Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/317

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 11.

salem. 27 Hag ar roue a reaz ma oa ken kommun an archant en Jerusalem evel ar vein, hag ar sedr evel gwez sikomor ar blenen kement a oaouthei. 28 Euz an Ejipt eo e teue kezeg Salomon ; eur vanden a varc’hadourien ar roue a iea d’ho c’hlask a dropellou evit ho fea. 29 Eur c’har groet a deue euz an Ejipt evit c’hwec’h kant arc’hant, hag eur marc’h evit kant hanter kant ; er memeuz doare dre ar re ma e tennet ac’hane evit holl rouane all Hethied hag evit holl rouane ar Siried.


11 Hag, ar roue Salomon a garaz kalz a c’hragez diaveziad, ouc’h-penn merc’h Faraon : Moabitezed, Ammonitezed, Idumeanezed, Sidonianezed hag Hethianezed, 2 a douez ar broadou a bere Hen doa an Aotrou lavaret da vugale Israel : N’hen defeet ket d’ho zi, hag int na zeufont ket d’ho ti ; a-dra-zur distrei a refont ho kaloun evit c’heuil ho doueou. Salomon en em stagaz euz ar broadou ze dre garante. 3 Beza hen doe eta da c’hragez seiz kant prinsez ha tri c’hant ribodez ; hag he c’hragez a zistroaz he galoun. 4 Hag e c’hoarvezaz, en amzer kozni Salomon, ma tistroaz he c’hragez he galoun da gichen doueou all ; hag he galoun ne oe ket eeün gant an Aotrou he Zoue, evel kaloun David, he dad. 5 Ha Salomon a heuliaz Astarte, doue ar Sidonied, ha Milkom, euzuzded an Ammonited. 6 Evel se Salomon a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, ha ne heuliaz ket gant leunder an Aotrou, evel David, he dad. 7 Ha Salomon a savaz eul lec’h huel en Kemos, idol euzuz Moab, var ar menez pehini a zo dirag Jerusalem ; hag en Molek, euzusted bugale Amrnon. 8 Ober a reaz ar memeuz tra evit he holl c’hragez diaveziad, pere a ginnige ezans ha sakrifisou d’ho doueou.

9 Hag an Aotrou a oe koleret a enep Salomon, abalamour ma hen doa distroet he galoun euz an Aotrou, Doue Israel, pehini a oa en em diskwezet diou wech dezhan, 10 ha pehini hen doa zoken roet ar gourc’hemen ma dezhan, ma ne heulje ket doueou all ; mes na viraz ket ar pez Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan. 11 Hag an Aotrou a lavaraz da Salomon : Pa ec’h euz groet evel se, ha pa n’ec’h euz ket miret va c’honvenans ha va urzou pere em boa roet d’id, me a lamo a-dra-zur ar rouantelez diganez hag ar roio anezhi d’az zervicher. 12 Koulskoude, abalamour da Zavid, da dad, na rin ket kement se enpad da vuez ; euz a zaouarn da vab eo he lamin anezhan. 13 Koulskoude, ne lamin ket ar rouantelez ; rei a rin eur boblad d’az mab abalamour da Zavid, va zervicher, ha dre garantez evit Jerusalem pehini em euz choazet.

14 An Aotrou a zavaz eta eun enebour da Salomon : Hadad, Idumean, pehini a oa euz a ras roue Edom. 15 En amzer ma oa David en Edom, pa biniaz Joab, mestr an arme, da sebelia ar re holl a oe lazet, e lazaz holl baotred Edom. 16 Rag Joab a choumaz c’hwec’h mis gant holl lsrael eno, bete ma hen dije Iazet holl baotred Edom. 17 Neuze Hadad a dec’haz gant eun Idumean benag servicherien he dad, evit en em denn en Ejipt. Hag, Hadad a oa gwal iaouank. 18 Ha pa oent eet euz Madian, e teujont da Baran ; hag e kemerjont ganthei tud Paran hag en em dennjont en Ejipt da gaout Faraon, roue an Ejipt, pehini a roaz eun ti dezhan, a verkaz dezhan peadra d’en em veva, hag a roaz ive eun douar dezhan. 19 Hag Hadad a oe kalz en grasou mad Faraon ; en hevelep doare ma lakeaz anezhan da zimezi da c’hoar he vreg, c’hoar ar rouanez Thakpenez. 20 Ha c’hoar Thakpenez a c’hanaz dezhan he vab Guenubath, pehini a oe dizonet gant Thakpenez en ti Faraon. Evei se Guenubath a oa en ti Faraon, en-touez mibien Faraon. 21 Ha, pa anavezaz Hadadh en Ejipt e oa gourvezet David gant he dadou, hag e oa Joab, mestr an arrne, maro, e lavaraz da Faraon : Lez ac’hanoun da vont kwit, ha ma ez in d’am bro. 22 Ha Faraon a lavaraz dezhan : Petra a vank d’id em c’hichen me, ma c’houlennez evel se mont d’az pro ? Hag hen a lavaraz dezhan : Netra ; mes lez ac’hanoun me, lez ac’hanoun me, da vont kwit !

23 Doue a savaz c’hoaz eun enebour da Salomon : Rezon, mab Eljada, pehini a oa tec’het digant he aotrou Hadadezer, roue Tsoba, 24 ha pehini a zastumaz tud a enep dezhan hag a oa mestr banden, pa lazaz David ar Siried. Hag ez ejont da Zamas, choum a reaz eno hag e renjont eno. 25 Rezon a oe eta enebour da Israel enpad holl amzer Salomon, ouc’h-penn an drouk a reaz Hadad ; beza hen doe drouk euz Israel, hag e renaz var ar Siri.

307