Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/300

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 22.

Tenna a reaz ac’hanoun euz an doureier bras.
18 Delivra a reaz ac’hanoun euz va enebour galloudek,
Euz va enebourien pere a oa nerzusoc’h evidoun.
19 Souprenet ho doa ac’hanoun en deiz va glac’har,
Mes an Aotrou a oe va nerz.
20 Lakeet Hen deuz ac’hanoun er frankiz ;
Delivret hen deuz ac’hanoun, abalamour ma hen deuz kemeret he blijadur ennoun.
21 An Aotrou Hen deuz groet d’in hervez ma justis ;
Roet Hen deuz d’in, hervez purete va daouarn ;
22 Rag miret em euz henchou an Aotrou,
Ha n’oun ket bet difeal d’am Doue.
23 Rag he holl urzou a zo dirazoun,
Ha ne bellaan ket euz he lezennou.
24 Bet oun eëun dirazhan,
Hag oun en em viret euz va drougiez.
25 Evel se an Aotrou Hen deuz rentet d’in hervez va justis,
Hervez va furete d’he zaoulagad.
26 Gant an hini a zo mad out mad ;
Gant an den eëun out eëun.
27 Gant an hini a zo pur, en em diskwezez pur ;
Mes gant an hini fall, e reaz hervez he fallentez.
28 Te a zaveta ar bobl glac’haret ;
Mes euz da zell ec’h izelleez ar re ourgouilliuz.
29 Rag Te eo va lampr, o Aotrou !
Hag an Aotrou a laka va zefalijen da lugerni.
30 Ganez he kwezan var eur vanden ;
Gant va Doue he tremenan va voger.
31 Hent Doue a zo parfet,
Gir an Aotrou a zo eprouvet ;
Diren eo d’ar re holl en em denn d’he gaout.
32 Rag piou a zo Doue, nemert an Aotrou ?
Ha piou a zo eur roc’h, nemert hon Doue ?
33 An Doue pehini eo va gwir c’hrenvadurez,
Ha pehini a gelen d’an den eëun he hent ;
34 Pehini a laka va zreid henvel euz re ar girvi,
Ha ma starta var va huelderiou ;
35 Pehini a zoare Va daouarn d’ar brezel,
Ha va divrec’h a stin gwarek arem.
36 Roet ec’h euz d’in an diren euz da zilvidigez,
Ha da vadelez he deuz va lakeat da veza bras.
37 Ledanaat a reaz an hent dirazoun,
Ha va zreid ne vranselfont ket.
38 Kenredek a ran va enebourien ; ho distruja a ran ;
Ha na zistroan ket ken em be ho distrujet.
39 Me ho c’huzum, me ho frik, ha ne adsavont ken ;
Kweza a reont dindan va zreid.
40 Rag gourizet ec’h euz ac’hanoun a nerz evit ar brezel ;
Lakaat a rez va enebourien da blega dindanoun.
41 Lakaat a rez va enebourien da drei ho c’hein d’in ;
Distruja a ran ar re am c’hasaa.
42 Sellet a reont, ha liberatour ebet !
Krial a reont d’an Aotrou, mes na respount ket dezhei.
43 Hag e frikan anezhei evel poultren an douar ;
Ho frika a ran, ho mac’ha a ran evel fank ar ruou.
44 Savetaat a rez ac’hanoun euz enebiach va fobl ;
Miret a rez ac’hanoun evit beza chef d’ar boblou.
Ar bobl pehini ne anavezen ket, a zervich ac’hanoun.
45 Mibien an diaveziad a flat ac’hanoun ;
Adaleg ma ho deuz ma diouskouarn klevet, ho deveuz sentet.
46 Mibien an diaveziad a zinerz,
Hag a zeu er meaz euz ho c’heviou en eur grena.
47 An Aotrou a zo beo ! Ha benniget ra vezo va roc’h !
Ra vezo meulet Doue, roc’h va zilvidigez !
48 An Doue pehini a ro d’in ar venjans,
Ha pehini Hen deuz lakeat ar boblou dindan oun ;
Pehini a ra d’in tec’hel digant va enebourien.
49 Sevel a rez ac’hanoun dreist va enebourien,
Va delivra a rez euz an den violant.
50 Dre ze, o Aotrou, e veulin ac’hanout entouez ar boblou,
Hag he kanin da hano !
51 Hen eo an hini a zelivr manifik he roue,

290