Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/355

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 21.

dezhi, ne zavo ket zouarennou a enep dezhi. 33 Distrei a reaz dre al lec’h ma oa deuet, ha n’ez aio ket er gear ze, a lavar an Aotrou. 34 Ha me a ziwallo ar gear ma evit he zavetaat, abalamour d’in hag abalamour da Zavid, va zervicher.

35 Hag, er memeuz noz se, eun êl abeurz an Aotrou a zeuaz hag a skoaz en kan ar Assiried kant pemp ha pevar-ugent mil den : ha, pa oent savet euz ar mintin, setu e oa dre holl korfou maro. 36 Ha Sankerib, roue an Assiried, a savaz he gan a ieaz kwit hag a zistroaz ; hag e choumaz en Niniv. 37 Hag evel ma oa stouet en ti Nisrok, he zoue, Adrammelek ha Sharetzer, he vibien, a skoaz anezhan gant ar c’hleze ; goude en em savetaez da vro Ararat. Hag Esarhaddon, he vab, a renaz en he blas.


20 En amzer ze, Ezekiaz a oe klanv d’ar maro ; hag ar profed Esaï, mab Amots, a deuaz d’he gaout, hag a lavaraz dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Laka urz en da di ; rag mont a rez da vervel, ha na vevi ket ken. 2 Neuze Ezekiaz a droaz he visach euz ar voger, hag a bedaz an Aotrou ; 3 hag e lavaraz : O Aotrou, az pez sonj em euz baleet dirazout gant reizder hag eeünder a galoun, hag em euz groet ar pez a zo deread d’az taoulagad ! Hag Ezekiaz a skuliaz kalz a zaerou.

4 Hag, Esaï ne oa ket c’hoaz eet pelloc’h evit kreiz kear, ma oe gir an Aotrou diskleriet dezhan er giriou ma : 5 Distro, ha lavar da Ezekiaz, rener ma fobl : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue David, da dad : Klevet em euz da beden ; gwelet em euz da zaerou. Setu, ez an da iac’haat ac’hanout. Aben tri deiz e pinii en ti an Aotrou. 6 Mont a ran da lakaat pemzek vloaz ez teveziou ; hag e telivrin ac’hanout, te hag ar gear ma, euz dorn roue an Assiri ; hag e tiwallin ar gear ma, abalamour d’in hag abalamour da Zavid, ma zervicher.

7 Goude Esaï a lavaraz : Kemeret eur bern fiziez. Hag e kemerjont anezhei, hag e lekejont anezhei var ar gouli ; hag ar roue a iac’haez. 8 Hag Ezekiaz hen doa lavaret da Esaï : Pehini eo ar zin e iac’hiao an Aotrou ac’hanoun, ha ma piniin en drede deiz da di an Aotrou ? 9 Hag Esaï, a respountaz : Kement ma a vezo d’id, eur zin abeurz an Aotrou ar gir Hen deuz diskleriet : Ar skeud ha mont a raio araog dek degre, pe dont a raio adre dek degre ? 10 Hag Ezekiaz a lavaraz : Nebeut a dra eo ma ez afe ar skeud dek degre araog ; nan, ma ez afe dek degre adren. 11 Hag Esaï, ar profed, a griaz d’an Aotrou, ma raje mont dek degre adren ar skeud, dre an degre ma oa diskennet var gadran Akaz.

12 En amzer ze, Berodak-Baladan, mab Baladan, roue Babilon, a gasaz lizerou gant eur prof da Ezekiaz, abalamour ma hen doa anavezet e oa bet klanv Ezekiaz. 13 Hag Ezekiaz, o veza roet odians d’ar gannaded, a ziskwezaz dezhei he denzor, an arc’hant, an aour, hag ar c’houez vad, hag an eol priziuz, he holl armou, ha kement holl en em gave en he denzoriou. Ne oe netra ha na ziskuezaz Ezekiaz dezhei en he di hag en he holl choumaj.

14 Goude ar profed Esaï a deuaz da gaout ar roue Ezekiaz, hag a lavaraz aezhan : Petra ho deuz lavaret an dud ze, hag a beleo’h int deuet d’az kaout ? Hag Ezekiaz a respountaz : Deuet int euz eur vro bell, euz Babilon. 15 Hag Esaï a lavaraz : Petra ho deuz gwelet en da di ? Ezekiaz a respountoz : Gwelet ho deuz kement a zo em zi. N’hen deuz netra em zenzoriou ha n’em befe diskwezet dezhi. 16 Neuze Esaï a lavaraz da Ezekiaz : Selaou gir an Aotrou : 17 Setu, an deizou a deuo en pere kement a zo en da di ha kement ho deuz dastumet da dadou en ho zenzoriou bete hirie, a vezo kaset da Vabilon. Ne vano netra a zemorant, a lavar an Aotrou. 18 Kemeret e vezo zoken euz da vibien pere a zo deuet ac’hanout hag az pezo anjandret, evit beza eunuked en palez roue Babilon. 19 Hag Ezekiaz a respountaz da Esaï : Gir an Aotrou, pehini ec’h euz diskleriet, a zo mad ! Hag e lavaraz c’hoaz : Na vezo ket a beoc’h hag a zurded enpad va deiziou ?

20 An nemorant euz a oberiou Ezekiaz, he holl vurzudou, penaoz e reaz ar rezervoar hag ar c’hân dre behini e lakeaz an doureier da vont en kear, kement se ha n’eo ket skrivet en levr Neventizou rouane Juda ? 21 Hag Ezekiaz en em gouskaz gant he dadou ; ha Manasse, he vab, a renaz en he blas.


21 MANASSE a oa oajet a zaouzek vloaz pa deuaz da roue, hag e renaz pemp bloaz hag hanter kant en Jerusalem. He vam a oa galvet Heftsiba. 2 Ober a reaz ar pez a zo

345