Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/314

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 8.

euz an envou, euz lec’h da choumach ; pardoun, gra, ha ro da bep hini hervez he holl oberiou, te pehini anavez he galoun ; rag da unan hepken ec’h anavezez kaloun holl vugale an dud ; 40 evit ma toujfont ac’hanout enpad an holl amzer ma vevfont var an douar pehini ec’h euz roet d’hon zadou.

41 Hag an diaveziad he unan, pehini na vezo ket euz da bobl Israel, mes pehini a zeuo euz eur vro bell abalamour da garante evit da hano 42 (rag klevet a rafer komz euz da hano bras, euz da zorn nerzus, hag euz da vrec’h astennet) ; pa deuo da bedi en ti ma ; 43 te, selaou anezhan euz an envou, euz lec’h da choumach, ha gra kement a c’houlenno an diaveziad ze ouzit ; abalamour da holl boblou an douar da anaout da hano, ma toujfont ac’hanout, evel da bobl Israel, ha ma wefont eo da hano galvet en ti ma em euz savet.

44 Pa vezo eet da bobl en brezel a enep he enebour, dre an hent ma ez pezo he gaset ; mar ped an Aotrou en eur zellet entrezeg ar gear ec’h euz choazet hag entrezeg an ti ma pehini em euz savet d’az hano ; 45 selaou euz an envou ho feden hag ho goulen ha gra eeünder dezhei.

46 Pa ho devezo pec’het a enep d’id (rag n’euz den ha na bec’h ket), ha koleret en ho eneb he lakai anezhei en daouarn ho enebourien, ha ma ho devezo ar re ho devezo ho c’hemeret kaset anezhei en esklavach er vro enebour, pe a bell, pe a dost ; 47 mar deuont ennhei ho unan er vro el lec’h ma vefont esklaved, hag o kaout keûz, e pedfent en bro ar re ho devezo ho c’haset en esklavach, o lavarout : Ni hon deuz pec’het, groet hon euz an droug, groet hon euz gant drougiez ; 48 mar distroont d’az kaout euz a greiz ho c’haloun hag a greiz ho ine, en bro an enebourien pere ho devezo ho c’haset en esklavach, ha mar reont d’id ho fedennou, o sellet entrezeg ar vro ec’h euz roet d’ho zadou, entrezeg ar gear ma pehini ec’h euz choazet hag entrezeg an ti ma pehini em euz savet d’az hano ; 49 selaou euz an envou, euz al lec’h euz da c’houmaj, ho feden hag ho goulen, ha gra eeünder dezhei. 50 Pardoun d’az pobl, pehini hen devezo pec’het en da enep, an holl dirolded a bere he vezo koupabl en da genver ; gra ma vezo eun dra a druez evit ar re ho devezo ho digaset en esklavach, ha ma ho devezo truez outhei ; 51 rag da bobl int, ha da heritach, pehini ec’h euz tennet euz an Ejipt, euz kreiz ar forniez a houarn. 52 Ra vezo da zaoulagad eta digor var goulen da zervicher ha var goulen da bobl Israel, evit ho zelaou en kement a c’houlennont ouzit. 53 Hag separet ec’h euz anezhei a douez holl boblou an douar evit beza da heritach, evel ma ec’h euz lavaret dre Voizez, da zervicher, pa ez poa tennet hon zadou euz an Ejipt, o Aotrou, Aotrou !

54 Ha, pa hen doe Salomon echuet da ober ar beden ze holl hag ar goulen ze digant an Aotrou,e savaz a zirag aoter an Aotrou, el lec’h ma oa var he zaoulin, he zaouarn astennet var zu an envou ; 55 hag euz en em derc’hel en he za, e vennigaz a vouez kre holl asamble Israel, en eul lavarout : 56 Benniget ra vezo an Aotrou, pehini Hen deuz roet ehan d’he bobl Israel, hervez kement Hen doa lavaret ! N’euz ket kwezet eur gir hepken euz an holl gomzou mad hen doa diskleriet dre Voizez, he zervicher. 57 Ra vezo an Aotrou hon Doue ganeomp, evel ma eo bet gant hon zadou ; ra na zilezo ket ac’hanomp ; 58 ha ma n’hon dilezo ket mes ra blego hon c’haloun var zu ennhan, abalamour ma valefomp en he holl henchou, ha ma virfomp he c’hourc’hemennou, he lezennou, hag he urzou, pere Hen deuz merket d’hon zadou. 59 Ha ma vezo ar c’homzou ze, dre bere em euz pedet an Aotrou deiz ha noz, dirag an Aotrou, hon Doue, evit ma raio eeunder d’he zervicher ha d’he bobl Israel, hervez an ezom bemdez ; 60 abalamour da holl boblou an douar da anaout eo an Aotrou eo Doue, penaoz n’hen deuz hini all ebet ; 61 ha ma vezo ho kaloun eeün en kenver an Aotrou hon Doue, evit bale en he lezennou ha miret he c’hourc’hemennou, evel hirie.

62 Hag ar roue, hag holl Israel ganthan, a ginnigaz sakrifisou dirag an Aotrou. 63 Ha Salomon a lazaz, evit ar sakrifis a beoc’h pehini a ginnigaz d’an Aotrou, daou vil daro varn-ugent ha c’hwec’h-ugent mil danved. Evel se e reaz ar roue hag holl vugale Israel goel ti an Aotrou. 64 En deiz se ar roue a gensagraz al leur greiz, dirag ti an Aotrou ; rag kinnig a reaz eno ar sakrifisou-losk hag ar profou, ha lard ar sakrifisou a beoc’h ; abalamour an aoter arem pehini a oa dirag an Aotrou, a oa

304