Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/291

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 15.

spounte : Da zervicher a zo euz a unan a bobladou Israel, 3 Absalom a lavare dezhan : Gwel, da gaoz a zo mad hag eëun ; mes n’ec’h euz den evit selaou ac’hanout a beurz ar roue, 4 Hag Absalom a lavare : Perag n’am lekeer ket da varner er vro ! Pep den pehini hen dije eur proses pe eun affer da varn a zeufe d’am c’haout me, ha me a rafe eeünder dezhan. 5 Ha ma tostae unan benag evit en em stoui dirazhan, ec’h astenne dezhan he zorn, hag e kemere anezhan hag e poke dezhan. 6 Absalom a rea evel se d’ar re holl euz a Israel pere a zeue entrezek ar roue evit beza barnet ; hag Absalom a c’houneze kaloun tud Israel.

7 Hag e c’hoarvezaz, aben daou-ugent vloaz, ma lavaraz Absalom d’ar roue : Da bedi a ran, ma ez in da Hebron, evit kwitezi ar gwestl em euz groet d’an Aotrou. 8 Rag, pa choume da zervicber en Gueshur er Siri, e roaz eur gwestl, o lavaret : Mar laka an Aotrou ac’hanoun da zistrei da Jerusalem, me a zervicho an Aotrou. 9 Hag ar roue a respountaz dezhan : Kea en peoc’h ! Sevel a reaz eta, hag ez eaz da Hebron. 10 Hag Absalom a gasaz spierien euz holl bobladou Israel, evit lavaret : Pa glevfeet son an drompil, leveret : Absalom a zo lekeat da roue en Hebron ! 11 Ha gant Absalom ez eaz daou c’hant den euz Jerusalem, pere hen doa pedet ; hag int a iea en pep eeünder, hep anaout netra. 12 Hag Absalom, enpad ma kinnige ar sakrifisou, a gasaz da c’hervel Akitofel, ar Guilonit, kuzulier David, en he gear a C’huilo ; hag en em reaz eno eur gendouidigez gallouduz ; hag ar bobl a iea en eur greski en kichen Absalom.

13 Neuze e teuaz da gaout David eur c’hannad, pehini a lavaraz dezhan : Kaloun tud Israel en em dro var zu Absalom. 14 Ha David a lavaraz d’he holl zervicherien pere a oa ganthan en Jerusalom : Savit ha tec’homp, rag na helfomp ket tec’hel kwit digant Absalom. Hastit mont kwit, gant aoun na hastfe, na dapfe ac’hanomp, na dolfe an drouk varnomp ha na lakafe tremen kear dre laonien ar c’hleze. 15 Ha servicherien ar roue a respountaz d’ar roue : Da zervicherien a zo prest da ober kement a gavo ar roue, hon aotrou mad. 16 Ar roue a ieaz eta kwit, hag he di holl hen heulie ; mes ar roue a lezaz deg greg, euz he ribodezed, evit diwal he di. 17 Evel se ar roue a ieaz kwit, hag an holl bobl var he lerc’h ; hag ec’h ehanjont en Beth- Merkak. 18 Hag he holl zervicherien a valee a gostez dezhan, hag an holl Gerethied, an holl Belethied, hag an holl Guittied, vardro c’hwec’h kant den deuet euz Gad var he lerc’h, a valee dirag ar roue. 19 Mes ar roue a lavaraz da Itthai, ar Guitthied : Perag e teufez-te ive ganeomp ni ? Distro-te, ha choum gant ar roue, rag te a zo diaveziad, hag e tleez zoken distrei en da lec’h. 20 Dec’h e oaz deuet, hag hirie e rafen d’id mont ama hag ahont ganeomp ? Evidoun me, me a ia el lec’h ma hellan ; distro, ha kas da vreudeur ganez. Ra heulio an drugarez hag ar wirionez ac’hanout ! 21 Mes Itthai a respountaz d’ar roue, o lavarout : An Aotrou a zo beo, hag ar roue, va aotrou, a vev ! el leac’h ma vezo ar roue va aotrou, pe evit mervel pe evit beva, da zervicher a vezo ive eno. 22 Neuze David a lavaraz da Itthai : Deuz ha bale. Hag Itthai ar Guitthian, a valeaz, gant he holl dud, hag an holl vugale vihan a oa ganthan.

23 Hag ar vro holl a wele gant kriadennou bras ; hag an holl bobl a dremene. Hag ar roue a dremenaz dour red Sedron, hag an holl bobl a dremenaz dirag an hent a ia d’an distro.

24 Tsadok a oa ive eno, ha ganthan an holl Levited pere a zouge arc’h konvenans Doue ; hag e lekejont eno arc’h Doue ; hag Abiathar a binie, enpad ma achue an holl bobl da vont er meaz euz a gear. 25 Mes ar roue a lavaraz da Tsadok : Adkas arc’h Doue en kear. Mar kavan trugarez dirag an Aotrou, Hec’h addigaso ac’hanoun, hag he tiskwezo d’in an arc’h hag he choumaj. 26 Mar 26 lavar evelhen : Na gemeran ket a blijadur ennout-te ; setu me ama, ra raio ouzin ar pez a fello dezhan. 27 Ar roue a lavaraz c’hoaz da Tsadok, ar sakrifier : Gwelet a rez ? Distro en peoc’h en kear, kenkoulz evel Akimaats, da vab, ha Jonathan, mab Abiathar, ho taou vab, ganeoc’h. 28 Sellit, me a ia da c’hortoz en plenennou an distro, ken a zeufer da zigas d’in kelou euz ho peurz. 29 Tsadok hag Abiathar a zigasaz eta arc’h Doue da Jerusalem, hag e choumjont eno.

30 Ha David a binie dre grec’hien ar

281