Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/288

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 13.

reaz ive euz kear eun diwisk bras meurbed. 31 Hag e lakeaz da zont er meaz ar bobl a oa, hag e lakeaz anezhei dindan eskennou, dindan frezou houarn ha dindan hachou houarn, hag e reaz dezhei tremen dre eur forniez brik ; ober a reaz evel se da holl geariou bugale Ammon. Goude David a zistroaz da Jerusalem gant an holl bobl.


13 GOUDE kement se, e c’hoarvezaz penaoz Absalom, mab David, hen doa eur c’hoar pehini a oa kaer hag a oa hanvet Tamar, Amnon, mab David, a garaz anezhi. 2 Hag Amnon a oa trubuliet bete en em renta klanv, abalamour da Damar, he c’hoar ; rag hi a oa gwerc’h, hag e seblante re diez da Amnon kaout netra outhi. 3 Hag Amnon hen doa eur minion hanvet Jonadab, mab Shimea, breur David ; ha Jonadab a oa eun den poellek bras. 4 Hag hen a lavaraz dezhan : Mab ar roue, perag e treuteez-te evel se a zeiz da zeiz ? Ha n’hen diskleri hen ket d’in ? Amnon a lavaraz dezhan : Karout a ran Tamar, c’hoar va breur Absalom. 5 Ha Jonadab a lavaraz dezhan : Gourvez-te var da wele, ha gra ar c’hlanv ; ha pa zeuo da dad da welet ac’hanout, e lavari dezhan : Me az ped, ma teuo va c’hoar Tamar, ha ma roio d’in da zibri ; ra ficho dirazoun eur meuz benag, evit ma he welin, ha ma tebrin euz he dorn.

6 Amnon eta a c’hourvezaz hag a reaz ar c’hlanv ; hag ar roue a zeuaz da welet anezhan, hag Amnon a lavaraz d’ar roue : Da bedi a ran, ma teuo va c’hoar Tamar ha ma raio diou wastel dirazoun, ha ma tebrin anezhei euz he daouarn. 7 Ha David a gasaz da lavaret da Damar en he zi : Kea da di da vreur Amnon, ha fich dezhan eun dra benag da zibri. 8 Ha Tamar a ieaz da di Amnon, he breur, pehini a oa gourvezet. Hag e kemeraz toaz, hag e verraz anezhan, hag he reaz dirazhan diou wastel, hag ho lekeaz da boazet. 9 Goude e kemeraz ar billik hag ho lekeaz dirazhan ; mes Amnon na fellaz ket dezhan dibri, hag e lavaraz : Kasit kwit ar re holl a zo em c’hichen. Ha pep hini a ieaz kwit. 10 Neuze Amnon a lavaraz da Damar : Digas d’in er gambr ar pez ec’h euz fichet d’in, ha ma hen debrin euz da zorn. Ha Tamar a gemeraz ar gwastellou pere he doa groet, hag ho digasaz da Amnon, he breur, er gambr. 11 Hag ho c’hinnigaz dezhan evit ma tebrche outhei ; mes hen a grogaz ennhi hag a lavaraz dezhi : Deuz, kousk ganen, va c’hoar. 12 Hag hi a respountaz dezhan : Nan, a breur, na ra ket a violans d’in, rag ze ne ve ket groet en Israel ; na ra ket an euzuzted ze. 13 Ha me, pelec’h ez in da gaz va dismegans ? Ha te, te a vezo evel eun den diskiant, en Israel. Brema eta, komz a gement se, me az ped, d’ar roue, hag hen na harzo ket ma vefen greg d’id. 14 Mes na fellaz ket dezhan selaou anezhi, hag e oe krenvoc’h evithi ; ober a reaz violans dezhi, hag e kouskaz ganthi.

15 Goude Amnon hen doe eur gasouni vras evithi ; hag ar gasouni hen doe outhi a oa brasoc’h evit ar garantez hen doa bet evithi. Evel se Amnon a lavaraz dezhi : Sav-te, kea kwit ! 16 Hag hi a lavaraz dezhan : Na ra ket d’in an drouk ze, brasoc’h evit egile pehini ec’h euz groet d’in, d’am c’has kwit ! Mes na fellaz ket dezhan selaou anezhi ; 17 hag, o c’hervel ar mevel a zerviche anezhan, e lavaraz : Ra vezo kaset ar vreg ze pell ouzin, ra vezo lekeat er meaz, ha zer an nor outhi ! 18 Ha gwisket e oa gant eur zae vriz, rag merc’hed gwerc’h ar roue a vije gwisket evel se. An hini a zerviche Amnon he lekeaz eta er meaz, hag a zerraz an nor var he lerc’h. 19 Neuze Tamar a gemeraz ludu var he fenn, hag a rogaz ar zae briz a oa varnezhi ; lakaat a reaz he dorn var he fenn, hag ez eaz kwit en eur grial.

20 Hag he breur Absalom a lavaraz dezhi : Amnon da vreur, a zo bet ganez ? Brema, va c’hoar, ro peoc’h, da vreur eo ; na c’hlac’har ket da galoun a gement ma. Evel se Tamar a choumaz glac’haret en ti Absalom, he breur. 21 Ar roue David a anavezaz an holl draou ma, hag a oe gwal goleret outhei. Hag Absalom na gomze nag en mad nag en fall da Amnon ; 22 rag Absalom a gasae Amnon, abalamour ma hen doa dismeganset Tamar, he c’hoar.

23 Hag e c’hoarvezaz, daou vloaz goude, ma hen doa Absalom an douzerien en Baal-Hatsor, pehini a zo tost da Efraim, hag e pedaz holl vibien ar roue. 24 Hag Absalom a zeuaz da gaout ar roue, hag a lavaraz : Setu, an douzerien a zo gant da zervicher ; me az ped eta, evit ma teuo ar roue hag he zervicherien da di da zervicher. 25 Mes ar roue a lavaraz

278