Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/356

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 22.

fall dirag daoulagad an Aotrou, hervez euzusted ar broadou Hen doa an Aotrou kaset kwit dirag bugale Israel. 3 Adsevel a reaz al lec’hiou huel pere hen doa Ezekiaz, he dad, distrujet ; sevel a reaz aoteriou da Vaal ; ober a reaz eur skeuden da Ashera, evel ma hen doa Akab, roue Israel, groet ; hag en em stoui a reaz dirag holl arme an envou, hag e servichaz anezhei. 4 Sevel a reaz zoken aoteriou en ti an Aotrou, a bere hen doa an Aotrou lavaret : En Jerusalem eo e lakain va hano. 5 Sevel a reaz aoteriou da holl arme an envou en diou leur euz a di an Aotrou. 6 Lakaat a reaz tremen he vab dre an tân ; ober a rea ar maji hag an divinadennou ; lakaat a reaz strobinellerien ha divinerien ; ober a reaz a vui en mui ar pez a oa fall dirag an Aotrou, evit he goleri. 7 Ha skeuden kizellet Ashera pehini hen doa groet, e lakeaz anezhan en ti a behini an Aotrou hen doa lavaret da Zavid ha da Salomon, he vab : En ti ma eo hag en Jerusalem, em euz choazet a douez holl bobladou Israel, e lakain va hano da virviken. 8 Ha ne lakain ken an Israelited da gerzet er meaz euz an douar em euz roet d’ho zadou, gant ma lakafont evez hep- ken da ober ha da viret ar pez holl em euz gourc’hemennet dezhei, holl lezen Moizez, va zervicher, pehini hen deuz gourc’hemennet dezhei miret. 9 Mes na zentchont ket ; ha Manasse ho diankaz, hag a reaz dezhei ober gwasoc’h evit ar broadou Hen doa an Aotrou distrujet dirag bugale Israel.

10 Neuze an Aotrou a gomzaz dre he zervicherien ar brofeded hag a lavaraz : 11 Abalamour ma hen deuz Manasse, roue Juda, groet eun henvelep sort euzusded, oc’h ober gwasoc’h evit kement ho deuz groet an Amoreed araog dezhan, ha ma hen deuz lakeat ive Juda da bec’hi dre he idolou ; 12 abalamour da ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Setu, me a ia da lakaat da zont var Jerusalem ha var Juda eun drouk kement ken piou benag a glevo komz outhan, an diouskouarn a dinto dezhan. 13 Asten a rin var Jerusalem korden Samari ha nivo ti Akab ; hag e netain Jerusalem evel eur plad pehini a netaer, ha pehini a ve troet var he fons goude ma ve netaet. 14 Hag e lezin an nemorant euz va heritach ; hag e lekein anezhei entre daouarn ho enebourien, hag e vefont en diwisk hag en preiz d’ho holl enebourien ; 15 abalamour ma ho deuz groet ar pez a zo fall dirazoun ha ma ho deuz va c’holeret, abaoe an deiz ma eo deuet ho zadou euz an Ejipt bete hirie.

16 Manasse a skuliaz ive ar goad didammal en niver bras, bete leunia Jerusalem adaleg eur penn bete eur penn all, en tu all d’ar pec’hed da behini a treinaz Juda oc’h ober ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou.

17 An nemorant euz oberiou Manasse, ha kement a reaz hag ar pec’hejou pere a reaz, kement se ha n’eo ket skrivet en levr Neventizou rouanez Juda ? 18 Ha Manasse en em gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet en jardin he di, en jardin Uzza. Hag Amon, he vab, a renaz en he blas.

19 AMON a oa oajet a zaou vloaz varnugent pa en em lekeaz da ren, hag e renaz daou vloaz en Jerusalem. He vam a oa Meshullemeth, merc’h Haruts, euz Jotba. 20 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, evel ma hen doa groet Manasse, he dad. 21 Heul a reaz an holl hent hen doa heuliet he dad ; servichi a reaz an idolou hen doa hen servichet, hag en em stouaz dirazhei. 22 Dilezel a reaz an Aotrou, Doue he dadou, ha ne valeaz ket en henchou an Aotrou. 23 Ha servicherien Amon a reaz eun dirolded a enep dezhan, hag a lazaz anezhan en he di. 24 Mes pobl ar vro a lekeaz d’ar maro ar re oll pere ho doa dirolet a enep ar roue Amon ; hag e oe lakeat Josias, he vab, da roue en he blas.

25 An nemorant euz a oberiou Amon, ar pez hen deuz groet, n’ema hen ket skrivet en Neventizou rouane Juda ? 26 Sebeliet e oa en he ve, en jardin Uzza ; ha Josias, he vab, a renaz en he blas.


22 JOSIAS a oa oajet a eiz vloaz pa zeuaz da roue, hag e renaz eur bloaz ha tregont en Jerusalem. He vam a oa Jedida, merc’h Adaja, euz Botskath. 2 Ober a reaz ar pez a zo eeün dirag daoulagad an Aotrou, bale a reaz en holl henchou David, he dad, ha na zistroaz outhei nag a zeou nag a dleiz.

3 Hag, en driwec’hved bloaz euz ar roue Josias, ar roue a gasaz da di an Aotrou Safan, ar Bkrivanier, mab

346