Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/36

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

chanchet dek gweach va gopr ; mes Doue n’Hen deuz ket e lezet da ober droug d’in. 8 Pa lavare evel-se : Ar re vriz a vezo da c’hopr, an holl zenved a rae oaned briz. Ha pa lavare evel-se : Ar re varrennet a vezo da c’hopr, an holl zenved a rae oaned barrennet.

9 Doue en deus kemeret loened ho tad evit o rein din.

10 Hag e c’hoarvezaz d’ar mare ma teue an denved da domman, ma savis va zaoulagad hag e welis en eun hunvre penaos ar bouc’hed a c’holoe an denved a oa barrennet, briz ha marellet.

11 Ael Doue a lavaraz din en eun hunvre : Jakob ! Hag e respontis : Setu-me aman !

12 Lavarout a reaz : Sav da zaoulagad ha sell : an holl vouc’hed a c’holo an denved a zo barrennet, briz ha marellet, rag gwelet em euz ar pez a ra Laban dit.

13 Me eo Doue Betel ; olevet ec’h euz eno eur peul ha groet din eur gouestl. brema, sav, kae euz ar vro-man ha distro da vro da gerentiez.

14 Rachel ha Lea a respontaz hag a lavaraz : Ha bez’ ez euz c’hoaz evidomp eul lod pe eun hêrez e ti hon tad ?

15 Ha n’en deus ket hon istimet evel diavaezidi pa en deus hor gwerzet ha zoken debret hon arc’hant ?

16 An holl binvidigez en deus lamet Doue digant hon tad a zo deomp ha d’hor bugale. brema eta, gra kement en deus lavaret Doue dit.

17 Jakob a savaz hag a lakeaz e wragez hag e vugale da bignat var ar c’hanvaled.

18 Kaz a reaz gantan an holl loened hag an holl vadou hen doa dastumet, e loened e-unan hen doa dastumet e Paddan-Aram, evit mont da gavout Izaak e dad, da vro Ganaan.

19 Laban a oa aet da douzan e zenved ha Rachel a laeraz terafim he zad.

20 Jakob a douellaz Laban an Aramean, o tremen hep lavarout dezhan e c’hoantae tec’hout kuit.

21 Tec’hout a reaz eta kuit, en ha kement a oa dezhan. Sevel a reaz hag e tremenaz ar rivier, hag ez eaz war-zu Menez Galaad.

22 D’an trede deiz e oe lavaret da Laban e oa aet Jakob kuit.

23 Kemer a reaz e vreudeur gantan hag ez eaz var e lerc’h e-pad seiz devez bale, hag e tapaz anezhan e Menez Galaad.

24 mes Doue a zeuaz da gavout Laban an Aramean en eun hunvre en noz hag a lavaraz : Diwall da lavarout netra da Jakob, mad pe fall !

25 Laban eta a dapaz Jakob. Jakob hen doa fichet e delten var ar menez, Laban a fichaz e hini, gant e vreudeur, var Venez Galaad.

26 Laban a lavaraz da Jakob : Petra ac’h euz groet ? Touellet ec’h euz ac’hanon ha degaset ec’h euz va merc’hed evel prizonidi a vrezel.

27 Perak ez out aet kuit e kuz, ec’h euz va zouellet ha ne’c’h euz ket kemennet ac’hanon ? Ambrouget em bije ac’hanout gant levenez ha gant kanaouennou da son an taboulinig hag an delen.

28 Ne’c’h euz ket va lezet da bokat da’m mibien na da’m merc’hed ! groet ec’h euz kement-se gant follentez.

29 Me am euz em daouarn ar galloud d’ober droug deoc’h, mes Doue ho tad en deus lavaret din en noz tremenet : Diwall da lavarout netra da Jakob, mad pe fall !

30 brema ez out aet kuit abalamour ma c’hoantaes adkavout ti da dad, mes perak ec’h euz laeret va doueou ?

31 Jakob a respontaz hag a lavaraz da Laban : Aon am boa ennon va-unan na’z pije lamet da verc’hed diganin,

32 mes an hini a vezo kavet da zoueou gantan, ne vevo ket. Dirak hor breudeur, sell petra a zo dit em zi ha kemer ganit. Jakob ne ouie ket he doa o laeret Rachel.

33 Laban a yeaz e telten Jakob, e telten Lea hag e telten an diou vatez, ha n’o c’havaz ket. Neuze ez eaz kuit euz telten Lea hag ez eaz e telten Rachel.

34 Rachel he doa kemeret an terafim hag o lakaet e baz ar c’hanval, hag ec’h azezaz warno. Laban a furchaz an delten holl, ha n’o c’havaz ket.

35 Lavarout a reaz d’he zad : Ra ne fuloro ket va Aotrou, mes ne c’hellan ket sevel dirazout, rag bez’ em euz ar pez o deus ar gwragez ar c’hiz da gaout. Hag e klaskaz mes ne gavaz ket an terafim.

36 Jakob a yeaz droug ennhan hag a dabutaz gant Laban. Jakob a gemeraz ar gomz hag a lavaraz : Pehini eo va faot, pehini eo va fec’hed, evit ma ec’h euz va c’henredet gant kement a arder ? 37 Evit ma ec’h euz furchet va holl draou ? Petra ec’h euz kavet euz holl a draou da di ? Laka anezhei aman dirak va breudeur ha da vreudeur, ha ma