar gêr.

32 Jakob a gendalc’haz e hent hag aeled Doue en em gavaz gantan.

2 P’en doa gwelet anezhei, Jakob a lavaraz : Kamp Doue eo ! Hag e c’halvaz al lec’h-se Mahanaim (= an daou gamp).

3 Jakob a gasaz kannaded a-raok dezhan war-zu Ezaü e vreur, da vro Seir, var vaeziou Edom.

4 Gourc’hemen a reaz dezo, o lavarout : Komz a reot evel-hen ouz Ezaü va Aotrou : Setu ar pez a lavar da servijer Jakob : Chomet on e ti Laban hag on bet eno betek brema.

5 Bez’ em euz ejened, ezen, denved, mevelien ha mitizien, hag e kasan d’hen diskleria da’m Aotrou evit ma kavin trugarez dirak da zaoulagad.

6 Ar gannaded a zistroaz da gavout Jakob hag a lavaraz : Aet omp da gavout da vreur Ezaü, hag e kerz war-arben dit gant pevar c’hant den.

7 Jakob a oa spontet braz ha leuniet a enkrez. Neuze e lodennaz ar bobl a oa gantan, an denved, an ejened hag ar c’hanvaled e diou vanden,

8 hag e lavaraz : Mar sko Ezaü unan euz ar bandennou, ar vanden a chomo a c’hello tec’hel kuit.

9 Jakob a lavaraz : O Doue va zad Abraham ha Doue va zad Izaak, Aotrou, te hag ac’h euz lavaret din : Distro da’z pro hag etrezek da gerentiez, hag e vin mad ez kenver !

10 Re vihan on evit an holl vadeleziou hag an holl fealded ac’h euz diskouezet e-kenver da servijer, rag treuzet em euz ar Jordan-man gant va baz ha brema e ran diou vanden.

11 Me az ped, salv ac’hanon euz dorn va breur, euz dorn Ezaü ! rag aon am euz na zeufe ha na skofe ac’hanon, hag ar vam gant ar vugale. 12 Koulskoude, Te Ec’h euz lavaret : A-dra-zur, Me a raio vad d’id hag E lakain da lignez da zont da veza evel traez ar mor, pehini na c’heller ket kontan abalamour d’he niver braz.