Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/315

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 9.

re vihan evit kenderc’hel ar sakrifisou-losk hag ar profou, ha lard ar sakrifisou a beoc’h. 65 Evel se, en amzer ze, Salomon a reaz ar goel, ha ganthan holl Israel, deuet en asamble bras, adaleg trozro Hamath bete dour-red an Ejipt, dirag an Aotrou hon Doue, enpad seiz deiz ha seiz deiz all, enpad pevarzek deiz. 66 An eizved deiz e kasaz kwit ar bobl ; hag e vennigchont ar roue, hag ez ejont d’ho choumajou, joaus hag euruz euz an holl vad Hen doa an Aotrou groet da Zavid, he zervicher, ha da Israel, he bobl.


9 Goude ma hen doe Salomon achuet da zevel ti an Aotrou, ha ti ar roue, ha kement hen doa Salomon plijadur oc’h ober, 2 an Aotrou en em diskwezaz da Salomon evit an eilved gwech, evel ma oa en em diskwezet dezhan en Gabaon. 3 Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Selaouet em euz da beden hag ar goulen ec’h euz groet ouzin ; santelaet em euz an ti ec’h euz savet, evit lakaat ennhan va hano da virviken ; ha va daoulagad ha va c’haloun a vezo bepred eno. 4 Evidout te, mar baleez dirazoun, evel ma hen deuz David da dad baleet, gant eeünder a galoun ha reizder, oc’h ober kement em euz gourc’hemennet d’id, ha ma virez va lezennou ha va urzou, 5 neuze me a startao trôn da rouantelez var Israel da viken, evel ma em euz komzet da Zavid, da dad, o lavarout : Na vanko ket a lec’hier d’id var drôn Israel. 6 Mes mar en em distroet diouzin, c’hwi hag ho mibien, ha ma na viret ket va gourc’hemennou hag al lezennou em euz lekeat dirazoc’h, ha mar ez it ha ma servichet doueou all, ha ma en em stouet dirazhei ; 7 me a lamo Israel a zivar c’horre an douar pehini em euz roet dezhan, me a daolo pell ouzin an ti ma pehini em euz kensantelaet d’am hano, hag Israel a vezo ar fablen hag ar oaperez euz an holl boblou. 8 Ha divarbenn an ti ma, pehini a vezo bet huel savet, piou-benag a dremeno tost dezhan a vezo souezet hag a c’hwitello ; hag e vezo lavaret : Perag Hen deuz an Aotrou groet evel se d’ar vro ha d’an ti ma ? 9 Hag e vezo respountet : Abalamour ma ho deuz dilezet an Aotrou ho Doue, pehini Hen doa tennet ho zadou euz bro an Ejipt, ha ma int en em staget euz doueou all ; ma ho deuz stouet dirazhei ha servichet anezhei ; abalamour da ze eo Hen deuz an Aotrou lakeat da zont varnezhei an holl boaniou ze.

10 HAG aben ugent vloaz enpad pere e savaz Salomon an daou di, ti an Aotrou ha ti ar roue, 11 Hiram, roue Tir, o veza fourniset da Salomon koad sedr koad sipre hag aour, kement hag hen doa c’hoant, ar roue Salomon a roaz da Hiram ugent kear, en bro Galile. 12 Hag Hiram a ieaz euz Tir evit gwelet ar c’heariou hen doa Salomon roet dezhan, mes na blijont ket dezhan ; hag hen a lavaraz : 13 Pez sort keariou ec’h euz roet d’in, va breur ? Hag e c’halvaz anezhei bro Kabul, bete hirie. 14 Hiram hen doa kaset d’ar roue c’hwec’h-ugent taland aour.

15 Ha setu ama ar pez a oa divar-benn ar c’horve a savaz ar roue Salomon evit sevel ti an Aotrou, hag he di, ha Millo, ha moger Jerusalem, hag Hatsor, ha Meguiddo, ha Qezer. 16 Faraon, roue an Ejipt, a oa piniet hag hen doa kemeret Gezer hag hen doa devet anezhi ; hag hen doa lazet ar Gananeaned pere a choume er gear ze ; mes rei a reaz anezhi en dot d’he verc’h, greg da Salomon. 17 Salomon a savaz eta Gezer, ha Beth-Horon an izel ; 18 ha Baalath, ha Thadmor, el loden distro ar vro ; 19 holl geariou ar vunision a oa da Salomon, ar c’heariou el lec’h ma talc’he he girri, ar c’heariou el lec’h ma talc’he he gavaliri, ha kement a blije da Salomon sevel en Jerusalem, en Liban, hag en holl vro euz he ren. 20 An holl bobl a oa manet euz an Amoreed, an Ethied, euz ar Ferezied, an Hevied hag ar Jebuzied, pere ne oant ket bugale da Israel ; 21 ho lignez, pere a oa choumet var ho lerc’h er vro ha pere n’ho doe ket bugale Israel gwestlet d’an distruj, Salomon a savaz anezhei evel esklaved a gorve, evel int bet bete hirie. 22 Hag a douez bugale Israel Salomon na reaz esklav ebet ; mes beza oent tud a vrezel, hag he offiserien, hag e brinsed hag he gabitened, ha mestrou he girri hag he gavaliri. 23 Divarbenn ar chefou lakeat var labouriou Salomon, e oant pemp kant hanter kant, o kaout galloud var ar bobl pehini a rea al labour. 24 Mes pa biniaz merc’h Faraon euz kear David en ti hen doa Salomon savet dezhi, eo e reaz Millo.

25 Ha Salomon a ginnige, teir gwech ar bloaz, sakrifisou-losk ha sakrifisou

305