Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/294

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 18.

hevelep ali en hoc’h enep. 22 Neuze David a savaz, hag an holl bobl a oa ganthan, hag e tremenjont ar Jourdan ; ha da c’houlouu deiz na vane ket unan anezhei pehini n’hen doa ket tremenet ar Jourdan.

23 Hag Akitofel, o welet ne oa ket groet ar pez hen doa aliet, a vasaz he azen, a zavaz hag a ieaz d’he di, en he gear ; ha goude m’hen doe laket urz en he di, en em grougaz hag e varvaz ; hag e oe sebeliet en bez he dad.

24 Koulskoude David en em gavaz en Mahanaim ; hag Absalom a dremenaz ar Jourdan, hen hag holl dud Israel ganthan. 25 Hag Absalom a lakeaz Amasa var he arme, en plas Joab. Hag Amasa a oa mab da eun den hanvet Jithra, Israelit, pehini a oa eet da gaout Abigail, merc’h Nakash, ha c’hoar Tseruja, mam Joab. 26 Hag Israel a gampaz gant Absalom en bro Galaad.

27 Ha pa oe eruet David en Mahanaim, Shobi, mab Nakash, pehini a oa euz Rabba euz bugale Ammon, ha Makir, mab Ammiel euz Lodebar, ha Barzillai, Galaadit, euz Roguelim, 28 a zigasaz da Zavid ha d’ar bobl pehini a oa ganthan, gweleou, basinou, besellou douar, gwiniz, heiz, bleud, greun rosted, fao, lantil, ha greun all rostet, 29 mel, aman, denved, ha fourmach zaout, evit en em veva ; rag lavaret a reent : Ar bobl ma hen deuz naoun ; skwiz eo, ha sec’het hen deuz en distro ma.


18 Ha David a reaz ar gwel d’he bobl pehini a oa ganthan, hag e lekeaz varnezhei chefou a villierou ha chefou a ganchou. 2 Ha David a gasaz ar bobl, eun drederen dindan gundu Joab, eun drederen dindan gundu Abishai, mab Tseruja ha breur Joab, hag eun drederen dindan gundu Itthai, ar Guitthian. Hag ar roue a lavaraz d’ar bobl : Me ive, a fell d’in mont ganeoc’h. 3 Mes ar bobl a lavaraz dezhan : Te n’hen di ket ; rag ma vemp lakeat en tec’h, na lakafer ket evez ouzomp, ha pa varvfe an hanter ac’hanomp, na lakafet evez ebet ouzomp ; mes brema, te a dal dek mil eveldomp. Brema eta, e vefe gwelloc’h d’id beza en kear evit hon zikour. 4 Hag ar roue a lavaraz dezhei : Ar pez a gevfet mad, me hen raio. Ar roue en em dalc’haz eta euz koste an nor, hag an holl bobl a ieaz dre ganchou ha dre villou. 5 Hag ar roue a roaz an urz ma da Joab, ha da Abishai, ha da Itthai, hag a lavaraz : Esperniet d’in an den iaouank, Absalom. Hag ar bobl holl a glevaz ar pez hen doa ar roue gourc’hemennet d’an holl chefou divarbenn Absalom.

6 Evel se ar bobl a ieaz er meaz, da ziaraogi Israel ; hag an emgann he doe lec’h en forest Efraim. 7 Eno pobl Israel a oe kannet gant tud David, hag e oe, en deiz ze, er memeuz lec’h ze, eul lazerez vraz, a ugent mil den. 8 Hag an emgann en em astennaz dre ar vro holl, hag en deiz ze ar forest a guzumaz muoc’h kalz a dud evit ar c’hleze

9 Hag Absalom en em gavaz dirag servicherien David. Hag Absalom a oa piniet var eur mul : hag ar mul o veza eet dindan brankou ereet eun derwen vraz, Penn Absalom a oe kemeret en brankou an derwen, hag e choumaz entre an env hag an douar, ar mul a oa dindanhan o veza eat kwit. 10 Hag eun den, o veza gwelet kement se, a lavaraz da Joab : Setu, em euz gwelet Absalom diwiliet euz eun derwen. 11 Ha Joab a respountaz d’an den pehini a ziskleriaz kement se dezhan : Petra ! to ec’h euz he welet ? Ha perag, n’ec’h euz-te ket he ziskaret eno d’an douar ! D’în me e vije bet da rei d’id dek pez arc’hant hag eur gouriz-kleze. 12 Mes an den ze a lavaraz da Joab : Pa bouezfez ebarz em dorn mil pez arc’hant, na lakain ket va dorn var mab ar roue ; rag klevet hon euz ar pez hen deuz ar roue gourc’hemennet, d’id, da Abishai ha da Itthai, o lavarout : Likit, evez pep hini ac’hanoc’h d’an den iaouank, da Absalom. 13 Anez e c’haouiadfen en riskl va buez, rag netra na vefe kutzet d’ar roue, ha te da unan, te en em savfe em enep. 14 Ha Joab a respountaz : Me ne c’hortozin ket keit ze dirazout ! Hag, o veza kemeret tri dared en he zorn, e voutaz anezhei en kaloun Absalom, pehini a oa c’hoaz beo en kreiz an derwen. 15 Goude dek den iaouank, pere a zouge armou Joab, a droiaz Absalom, a skoaz ganthan, hag e achuaz.

16 Neuze Joab a reaz son an drompil, hag ar bobl a zistroaz hag a baouezaz da genredek Israel, rag Joab a zalc’haz ar bobl. 17 Hag e kemerjont Absalom hag hen taoljont er forest, en eun toul bras ; hag e lekejont varnezhan eur bern bras a vein. Hag Israel holl a dec’haz, pep hini en he danten. 18 Hag Absalom hen doa greet sevel, en he veo, eur menek,

284