Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/357

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 23.

Atsalia, mab Meshullam, o lavarout dezhan : 4 Pin entrezek Hilkija, ar sakrifier bras, ha ma roio an arc’hant pehini a zo digaset da di an Aotrou, ha pehini ho deuz ar re a ziwall an treujou dastumet digant ar bobl. 5 Ma vezo lekeat entre daouarn ar re ho deuz ar garg euz al labour, ha pere a zo lekeat var di an Aotrou : ha ma rafont anezhan d’ar re pere a ra al labour pehini en em ra en ti an Aotrou, evit ficha an disoberou : 6 d’ar goaterien, d’an oberourien ha d’ar vasounerien, evit prena koad ha mein kizellet evit ficha an templ. 7 Mes ra na vezo ket groet dezhei renta kount euz an arc’hant a lekeat entre ho daouarn, rag ober a reont gant reizder.

8 Neuze Hilkija, ar sakrifier bras, a lavaraz da Safan, ar skrivanier : Kavet em euz levr al lezen en ti an Aotrou. Hag Hilkija a roaz al levr ze da Safan, pehini a lennaz anezhan. 9 Ha Safan, ar skrivanier, a zeuaz entrezeg ar roue hag a ziskleriaz dezhan, o lavarout : Da zervicherien ho deuz roet an arc’hant pehini a zo bet kavet en templ, hag ho deuz e lekeat entre daouarn ar re ho deuz ar garg euz al labour, ha pere a zo lekeat var di an Aotrou. 10 Safan, ar skrivanier, a ziskleriaz c’hoaz d’ar roue evelhen : Hilkija, ar sakrifier, hen deuz roet eul levr d’in. Ha Safan a lennaz anezhan dirag ar roue ; 11 hag adaleg ma hen doa ar roue klevet giriou levr al lezen, e rogaz he zillad. 12 Hag e roaz ar gourc’hemen ma d’ar sakrifier Hilkija, da Akikam, mab Safan, da Akbor, mab Mikaja, da Safan ar skrivanier, ha da Asaja, servicher ar roue : 13 It ha kuzuliet an Aotrou evidoun, evit ar bobl hag evit Juda holl, divarben giriou al levr a zo bet kavet. Rag koler an Aotrou, pehini a zo en em zavet a enep deomp, a zo bras, abalamour ma n’ho deuz ket sentet hon zadou euz komzou al levr ma, evit ober kement a zo rag skrivet ennhan.

14 Hag Hilkija, ar sakrifier, Akikam, Akbor, Safan hag Asaja a ieaz entrezeg Hulda, ar brofedez, greg Shalium, mirer an dillad, mab Thikva, mab Harhas, an hini a choume en Jerusalem en eilvet kartie ; hag e komzchont outhi. 15 Hag hi a lavaraz dezhei : Evelhen hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Livirit d’an den hen deuz ho tigaset d’am c’haout : 16 Evelhen e komz an Aotrou : Setu, ez an da lakaat drouk da zont var al lec’h ma ha var he dud, kement a zo lavaret el levr hen deuz lennet roue Juda. 17 Dre ma ho deuz va dilezet ha kinniget ezans da zoueou all, evit va c’holeri dre holl oberou ho daouarn, va c’holer a zo elumet a enep al lec’h ma, ha ne vougo ket. 18 Mes divarbenn roue Juda, pehini hen deuz ho digaset da guzuli an Aotrou, c’hwi a lavaro dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel, divarbenn ar c’homzou ec’h euz klevet : 19 Pa eo en em fromet da galoun, ha ma out en em izeleet dirag an Aotrou, pa ec’h euz klevet ar pez em euz diskleriet a enep al lec’h ma hag a enep he dud, ma vefont glac’haret ha milliget ; abalamour ma ec’h euz freuzet da zillad ha ma ec’h euz gwelet dirazoun me, me ive em euz klevet, a lavar an Aotrou. 20 Dre ze, setu, ez an da gemer ac’hanout gant da dadou, dastumet e vezi en peoc’h ez beziou, ha da zaoulagad na welfont ket an holl drouk ze pehini ez an da lakaat da zont var al lec’h ma. Hag e leverjont an traou ma d’ar roue.


23 Neuze ar roue a gasaz, hag a lekeaz dastum d’e gaout holl re ansien Juda ha Jerusalem. 2 Goude ar roue a biniaz da di an Aotrou, ha ganthan holl dud Juda, holl dud Jerusalem, ar sakrifierien, ar brofeded hag an holl bobl, adaleg ar bihana bete ar brasa. Hag e klevjont lenn holl c’hiriou levr ar gonvenans, pehini a oa kavet en ti an Aotrou. 3 Hag ar roue, euz en em derc’hel en kichen ar peul, a reaz konvenans dirag an Aotrou, da c’heul an Aotrou ha da viret he c’hourc’hemennou, he desteniou hag he lezennou, euz he holl galoun hag euz he holl ine, evit peur ober giriou ar gonvenans, skrivet el levr ze. Hag ar bobl holl a asantaz d’ar gonvenans se.

4 Neuze ar roue a c’hourc’hemennaz da Hilkija, ar sakrifier bras, ha da sakrifierien an eilved renk, ha d’ar re a ziwalle an treujou, tenna euz templ an Aotrou an holl draou pere a oa groet evit Baal hag evit Ashera hag evit holl arme an envou ; hag e tevaz anezhei er meaz euz a Jerusalem, en meazou Sedron, hag e kasaz al ludu anezhei da Vethel. 5 Diskar a reaz ive beleien an idolou 1akeat gant rouane Juda evit kinnig ezans el lec’hiou huel, dre geariou Juda hag endro da Jerusalem, hag

347