Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/316

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 10.

a beoc’h var an aoter hen doa savet d’an Aotrou, hag e kinnige parfumou var an hini a oa dirag an Aotrou. Hag ec’h achuaz an ti.

26 Ar roue Salomon a ekipaz ive listri en Etsjon-Geber, tost da Eloth, var harzou ar mor Ru, en bro Edom. 27 Hag Hiram a gasaz euz he zervicherien, tud a vor pere a anaveze ar verdeach, evit beza gant servicherien Salomon var al listri ze. 28 Hag ez ejont da Ofir hag e kemerjont aour eno, pevar c’hant ugent taland, hag ho digaschont d’ar roue Salomon.


10 Rouanez Sheba, o veza klevet komz euz brud Salomon, abalamour da hano an Aotrou, a deuaz da ese anezhan gant goulennou tefal. 2 Dont a reaz en Jerusalem gant eun heuil bras meurbed, gant chamoed pere a zouge c’houez vad hag aour en niver bras, ha mein prisiuz ; goude, o veza deuet da gaout Salomon, e lavaraz dezhan kement a oa var he c’haloun. 3 Ha Salomon a zisplegaz dezhi kement a lavaraz hi dezhan ; ha ne oe den nemert ar roue pehini a glevaz hag ho displegaz dezhi. 4 Neuze, ar rouanez Sheba o welet holl furnez Salomon, 5 hag an ti hen doa savet, ha meuziou he daol, lojeiz he zervicherien, urz servich he offiserien, ho dillad, he c’hopraerien, hag ar sakrifisoulosk a ginnige en ti an Aotrou, a oe er meaz anezhi he unan. 6 Hag e lavaraz d’ar roue : Ar pez em euz klevet lavaret em bro euz da stad hag euz da furnez, a zo gwirion. 7 Na greden ket ar pez a lavaret a ze, bete ma vijen deuet ha ma ho divije va daoulagad he welet ; ha setu, ne oa ket lavaret d’in an hanter ; da furnez ha da vadou a dremen ar pez em boa klevet dre ar brud ac’hanout. 8 Euruz eo da dud ! euruz da zervicherien, pere en em dalc’h bepred dirazout ha pere a zelaou da furnez ! 9 Benniget ra vezo an Aotrou da Zoue, pehini Hen deuz kavet ac’hanout deread, evit da lakaat var dron Israel ! Abalamour ma Hen deuz an Aotrou karet Israel da viken, eo Hen deuz lakeat ac’hanout da ober eeünder ha reizder. 10 Hag e roaz d’ar roue c’hwec’h-ugent taland aour, hag eun niver bras a c’houezou mad, gant mein prisiuz. Na deuaz biskoaz abaoe eun niver ken bras a c’hwezou mad, evel ma roaz rouanez Sheba d’ar roue Salomon.

11 Listri Hirara, pere ho doa digaset aour euz Ofir, a zigasaz ive koad sandal, en founusder vras, ha mein prisiez. 12 Hag euz ar c’hoad sandal ze ar roue a reaz balustro evit ti an Aotrou hag evit ti ar roue, ha telennou ha lirennou evit ar ganerien. Ne oa ket deuet kement a goad sandal, ha na oa ket gwelet kement se anezhei evel se, bete hirie.

13 Hag ar roue Salomon a roaz da rouanez Sheba kement a felle dezhi goulen, ouc’h-penn ar pez a roaz dezhi evel ma helle ar roue Salomon rei. Hag ec’h adkemeraz hent he bro gant he zervicherien.

14 Pouez an aour en em gave gant Salomon bep bloaz a oa c’hwec’h kant c’hwec’h ha tri-ugent taland aour ; 15 ouc’h-penn ar re a zeue dezhan euz an dougerien, ar varc’hadourien, ar marc’hajou biban, ha digant holl rouane an Arabi, ha renerien ar vro. 16 Ar roue Salomon a reaz ive daou c’hant direu aour morzolet, o lakaat en kement se c’hwec’h kant sikl aour evit pep diren ; 17 ha tri c’hant diren bihanoc’h aour morzolet, oc‘h implija tri mina aour evit pep diren ; hag ar roue ho lekeaz en ti koad al Liban.

18 Ar roue a reaz ive eun trôn olifant pehini a c’holoaz a aour fin. 19 An trôn hen doa c’hwec’h degre ; ha krec’h an trôn a oa ront dre adre ; ha beza oa illinek a bep tu d’an azez, ha daou leon en em dalc’he en kichen an illinekou. 20 Ha daouzek leon en ern dalc’he eno, var ar c’hwec’h degre, en tu ma, entu hont. Netra a henvel ne oa bet groet evit rouantelez ebet. 21 Hag holl vezelou da eva ar roue Salomon a oa aour, hag holl veselou ti koad al Liban a oa aour pur ; netra ne oa en arc’hant ; na reat van ebet outhan enpad buez Salomon. 22 Rag ar roue hen doa var ar mor listri Tarsis, gant listri Hiram ; ha, bep tri bloaz, eur wech, listri Tarsis a zeue, o tigas aour,arc’hant, dent elefant, marmouzien ha paüned.

23 Evel se ar roue Salomon a oa brasoc’h evit holl rouane an douar, en pinvidigez hag en furnez ; 24 hag an douar holl a adklaske fas Salomon, evit klevet ar furnez hen doa Doue lakeat en he galoun. 25 Ha pep hini a zigase dezhan bep bloaz he brof, beselou arc’hant, beselou aour, dillad, armou, c’hwezou mad, kezek ha mulezed. 26 Salomon a zastumaz ive kirri ha kavalierien ; beza hen doa pevarzek kant kar ha daouzek mil kavalier, pere a lakeaz en keariou ar c’hirri ; hag en kichen ar roue en Jeru-

306