Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/31

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

he danten ; ha servijerien Isaak a doullaz eno eur puns. 26 Hag Abimelek a zeuaz d’e gaout euz Guerar, gant Ahuzath he vignon, ha Pikol mestr he arme. 27 Mes Isaak a lavaraz dezhei : Perak e teuit-hu etrezek ennoun, pa gasait ac’hanoun ha pa oc’h euz va c’haset kuit euz ho touez ?

28 Respont a rejont : gwelet a reomp sklaer eman an Aotrou ganit, hag e lavaromp : Ra vo eul le etrezomp, etre ni ha te, ha greomp eun emglev ganit !

29 Tou na ri droug ebet deomp, evel ma n’hon euz ket stoket ouzit ha ma n’hon euz groet dit nemet vad ha ma hon euz da lezet da vont e peoc’h. Benniget out brema gant an Aotrou.

30 eur fest a reaz dezo, hag e tebrjont hag ec’h evjont.

31 Sevel a rejont beure-mat hag e rejont leou an eil d’egile. Izaak o c’hasaz var o c’hiz hag ez ejont kuit e peoc’h.

32 Erruout a reaz en hevelep deiz, ma teuaz servijerien Izaak da rein kelou dezhan diwar-ben ar puns o doa toullet, hag e lavarjont : Kavet hon euz dour.

33 Gervel a reaz anezhan Shiba (= le). Setu perak eo kêr hanvet Beer-Sheba (= puns al le) betek hiziv.

34 Ezaü, oadet a zaou-ugent vloaz, a gemeraz da wragez Judid merc’h Beeri an Hitit ha Basmad merc’h Elon an Hitit.

35 Ar re-man a voe eur c’hwervder a spered da Izaak ha Rebeka.


27 Erruout a reaz, pa oa deuet Izaak da vezan koz hag e zaoulagad re zinerz evit gwelet, ma c’halvaz Ezaü e vab henan ha ma lavaraz : Va mab ! En a respontaz : Setu-me aman !

2 Lavarout a reaz : Setu ez on koz ha n’anavezan ket deiz va marv.

3 brema eta, kemer, me az ped, da armou, da glaouier ha da wareg, ha kae var ar maeziou ha kemer din eur jiber.

4 Fich din eur meuz mad evel ma karan, degaz anezhan din evit m’en dibri ; ha ma vennigo va ine ac’hanout a-raok ma varvin.

5 Rebeka a selaoue e-pad ma komze Izaak d’e vab Ezaü. Ezaü a yeaz eta var ar maeziou da chaseal jiber ha d’e zegaz.

6 Rebeka a gomzaz da Jakob e vab hag a lavaraz : Setu, klevet em euz da dad o komz gant Ezaü da vreur hag o lavarout dezhan :

7 Degaz din jiber ha fich din eur meuz mad evit m’en dibri, ha ma vennigin ac’hanout dirak an Aotrou a-raok ma varvin.

8 brema eta, va mab, sent ouz va mouez er pez ez an da c’hourc’hemen dit.

9 Kae da gemer din en tropell daou venn-gavr mad ha me a ficho da’z tad eur meuz mad evel ma plij dezhan.

10 Te en kaso da’z tad evit ma tebro ha ma vennigo ac’hanout a-raok e varv.

11 Jakob a respontaz da Rebeka e vam : Setu, Ezaü va breur a zo blevek ha me n’on ket.

12 Marteze va zad a dastorno ac’hanon hag am c’hemero evel eun toueller, hag e tennin warnon e valloz ha nann e vennoz.

13 E vam a lavaraz : Ra vo da valloz warnon, va mab. Sent ouz va mouez ha kae da gerc’hat anezhei.

14 Mont a reaz eta d’o c’herc’hat hag o degasaz d’e vam. Hi a fichaz ar meuz mad evel ma plije d’e dad.

15 Neuze Rebeka a gemeraz kaeran dilhad Ezaü he mab henan, he doa en he c’hichen en ti, hag o gwiskaz da Jakob he mab yaouankan.

16 Gant kroc’hen ar menned-gavr e c’holoaz e zaouarn hag e c’houzoug a oa hep blev.

17 Lakaat a reaz ar meuz mad hag ar bara he doa fichet e dorn Jakob he mab.

18 Dont a reaz da gavout e dad hag e lavaraz : Va zad ! En a respontaz : Setu-me aman ! piou out, va mab ?

19 Jakob a lavaraz d’e dad : Me eo Ezaü da vab henan. groet em euz ar pez ac’h euz gourc’hemennet din. Sav, me az ped, azez ha debr euz va jiber evit ma vennigo da ine ac’hanon.

20 Izaak a lavaraz d’e vab : Penaos ec’h euz kavet ken buan, va mab ? En a lavaraz : An Aotrou da Zoue en deus lakaet ac’hanon d’e gavout.

21 Izaak a lavaraz da Jakob : Tosta, ma tastornin ac’hanout va mab. Ha te eo va mab Ezaü pe n’out ket ?

22 Jakob a dostaaz eta ouz Izaak e dad. En a dastornaz anezhan hag a lavaraz : Ar vouez eo mouez Jakob, mes an daouarn eo daouarn Ezaü.

23 N’anaveze ket anezhan rag e zaouarn a oa blevek evel daouarn Ezaü e vreur, hag e vennigaz anezhan.

24 Hag e lavaraz : Te eo va mab Esaü ? Hag hen a respountaz : Me eo. 25 Neuze e lavaraz : Servij ac’hanoun evit ma tebrin euz a chase va mab abalamour ma vennigo va ine ac’hanout. Hag e servijaz anezhan, hag e tebraz. Degaa a reaz dezhan ivez gwin, hag ec’h evaz