Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/307

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 3.

poa ket respountet d’in : Ar gomz se a zo mad ; klevet em euz ? 43 Perag eta n’ec’h euz ket miret le an Aotrou hag ar gourc’hemen em boa roet d’id ? 44 Hag ar roue a lavaraz da Shimei : Anaout a rez an holl drouk ec’h euz groet da Zavid, ma zad, hag out kendrec’het a ze en da galoun ; evel se an Aotrou a ra d’az trougiez kweza var da benn. 45 Mes ar roue Salomon a vezo benniget, ha troll David a vezo starteet dirag an Aotrou da viken. 46 Hag ar roue a roaz urz da Venaja, mab Jehojada, pehini a ieaz hag en em daolaz varnezhan ; hag e varvaz. Hag ar rouantelez a oe starteet en daouarn Salomon.


3 Neuze, Salomon a reaz allians gant Faraon, roue an Ejipt ; hag e timezaz da verc’h Faraon, pehini a zigasaz en kear David, ken hen doe echu da sevel he di ha ti an Aotrou, kenkoulz hag ar voger en dro da Jerusalem. 2 Ar bobl a sakrifie hepken var al lec’hiou huel, rag bete neuze ne oa savet ti abet en hano an Aotrou. 3 Ha Salomon a garie an Aotrou hag a heulie urzou David, he dad ; kinnig a rea hepken ar sakrifisou hag ar parfum var al lec’hiou huel.

4 Ar roue a ieaz eta da Gabaon, evit sakrifia ; rag eno e oa an enorapla euz al lec’hiou huel ; ha Salomon a ginnigaz mil sakrifis-losk var an aoter. 5 En Gabaon, an Aotrou en em diskouezaz en eun huvre da Salomon, enpad an noz, ha Doue a lavaraz dezhan : Goulen ar pez a fell d’id a rofen d’id. 6 Ha Salomon a lavaraz : Bet ec’h euz eur vadelez vras en kenver da zervicher David, va zad, hervez ma hen deuz baleet dirazout er wirionez, er reizder hag en eeünder he galoun dirazout ; hag ec’h euz miret dezhan an drugarez vras se, ha roet dezhan eur mab pehini a zo azezet var he drôn, evel hirie. 7 Ha brema, o Aotrou, va Doue, ec’h euz lakeat da zervicher da ren en plas David, va zad ; ha me n’oun ken nemert eun denik iaouank ; na ouzon ket en em ren. 8 Ha da zervicher a zo en kreiz ar bobl ec’h euz choazet, ar bobl vras se pehini ne hell ket beza niveret na kountet abalamour d’he niverusted. 9 Ro eta da servicher eur galoun skiantek, evit barn da bobl, hag evit dishenvelli entre ar mad hag an drouk ; rag piou helfe barn da bobl, ar bobl ken niverus ma ?

10 Hag ar c’homzou ma a blijaz d’an Aotrou, dre ma hen doa Salomon groet ar goulen ze outhan. 11 Ha Doue a lavaraz dezhan : Pa ec’h euz groet ar goulen ze ouzin, ha n’ec’h euz goulennet nag eur vuez hir, na pinvidigezou, na maro da enebourien, mes ma ec’h euz goulennet skiant evit renta ar reizder : 12 setu, e ran hervez da c’hir. Me a ro d’id eur galoun fur ha skiantek, en hevelep doare penaoz araog d’id nikun na vezo bet henvel ouzit, hag hen da c’houde na vezo nikun henvel ouzit. 13 Ha rei a rin d’id zoken ar pez n’ec’h euz ket goulennet, hag ar pinvidigezou hag ar gloar ; en hevelep doare penaoz entouez ar rouane ne vezo hini henvel ouzit, enpad holl deiziou da vuez. 14 Ha mar baleez em henchou, o virout va lezennou ha va gourc’hemennou, evel ma hen deuz baleet ennhei David, da dad, me a astenno da zeiziou. 15 Neuze Salomon en em dihunaz, ha setu, he oa eun huvre. Goude e teuaz da Jerusalem, hag en em dalc’haz dirag arc’h konvenans an Aotrou ; hag e kinnigaz sakrifisou-losk ha sakrifisou a beoc’h, hag e reaz eur fest d’he holl zervicherien.

16 Neuze diou vreg a vuez fall a zeuaz da gaout ar roue, hag en em lekeaz dirazhan. 17 Hag unan euz ar gragez ze a lavaraz : Ah ! va Aotrou ! ni a choume, ar vreg ma ha me, en eur memeuz lojeiz, hag oun gwillioudet en he c’hichen en ti ze. 18 An drede deiz goude va gwillioud, ar vreg ma a zo gwilliouded ive, hag e oamp asamblez ; den all ebet ne oa ganeomp en ti ze ; ne oa nemert omp hon diou. 19 Ha mab ar vreg ma a zo maro enpad an noz, abalamour ma eo gourvezet varnezhan. 20 Hag eo savet en kreiz an noz, ha kemeret ar mab em boa em c’hichen, enpad ma kouske da zervicherez : ha lakeat anezhan en he grubuil, ha lakeat he mab maro em grubuil me. 21 Goude, er beure, pa oun savet da rei da zena d’am mab, ha setu, e oa maro ; mes sellet em euz outhan gant evez euz ar beure, ha setu, ne oa ket hen va mab pehini em boa ganet. 22 Hag ar vreg all a lavaraz : Nan, an hini a vev eo va mab, hag an hini a zo maro eo da vab. Mes hounez a lavaraz : Nan, an hini a zo maro eo da vab, hag an hini a vev eo va mab. Evel se eo e komzent dirag ar roue. 23 Hag ar roue a lavaraz : Unan a lavar : Va mab eo pehini a zo beo, ha da

297