Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/286

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 12.

dezhan : 4 N’eo ket Bath-Sheba, merc’h Eliam, greg Uri, an Hethian ? Ha David a gasaz kannaded d’he c’herc’hat dezhan. Dont a reaz d’he gaout, hag e kouskaz ganthi ; hag hi a oe neteet euz he dic’hlanded ; goude e tistroaz d’he zi. 5 Hag ar vreg ze a gonsevaz, hag e kasaz d’hen diskleria da Zavid, o lavarout dezhan : Me a zo brazez.

6 Neuze David a reaz lavaret da Joab : Digas d’in Uri, an Hethian. Joab a gasaz eta Uri da gaout David. 7 Hag Uri a zeuaz d’he gaout, ha David a reaz goulennou outhan var stad Joab, ha var hini ar bobl, ha var stad ar brezel. 8 Goude David a lavaraz da Uri : Disken en da di ha gwalc’h da dreid. Uri a ieaz eta euz a di ar roue, hag e oe roet dezhan eur prof a beurz ar roue. Mes Uri a gouskaz en tal dor ti ar roue, gant holl servicherien he aotrou, ha ne ziskennaz ket en he di. 10 Hag e oe lavaret ze da Zavid, hag e oe lavaret dezhan : Uri n’eo ket diskennet en he di. Ha David a lavaraz da Uri : Na zeuez-te ket euz beaji ? Perag n’out-te ket diskennet en da di ? 11 Hag Uri a respountaz da Zavid : An arc’h, hag Israel ha Juda a loj dindan tantennou ; Joab va aotrou ive ha servicherien va aotrou a gamp er parkeier ; ha me a iafe em zi da zibri ha da eva, ha da gousket gant va greg ? Te a zo beo, ha da ine a vev, penaoz na wifen ober eun hevelep tra ! 12 Ha David a lavaraz da Uri : Choum c’hoaz hirie ama, ha varc’hoaz me a gaso ac’hanout kwit. Uri a choumaz c’hoaz eta en Jerusalem en deiz se hag en deiz var-lerc’h. 13 Goude David a c’halvaz anezhan, hag e tebraz hag ec’h evaz dirazhan, ha David hen mezvaz ; mes d’an abardaez ez eaz evit kousket en he wele, gant servicherien he vestr, ha na ziskennaz ket en he di.

14 Neuze, an deiz varlerc’h, ar beure, David a skrivaz eul lizer da Joab, hag e gasaz dre zaouam Uri. 15 Hag he skrivaz dezhan evelhen : Lekeat Uri el lec’h ma vezo ar brasa ar brezel, ha pellait outhan, evit ma vezo skoet ha ma varvo. 16 Joab, eta o veza evesaet kear, a lakeaz Uri el lec’h ma wie e vije an dud nerzusa. 17 Ha tud kear a zeuaz er meaz hag a vrezelliaz a enep Joab, ha kalz a gwezaz entouez ar bobl, a douez servicherien David. Uri, an Hethian, a varvaz ive. 18 Goude Joab a gasaz da gaout David, evit lavaret dezhan kement a oa eruet en emgann. 19 Hag e roaz an urz ma d’ar c’hannad, hag e lavaraz dezhan : Pa ez pezo achuet da gomz d’ar roue euz ar pez holl a zo en em gavet en emgann, mar c’hoarvez en em lakafe ar roue en koler ha ma lavar d’id : Perag och-hu en em dostaet euz kear evit brezelli ? Na ouzoc’h-hu ket he tenner dreist ar voger ? 21 Piou a lazaz Abimelek, mab Jerubbesheth ? N’eo ket eur vreg pehini a dolaz varnezhan eun tam mean milin, euz kreac’h ar voger, hag e varvaz en Thebets ? Perag hoc’h-hu tostaet euz ar voger ? Neuze e lavari dezhan : Da zervicher Uri, an Hethian, a zo ive maro.

22 Ar c’hannad eta a ieaz, hag, o veza eruet, e roaz da anaout da Zavid an holl draou evit pere hen doa Joab he gaset. 23 Ar c’hannad a lavaraz eta da Zavid : An dud ze a zo en em diskwezet nerzusoc’h evidomp, hag a zo deuet a enep deomp var ar meaz ; mes ni hon euz ho boutet bete digor dor kear. 24 Hag an archerien ho deuz tennet var da zervicherien, euz krec’h ar voger, hag hiniennou euz servicherien ar roue a zo maro ; da zervicher Uri, an Hethian, a zo maro ive. 25 Ha David a lavaraz d’ar c’hannad : Evelhen a lavari da Joab : Ra na boanio ket ze ac’hanout ; rag ar c’hleze a zevor a wechou unan, a wechou egile ; addoubl ar brezel a enep kear, ha distruj anezhi. Ha te, kennerz anezhan ! 26 Ha greg Uri a anavezaz he oa maro Uri, hag a gemeraz ar c’hanv evit he fried. 27 Pa oe ar c’hanv tremenet, David a gasaz d’he c’hemer en he di, hag he oe he vreg, hag e c’hanaz dezhan eur mab. Mes ar pez hen doa David groet, a zisplijaz d’an Aotrou.


12 Hag an Aotrou a gasaz Nathan da gaout David ; hag he teuaz d’he gaout hag e lavaraz dezhan : Beza he oa daou den en eur gear, unan pinvidik hag egile paour. 2 Ar pinvidik hen doa loened bras ha munud en niver bras. 3 Mes ar paour n’hen doa netra ebet, nemert eun danvadez vihan pehini hen doa prenet ha bevet, ha pehini he doa kresket en he di ha gant he vugale, o tibri euz he damou, oc’h eva euz he galei, hag ho kouskat en he vruched ; hag e oa evel he verc’h. 4 Mes eur beajour o veza deuet da di an den pinvidik ma, hen deuz esperniet he loened bras ha munud, ha n’hen deuz ket fichet outhei d’an tremeniard pehini a zo

276