Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/287

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 12.

deuet d’he di ; mes kemeret hen deuz danvadez an den paour, hag hen deuz fichet anezhi d’an den pehini a oa deuet d’he di. 5 Neuze koler David en em danaz kalz a enep an den se ; hag e lavaraz da Nathan : An Aotrou a zo beo ! An den pehini hen deuz groet kement se a zo din a varo. 6 Hag evit eun danvadez, he roio peder, pa hen deur groet ze ha pa eo bet didruez.

7 Neuze Nathan a lavaraz da Zavid : Te eo an den ze ! Evelhen a lavar an Aotrou, Doue Israel : Da eoliet em euz da roue var Israel, hag em euz delivret ac’hanout a zorn Saül ; 8 roet em euz zoken d’id ti da aotrou, ha gragez da aotrou en da vruched, hag em euz roet d’id ti Israel ha Juda, ha ma vije nebeut, em bije roet d’id an dra ma pe an dra hont. 9 Perag eta ec’h euz disprijet gir an Aotrou, oc’h ober ar per a zisplij dezhan ? Skoet ec’h euz gant ar c’hleze Uri, an Hethian ; kemeret ec’h euz he vreg evit ober outhi da vreg, hag hen, te c’heuz he lazet dre gleze bugale Ammon. 10 Ha brema, ar c’hleze na bellaio biken euz da di, abalamour ma ec’h euz disprijet ac’hanoun, ha ma hec’h euz kemeret greg Uri, an Hethian, evit ma vije da vreg. 11 Evelhen a lavar an Aotrou : Setu, me a ia da lakaat da zont er meaz euz da di da unan ar gwalheur a enep d’id ; Me a gemero da c’hragez dirag da zaoulagad, hag he roin anezhei da unan euz da gerent, hag e kousko gant da c’hragez, dirag an heol ma. 12 Rag te ec’h euz he c’hroet en kuz ; mes Me hen raio dirag Israel holl hag euz fas an heol.

13 Neuze David a lavaraz da Nathan : Pec’het em euz a enep an Aotrou ! Ha Nathan a lavaraz da Zavid : Dre ze an Aotrou Hen deuz lakeat da bec’het da dremen ; na varvi ket ; 14 koulskoude, abalamour ma ec’h euz en kement se root lec’h da enebourien an Aotrou da zrouk pedi, ar mab a zo ganet d’id a varvo a-dra-zur. 15 Ha Nathan a zistroaz d’he di.

16 Hag an Aotrou a skoaz ar bugel doa greg Uri ganet da Zavid, hag e teuaz gwal glanv ; ha David a bedaz Doue evit ar bugel, ha David a iunaz ; goude ec’h antreaz hag e tremenaz an nor gourvezet var an douar. 17 Ha re ansien he di a savaz hag a zeuaz d’he grout evit ober dezhan sevel divar an douar ; mes na fellaz ket dezhan, ha na zebraz ket ganthei. 18 Hag er seizved deiz ar bugel a varvaz, ha servicherien David ho doa aoun da rei da anaout dezhan he oa maro ar bugel ; rag lavaret a reent : Pa oa ar bugel en buez, hon euz komzet outhan, ha n’euz ket selaouet hon mouez ; penaoz eta e lavarfomp-ni dezhan eo maro an bugel ? Ober a raio gwasoc’h c’hoaz. 19 Mes David a welaz e komze he zervicherien goustadik, hag e komprenaz e oa ar bugel maro ; ha David a lavaraz d’he zervicherien : Maro eo ar bugel ? Int a respountaz Maro eo. 20 Neuze David a savaz divar an douar, sevel a reaz, en em eolia, hag e chanchas he zillad ; hag ez eaz en ti an Aotrou, hag en em stouaz. Goude he tistroaz d’he di ; goulen a reaz boued pehini a oa kinniget dezhan, hag e tebraz. 21 Hag he zervicherien a lavaraz dezhan : Petra eta a rez ? Iunet ha gwelet ec’h euz abalamour d’ar bugel, pa oa c’hoaz en buez ; ha pa eo maro, e savez hag e kemerez boued ? 22 Mes lavarout a reaz : Pa oa ar bugel c’hoaz en buez, em euz iunet hag em euz gwelet ; rag lavaret a reen : Piou a oar hag Hen n’Hen devezo ket an Aotrou truez ouzin, hag hen na vevo ket ar bugel ? 23 Mes brema pa eo maro, perag he iunfen me ? Hellout a rafen ober dezhan distrei ? Me a ielo var he lerc’h, mes hen na zistroio ket d’am c’haout.

24 Ha David a gonsolaz he vreg Bath-Sheba ; hag e teuaz d’he c’haout, hag e kouskaz ganthi ; hag e c’hanaz our mab, pehini a hanvaz Salomon. Hag an Aotrou a garaz anezhan ; 25 hag E kasaz Nathan, ar profed, pehini a roaz dezhan an hano a Jedidia, abalamour d’an Aotrou.

26 Ha Joab a rea ar brezel a enep Rabba bugale Ammon, hag e kemeraz ar gear roueek. 27 Neuze Joab a gasaz kannaded da gaout David, evit lavaret dezhan : Attaket em euz Rabba, ha kemeret em euz zoken kear an doureier. 28 Brema eta dastum an nemorant euz ar bobl, ha kamp a enep kear ha kemer anezhi, gant aoun na gemerfen kear ha na vefe galvet euz va hano. 29 David a zastumaz eta an holl bobl ; bale a rear a enep Rabba, brezellia a reaz a enep dezhi, hag e kemeraz anezhi. 30 Hag e lamaz kurunen ho roue divar he benn ; aour e oa gant mein prisius, hag e poeze eun taland ; hag e oe lakeat var benn David. Digas a

277