Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/332

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 22.

26 Neuze roue Israel a lavaraz d’an offiser : Kemer Miche, ha kas anezhan entrezeg Amon, kabiten kear, hag entrezeg Joas, mab ar roue ; 27 hag e lavari : Evelhen hen deuz lavaret ar roue : Lakit an den ze er prizoun, ha bevet anezhan a vara a c’hlac’har hag a zour a c’halc’har, beteg ma tistroin en peoc’h. 28 Ha Miche a lavaraz : Mar deuez biken en peoc’h, an Aotrou n’hen devezo ket komzet drezoun me. Hag e lavaraz : C’hwi holl poblou, klevit.

29 Roue Israel eta a biniaz gant Josafat, roue Juda, da Ramoth Galaad. 30 Ha roue Israel a lavaraz da Josafat : Me en em dic’hizo evit mont d’ar brezel ; mes te, laka da zillad. Evel se roue Israel en em dic’hizaz hag a deuaz d’ar brezel. 31 Ha roue ar Siried hen doa roet an urz ma da zaou chef ha tregont he girri, o lavarout : Ne harzfet na bihan na bras, nemert roue Israel hepken. 32 Ragtal evel ma welaz chefou ar c’hirri Josafat, e leverjont : A-dra-zur eo roue Israel. Hag e trojont entrezeg ennhan evit he gemer ; mes Josafat a loskaz eur griaden. 33 Ha pa welaz chefou ar c’hirri ne oa ket roue Israel, en em distrojont outhan. 34 Neuze eun den a dennaz gant he warek dre ijen, hag a skoaz roue Israel entre juntrou he guirasen. Hag ar roue a lavaraz d’he gocher : Distro, ha kas ac’hanoun er meaz euz ar renk ; rag bleset oun.

35 Hag en deiz ze ar gann a oe stard, hag ar roue a oe dalc’hed en he gar, dirag ar Siried ; hag e varvaz d’an abardaez ; ha goad he c’houli a redaz en fons ar c’har. 36 Hag, evel ma kuze an heol, ar griaden ma a dremenaz er renkou : Pep hini d’he gear, ha pep hini d’he vro ! 37 Ar roue eta a ieaz maro en Samari ; hag e oe sebeliet eno. 38 Hag e oe gwalc’het ar c’har en stang Samari, hag ar chas a lipaz he oad, evel ive pa oe gwalc’het he armou, hervez ar gir Hen doa an Aotrou diskleriet.

39 An nemorant euz a oberiou Akab, ha kement a reaz, hag an ti olifant a zavaz hag an holl geariou a zavaz, kement se holl n’ema int-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Israel ? 40 Hag Akab a gouskaz gant he dadou ; hag Akazia, he vab, a renaz en he blas.

41 JOSAFAT, mab Asa, a oe en em lekeat da ren var Juda ar bevare bloaz euz a Akab, roue Israel. 42 Josafat a oa oajet a bemp bloaz ha tregont pa en em lekeaz da ren, hag e renaz pemp bloaz varn-ugent en Jerusalem. Hano he vam a oa Asuba, ha merc’h he oa da Shilki. 43 Heuil a reaz en holl hent Asa, he dad, ha na zistroaz ket outhan, oc’h ober ar pez a zo eeun dirag daoulagad an Aotrou. 44 Koulskoude, al lec’hiou huel ne oent ket distrujet ; ar bobl a sakrifie c’hoaz eno, hag a ginnige ezans. 45 Josafat a oe en peoc’h gant roue Israel.

46 An nemorant euz oberiou Josafat, ar burzudou a reaz hag ar brezel a zalc’haz, kement se ha n’ema int-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Juda ? 47 Divarbenn an nemorant euz ar re en em c’hastaoue, pere a oa choumet adaleg amzer Asa, he dad, e lakeaz anezhei da dec’hel euz ar vro. 48 Ne oa ken neuze a roue en Edom ; mes ar gouarner a oa vis-roue. 49 Josafat a ekipaz listri Tarsus, evit mont da Ofir da glask aour ; mes n’ez ejont ket, abalamour ma oa brevet al listri en Etsjon-Gueber. 50 Neuze Akazia, mab Akab, a lavaraz da Josafat : Ra ez aio va zervicherien gant da re var al listri. Mes Josafat na fellaz ket dezhan.

51 Ha Josafat a gouskaz gant he dadou, hag a oe sebeliet ganthei en kear David, he dad ; ha Joram, he vab, a renaz en he blas.

52 AKAZIA, mab Akab, en em lekeaz da ren var Israel, en Samari, ar seitekved bloaz a Josafat, roue Juda ; hag e renaz daou vloaz var Israel. 53 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, hag e valeaz en hent he dad, hag en hent he vam, hag en hent Jeroboam, mab Nebat, pehini hen doa lakeat Israel da bec’hi. 54 Servichi a reaz Baal, hag en em stouaz dirazhan ; hag e koleraz an Aotrou, Doue Israel, evel ma hen doa groet he dad.

————
322