Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/299

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 22.

ma ho doa ar Filistined ho divillet an deiz ma kanjont Saïd en Gilboa. 13 Dizougen a reaz ac’hane eskern Saül hag eskern Jonathan he vab ; hag e oe dastumet ive eskern ar re a oe bet krouget. 14 Hag e oent sebeliet gant eskern Saül ha Jonathan, he vab, en bro Benjamin, en Tsela, en bez Ivis, tad Saül. Groet e oe kement hen doa ar roue gourc’hemennet : ha goude ze, Doue a oe ziouleet en kenver ar vro.

15 HA beza e oe brezel entre ar Filistined hag Israel. Ha David a ziskennaz gant he zervicherien ; hag e vrezeljont a enep ar Filistined, ha David a oa gwal skwiz. 16 Ha Jishbi euz Nob, pehini a oa euz bugale Rafa, ha pehini hen doa eur waf euz a behini a oa tri c’hant sikl arem, ha pehini a oa gourizet euz eur c’hleze nevez, hen doa c’hoanteet skei David. 17 Mes Abishai, mab Tseruja, a zeuaz d’he zikour, hag a skoaz ar Filistin, hag e lazaz. Neuze tud David a reaz le, hag a lavaraz dezhan : Te na zeui ken ganeomp d’an emgann, gant aoun na vougfes lamp Israel.

18 Goude ze, e oe brezel c’hoaz en Gob, a enep ar Filistined : eno Sibbekai, an Hushathit, a lazaz Saf, pehini a oa euz bugale Rafa.

19 Beza e oe c’hoaz en Gob eur brezel all a enep ar Filistined ; hag Elkanan, mab Jaare-Oregim, Bethlehemit, a skoaz Goliath, ar Guitthian, pehini hen doa eur fust gwaf evel garvan eur gwiader. 20 Beza e oa c’hoaz en Gath eur brezel, en pehini en em gavaz eun den a vênt vras, pehini hen doa c’hwec’h biz var he zaouarn ha c’hwec’h var he dreid, pevar var ugent en holl, ha pehini a oa euz ras Rafa. 21 An den ma a zismegansaz Israel ; mes Jonathan, mab1 Shimea, breur David, a lazaz anezhan. 22 Ar pevar ze a oe ganet en Gath, euz a ras Rafa ; hag e oent lazet gant dorn David ha gant dorn he zervicherien.


22 HA David a lavaraz d’an Aotrou, ar giriou euz ar c’hantik ma, en deiz ma telivraz an Aotrou anezhan euz dorn he holl enebourien, hag euz dorn Saül. 2 Lavaret a reaz :

Aotrou, va roc’h , va c’hrenv ha va liberatour !
3 O Doue, va roc’h  ! entrezek pehini en em dennan ;
Va diren hag an nerz pehini am delivr,
Va choumaj huel ha va repu.
Ma Zalver ! te a ziwal ac’hanoun euz ar violans
4 Me a gri : Ra vezo meulet an Aotrou !
Ha me a zo delivret euz va enebourien.
5 Rag goajennou ar maro ho doa va zroiet,
Dour-red ar re drouk ho doa ma spouronet ;
6 Rouejou ar bez ho doa ma zroiet,
Lasou ar maro ho doa ma souprenet.
7 Em zristidigez e c’halven an Aotrou,
Me a grie d’am Doue ;
Euz he balez e klevaz va mouez,
Ha va c’hriaden a ieaz bete he skouarn.
8 Neuze an douar a oe branselet hag a grenaz.
Soliou an anvou a finvaz
Hag a ijaz, abalamour ma oa drouk ennhan.
9 Eur vogeden a binie euz he franiou,
Hag euz he c’henou eun tân devoruz ;
Anezhan e lampe glaou ardant.
10 Izellaat a reaz an envou, hag e tiskennaz,
O kaout an devalijen dindan he dreid.
11 Piniet he oa var eur cherubin hag he nije :
En em diskwe a reaz var eskel an avel.
12 En dro dezhan e lekeaz an devalijen evel eun dinel,
Berniou doureier, goabrennouï teo.
13 Euz ar splander pehini a oa dirazhan,
En em dannaz glaou tân.
14 An Aotrou a gurunaz euz an envou :
An Huel-Meurbed a reaz klevet he vouez.
15 Teurel a reaz miriou, hag Hen deuz sklabezet va enebourien ;
Teurel a reaz luc’hed, hag e lekeaz anezhei en dihent.
16 Neuze en em diskwezaz fons ar mor,
Ha soliou ar bed en em dizoloaz,
Dre c’hourdrouz an Aotrou,
Dre ar c’houez euz avel he goler.
17 Asten a reaz he zorn euz kreac’h, hag em c’hemeraz ;

289