Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/295

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 19.

pehini a zo en traounien ar roue ; rag lavaret a rea : N’em euz mab ebet, evit kenderc’hel an envor euz va hano. Hag e c’halvaz ar menek euz he hano, ha bete hirie he c’helver anezhan, plas Absalom.

19 Hag Akimaats, mab Tsadok, a lavaraz : Ma lez, me az ped, da redek da gas ar c’helou mad ze d’ar roue, Hen deuz an Aotrou groet eeünder dezhan euz dorn he enebourien. 20 Ha Joab a lavaraz dezhan : Na vezi ket hirie douger a gelloiou mad, mes eun devez all te a vezo ; rag hirie na gasfez ket a gelloiou mad, pa eo maro mab ar roue. 21 Joab a lavaraz eta da Gushi : Kea, ha lavar d’ar roue ar pez ec’h euz gwelet. Kushi en em stouaz dirag Joab, goude en em lekeaz da redek. 22 Akimaats, mab Tsadok, a lavaraz c’hoaz da Joab : Petra benag a erufe, lez ac’hanoun da redek varlerc’h Kushi. Joab a lavaraz dezhan : Perag he fell d’id redek, va mab, pa eo gwir ne zigaso ar c’hannad netra d’id ? 23 N’euz forz, a lavaraz hen, fellout a ra d’in redek. Neuze Joab a lavaraz dezhan : Red ! Akimaats a redaz eta dre hent ar blenen, hag e tremenaz Kushi.

24 Ha David a oa azezet entre an diou dor, hag ar gward a iea var doen an nor, var zu ar voger ; hag, o sevel he zaoulagad, e sellaz ; ha setu, eun den a rede he unan. 25 Neuze ar gward a griaz, hag e roaz da anaout d’ar roue ; hag ar roue a lavaraz : Ma ema he unan, e tigas kelou mad. Hag hen a iea bepred hag a dostae. 26 Goude ar gward a welaz eun den all pehini a rede ; hag ar gward a griaz d’ar porzier, hag a lavaraz : Setu eun den pehini a red he unan. Hag ar roue a lavaraz : Digas a ra ive kelou mad. 27 Hag ar gwarda lavaraz : Seblantout a ra d’in, o welet ar c’henta o redek, eo evel se e red Akimaats, mab Tsadok. Hag ar roue a lavaraz : Eun den mad eo, dont a ra evit kelou mad. 28 Neuze Akimaats a griaz, hag a lavaraz d’ar roue : Pep tra a ia mad ! Hag en em stouaz dirag ar roue, ar visach euz an douar, hag e lavaraz : Benniget ra vezo an Aotrou, da Zoue, pehini Hen deuz lekeat en tec’h an dud ho doa savet ho daouarn a enep ar roue, va aotrou ! 29 Mes ar roue a lavaraz : An den iaouank, Absalom, iac’h eo ? Akimaats a respountaz : Gwelet em euz eur gemesk vras o sevel, pa zigasaz Joab servicher ar roue, ha me, da zervicher ; mes na ouzin ket petra oa. 30 Hag ar roue a lavaraz : En em laka aze a goste, hag en em lekeaz a goste hag en em dalc’haz eno.

31 Neuze Kushi a zeuaz, hag a lavaraz : Ra hen devezo ar roue, va aotrou, ar c’helou mad ma ; an Aotrou Hen deuz groet eeünder d’id hirie euz dorn ar re holl en em save en da enep. 32 Hag ar roue a lavaraz da Gushi : An den iaouank, Absalom, ha iac’h eo ? Ha Kushi a respountaz : Ra vezo enebourien ar roue va aotrou, hag ar re holl a zo en em zavet a enep d’id evit ober d’id poan, evel an den iaouank ze ! 33 Neuze ar roue a oe glac’haret ; piniat a reaz er gambr huel a uz an nor, hag e welaz ; hag, o vale, e lavare evelhen : Va mab Absalom ! va mab ! va mab Absalom ! Perag n’hen d’oun me maro va unan en da blas ! Absalom, va mab ! va mab !


19 Hag he oe roet da anaout da Joab : Setu ar roue a wel hag en em c’hlac’har abalamour da Absalom. 2 Evel se ar viktoar a oe en deiz se chanchet en kanv evit an holl bobl, abalamour ma ho doa ar bobl klevet lavaret : Ar roue a zo gwal c’hlac’haret abalamour d’he vab. 3 Evel se en deiz se ar bobl a zistroaz en kear dre laer, evel ma rafe eur bobl mezek da veza tec’het en emgann. 4 Hag ar roue hen doa goloet he visach, hag e krie a vouez huel : Va mab Absalom ! Absalom, va mab ! va mab !

5 Neuze Joab a ieaz da gaout ar roue en ti, hag e lavaraz : Te ec’h euz hirie goloet a vez da holl zervicherien, pere ho deuz hirie diwallet da vuez, ha buez da vibien ha da verc’hed, ha buez da c’hragez, ha buez da ribodezed. 6 Te a gar ar re a gasaa ac’hanout, hag e kasaez ar re az kar ; rag diskwezet ec’h euz hirie penaoz da gabitened na da zervicherien n’int netra d’id ; hag anaout a ran hirie penaoz ma vije beo Absalom, ha ma vijemp ni maro holl, kement se a vije plijet d’az taoulagad. 7 Brema eta, sav, kea er meaz ha komz hervez ho c’haloun d’az servicherien ; rag me a dou d’id dre an Aotrou, penaoz ma n’hen d’ez ket er meaz, na choumo ket en nozvez ma unan hepken ganez ; hag an drouk ze a ve gwasoc’h d’id evit ar re holl a zo en em gavet ganez adaleg da iaouankiz beteg aman. 8 Neuze ar roue a savaz hag a azezaz en tal an nor ; hag e oe roet da anaout kement

285