Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/32

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


26 Neuze Isaak, he dad, a lavaraz dezhan : Tosta ha pok d’in, va mab.

27 Hag e tostaez hag e pokaz dezhan : Hag Izaak a zantaz ar c’hwez euz e zilhad hag a vennigaz anezhan, o lavarout : Setu, c’hwez va mab a zo evel eur park benniget gant an Aotrou.

28 Ra roio Doue dit glizen an envou ha druzoni an douar, hag eur founder a winiz hag a win !

29 Ra servijo poblou ac’hanout ha ra stouo broadou dirazout ! Bez mestr da vreudeur ha ra stouo mibien da vam dirazout ! Ra vo milliget piou bennak az milligo, ha ra vo benniget piou bennak az pennigo !

30 Erruout a reaz, kerkent evel m’en doa achuet Izaak da vennigan Jakob ha ma oa Jakob a-boan aet a-zirak Izaak e dad, ma tistroaz Ezaü e vreur euz ar chase.

31 En a fichaz ivez eur meuz mad, a zegasaz anezhan d’e dad hag a lavaraz d’e dad : Ra savo va zad ha ra zebro euz jiber e vab evit ma vennigo da ine ac’hanon.

32 Izaak e dad a lavaraz : piou out ? Hag e lavaraz : Me eo da vab kenta-ganet, Ezaü.

33 Izaak a grenaz gant eun trid-kalon hag a lavaraz : piou eta eo an hini en deus kemeret jiber ha degaset din ? Debret em euz a bep tra a-raok ma teujout, hag em euz e venniget hag e vo benniget.

34 Adalek ma klevaz Ezaü komzou e dad, e laoskaz eur griaden gwall vraz ha gwall c’hwerv, hag e lavaraz d’e dad : Bennig-me ivez, va zad.

35 Heman a lavaraz : Da vreur a zo deuet dre douellerez hag en deus kemeret da vennoz.

36 Ezaü a lavaraz : Abalamour ma’z eo hanvet Jakob, en deus distroadet ac’hanon diou wech ? Kemeret en deus va henanded, ha setu brema e kaz gantan va bennoz. Neuze e lavaraz : Ha ne’c’h euz ket miret bennoz ebet evidon ?

37 Izaak a respontaz hag a lavaraz da Ezaü : Setu, e lakaet em euz da vestr dit ha roet em euz dezhan e holl vreudeur evel servijerien hag e bourvezet em euz a winiz hag a win. Ha petra a rafen eta evidout, va mab ?

38 Ezaü a lavaraz d’e dad : Ha ne’c’h euz nemet ar vennoz-se, va zad ? Bennig ac’hanon ivez, va zad ! Ezaü a savaz e vouez hag a ouelaz.

39 Izaak e dad a respontaz hag a lavaraz : Setu, da chomleac’h a vezo euz druzoni an douar hag euz glizen an envou d’an nec’h.

40 Bevan a ri euz da gleze ha servijan a ri da vreur, mes c’hoarvezout a raio, evel ma vi redus, ma torri e yev a-zivar c’horre da c’houzoug.

41 Ezaü a gasaaz Jakob abalamour d’ar vennoz hen doa roet dezhan e dad. Hag Ezaü a lavaraz en e galon : Deiziou kHano va zad a dosta hag e lazin Jakob va breur.

42 Lavaret e oe da Rebeka komzou Ezaü he mab henan, hag e kasaz da c’hervel Jakob he mab yaouankan hag e lavaraz : Setu, Ezaü da vreur a fell dezhan en em venjin en eur lazan ac’hanout.

43 brema eta, va mab, sent ouz va mouez. Sav, tec’h etrezek Laban va breur, da Charan.

44 Chom a ri gantan eun nebeud amzer betek ma vo tremenet kounnar da vreur,

45 betek ma vo fulor da vreur distroet diouzit ha m’en devo ankounac’haet ar pez ac’h euz groet dezhan. Neuze e kasin da’z kerc’hat ac’hane. Perak e vefen forc’het ac’hanoc’h ho-taou en hevelep deiz ?

46 Rebeka a lavaraz da Izaak : Dic’hoantaet on euz ar vuez abalamour da verc’hed Hed. Mar kemer Jakob e-touez merc’hed Hed, e-touez merc’hed ar vro, eur wreg evel ar re-se, da betra e servij din ar vuez ?


28 Izaak a c’halvaz Jakob, a vennigaz anezhan hag a c’hourc’hemennaz dezhan, o lavarout : Ne gemeri ket eur wreg e-touez merc’hed Kanaan.

2 Sav, kae da Baddan-Aram, da di Betuel tad da vam, ha kemer eur wreg ac’hane e-touez merc’hed Laban breur da vam.

3 Ra vennigo an Doue holl-c’halloudek ac’hanout ha ra lakaio ac’hanout da vezan frouezus ha da greskin ha ra zeui eun niver braz a boblou.

4 Ra roio dit bennoz Abraham, dit ha da’z lignez ganit, evit ma vo dit ar vro emaout ennhi hag en deus roet Doue da Abraham !

5 Neuze Izaak a gasaz Jakob. Heman a yeaz da Baddan-Aram etrezek Laban mab Betuel an Aramean breur Rebeka, mam Jakob hag Ezaü.

6 Hag Ezaü a welaz hen doa Isaak