Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/292

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 16.

gwez Olivez, hag o piniat e wele ; he benn a oa goloet, ha dierc’hen e valee. An holl bobl ive pere a oa ganthan a binie, pep hini ho kaont ho fennou goloet ; hag en eur biniat e welent. 31 Neuze e oe roet kement ma da anaout da Zavid, hag e oe lavaret dezhan : Akitofel a zo entouez ar re a zo n’em zavet gant Absalom. Ha David a lavaraz : Da bedi a ran, o Aotrou, disra kuzul Akitofel ! 32 Ha pa oe deuet David bete krec’h, el lec’h ma en em stouaz dirag Doue, setu, Kushai an Arkit a zeuaz araog dezhan, o kaout he duniken roget ha douar var he benn. 33 Ha David a lavaraz dezhan : Mar deuez pelloc’h ganen, e vezi a vec’h d’in. 34 Mes mar distroez en kear, ha ma leverez da Absalom : Me a zo da zervicher, o roue ! servichet em euz da dad abaoe pell zo, ha brema me a zervicho ac’hanout ; neuze te a zizrao em faver kuzul Akitofel. 35 Ha n’az pezo te ket eno ganez ar sakrifierien Tsadok hag Abiathar ? Ha kement a anavezi euz a di ar roue a lavari d’ar sakrifierien, Tsadok, hag Abiathar ; 36 setu, ema eno ganthei ho daou vab, Akimaats, mab Tsadok, ha Jonathan, mab Abiathar ; rei a refeet da anaout d’in drezhei kement a anavefet. 37 Evel se Kushai, minion David, a zistroaz en kear. Hag Absalom a zeuaz da Jerusalem.


16 Pa hen doa David tremenet al lein, setu, Tsiba, servicher Mefibosheth, a zeuaz araog dezhan gant daou azen samet, var bere e oa daou c’hant bara, ha kant paket rezin sec’h, ha kant a frouez hanv, hag eun outrad gwin. 2 Hag ar roue a lavaraz da Tsiba : Petra fell d’id ober euz ar re ze ? Ha Tsiba a respountaz : An ezen a zervicho da vonteur evit ti ar roue, hag ar bara hag ar frouezou hanv a zo evit bevans an dud iaouank, ha gwin a zo da eva evit ar re pere a zo skwiz en distro. 3 Hag ar roue a lavaraz : Mes pelec’h ema mab da vestr ? Ha Tsiba a respountaz d’ar roue : Setu, choumet eo en Jerusalem ; rag lavaret hen deuz : Hirie ti Israel a roio d’in rouantelez va zad. 4 Neuze ar roue a lavaraz da Tsiba : Setu, kement a zo da Vefibosheth, a zo d’id. Ha Tsiba a lavaraz : En em stoui a ran ! Ma kavin trugarez dirag da zaoulagad, o roue, va aotrou !

5 Neuze ar roue David a zeuaz bete Bakurim ; ha setu, e teuaz eur gwaz ac’hane, euz famil ti Saül, hanvet Shimei, mab Guera. 6 Dont a reaz araog en eur villiga, hag e sklape mein a enep David hag a enep holl servicherien^ ar roue David hag a enep ar bobl holl, hag an holl dud nerzuz, en he zeou hag en he gleiz. 7 Ha Shimei a gomze evelhen en eur villiga anezhan : Deuz er-meaz, deuz er-meaz, den a oad, den fall ! 8 An Aotrou a laka da adkweza varnout an holl oad euz a di Saül, en plas pehini he renez ; hag an Aotrou Hen deuz lakeat ar rouantelez entre daouarn da vab Absalom, ha setu te en da walheur da unan, dre ma ez out eun den a oad ! 9 Neuze Abishai, mab Tseruja, a lavaraz d’ar roue : Perag ar c’hi maro ze a villigfe ar roue, va aotrou ? Lez ac’hanoun da vont araog, ma lamin he benn diganthan ! 10 Mes ar roue a respountaz : Petra em bezo da ober ganeoc’h, mibien Tseruja ? Ra villigo ; rag an Aotrou Hen deuz lavaret dezhan : Millig David ; piou eta a lavaro dezhan : Perag e rez-te evel se ? 11 Ha David a lavaraz da Abishai ha d’he holl zervicherien : Setu, va mab va unan, pehini a zo deuet euz va entraliou, a glask va buez. Pegement mui brema ar Benjamit ze ! Lez anezhan, ha ra villigo, rag an Aotrou Hen deuz he lavaret dezhan. 12 Marteze he sello an Aotrou euz va glac’har, hag he roio an Aotrou vad d’in el lec’h ar malloziou a hirie. 13 David hag he dud a gendalc’he eta ho hent ; ha Shimei a valee var goste ar menez dirazhan ; hag en eur vale he villige, hag he tole mein ganthan, hag e save ar boultren. 14 Evel se ar roue David hag an holl bobl pehini a oa ganthan a eruaz skwiz, hag eno ec’h ehanjont.

15 Koulskoude Absalom hag an holl bobl, tud Israel, a ieaz en Jerusalcm, hag Akitofel a oa ganthan. 16 Ha pa oe deuet Kushai, an Arkit, minion David, da gaout Absalom, Kushai a lavaraz da Absalom : Ra vevo ar roue ! Ra vevo ar roue. 17 Hag Absalom a lavaraz da Gushai : hounez eta eo ar garante ec’h euz evit da vinion ? Perag n’out-te ket eat gant da vinion ? 18 Mes Kushai a respountaz da Absalom : Nan, mes me a vezo d’an hini a zo bet choazet gant an Aotrou, gant ar bobl ma ha gant holl dud Israel ; ha me a choumo ganthan. 19 Hag a hend all, piou a zervichfen me ? Na vefe ket he vab ? Me a vezo da zervicher, evel ma ez oun bet servicher da dad.

282