Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/333

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


EIL LEVR AR ROUANE.

1 GOUDE maro Akab, ar Voabited en em savaz a enep Israel. 2 Hag Akazia a gwezaz dre drill he gampr huel, en Samari, hag e oe klanv a gement se ; hag e kasaz kannaded, da bere e lavaraz : It, da guzuli Baal-Zebub, doue Ekron, evit anaout hag hen a savje euz ar c’hlenved se. 3 Mes êl an Aotrou a lavaraz da Eli, an Thishbit : Sav-te, pin dirag kannaded roue Samari, ha lavar dezhei : N’euz Doue ebet en Israel, ma ez it da guzuli Baal-Zebub, doue Ekron ? 4 Abalamour da ze, hen deuz lavaret an Aotrou evelhen : Na ziskenni ket divar an gwele var behini out piniet, mes a-dra-zur mervel a ri. Hag Eli a ieaz kwit.

5 Goude ar gannaded a zistroaz da gaout Akazia, pehini a lavaraz dezhei : Perag e tistroet-hu ? 6 Hag int a respountaz dezhan : Eun den a zo piniet dirazomp, hag hen deuz lavaret deomp : It, distroet da gaout ar roue pehini hen deuz ho kaset, ha livirit dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : N’euz Doue ebet on Israel, ma kesez da guzuli Baal-Zebub, doue Ekron ? Abalamour da ze, na ziskenni ket divar ar gwele var behini out piniet, mes mervel a ri a-dra-zur. 7 Neuze ar roue a lavaraz dezhei : Penaoz e oa an den ze pehini a zo piniet dirazoc’h ha pehini hen deuz lavaret deoc’h ar c’homzou ze ? 8 Hag int a lavaraz dezhan : Eun den gwisket gant bleo, hag o kaout eur c’houriz lear vardro d’he groazel. Hag hen a lavaraz : Eli, an Thishbit, eo.

9 Neuze e kasaz entrezeg ennhan eur c’habiten a hanter kant den, gant he hanter kant den, pehini a biniaz d’he gaout. Ha setu, Eli en em dalc’he var lein ar menez. Hag ar c’habiten a lavaraz dezhan : Den Doue, ar roue hen deuz lavaret ma tiskenni. 10 Mes Eli a respountaz, hag a lavaraz da gabiten an hanter kant den : Mar d’oun den Doue, ma tiskenno an tân euz an env ha ma kuzumo ac’hanout te, te ha da hanter kant den. Hag an tân a ziskennaz euz an envou hag he guzumaz, hen hag he hanter kant den.

11 Hag Akazia a gasaz de gaout c’hoaz eur c’habiten all a hanter kant den, gant he hanter kant den, pehini a gemeraz ar gomz hag a lavaraz dezhan : Den Doue, evelhen hen deuz lavaret ar roue : Hast buhan disken. 12 Mes Eli a respountaz hag a lavaraz dezhei : Mar d’oun me den Doue, ra ziskenno tân an envou ha ma kuzumo ac’hanout, te ha da hanter kant den. Ha tân Doue a ziskennaz euz an envou, hag a guzumaz anezhan, hen hag he hanter kant den.

13 Hag Akazia a gasaz c’hoaz kabiten eun deirved hanter kantveden, gant he hanter kant den. Hag an drede kabiten ma euz a hanter kant den a biniaz hag a zeuaz, hag o plega an daoulin dirag Eli, hag, o pedi anezhan, e lavaraz dezhan : Den Doue, da bedi a ran, ma vezo va buez ha buez an hanter kant den, da zervicherien, prisiuz d’az taoulagad ! 14 Setu, an tân a zo diskennet euz an envou, hag hen deuz kuzumet an daou genta kabiten a hanter kanveden, gant ho hanter kant den ; mes brema, ma vezo va buez prisiuz dirag da zaoulagad !

15 Hag êl an Aotrou a lavaraz da Eli : Diskenn ganthan ; n’az pez ket aoun dirazhan. Sevel a reaz eta, hag e tiskennaz ganthan da gaout ar roue ; hag e lavaraz dezhan : 16 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Abalamour ma ec’h euz kaset da kuzuli Baal-Zebub, doue Ekron, evel ma ne vije Doue ebet en Israel, evit kuzuli he c’hir, na ziskenni ket divar ar gwele var behini out piniet ; mes mervel a ri a-dra-zur !

17 Akazia a varvaz eta, hervez komz an Aotrou, pehini a oa diskleriet dre Eli ; ha Joram a renaz en he blas, an eilved bloaz euz Joram, mab Josafat, roue Juda, abalamour Akazia n’hen doa mab ebet. 18 An nemorant euz a oberiou Akazia ha n’ema int-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Israel ?


2 PA zavaz an Aotrou Eli en envou en eur gourventen, e teue Eli hag Elize euz Guilgal. 2 Hag Eli a lavaraz da Elize : Da bedi a ran, choum ama ; rag an Aotrou a gas ac’hanoun bete Bethel. Mes Elize a lavaraz : An Aotrou a zo beo ha da ine a zo beo ! na gwitain ket ac’hanout. Evel se he tiskenjont da Vethel.

3 Ha mibien ar brofeded pere a oa en Bethel a zeuaz da gaout Elize, hag a lavaraz dezhan : Anaout a rez-te ez a an Aotrou hirie da lemel da vestr diganez ? Hag hen a lavaraz

323