Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/283

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 7.

daoulagad ; mes beza he vezin en enor en kichen ar mitizien a bere he komzez. 23 Ha Mikal, merc’h Saül, ne doe ket a vugale beteg an deiz euz he maro.


7 Goude ma oe ar roue diazeet en he di, ha ma Hen doa an Aotrou roet peoc’h dezhan trozro euz he holl enebourien, 2 ar roue a lavaraz da Nathan, ar profed : Sell, me a choum en eun ti sedr, hag arc’h Doue a choum dindan eun danten. 3 Ha Nathan a lavaraz d’ar roue : Kea, gra kement a zo en da galoun, rag an Aotrou a zo ganez.

4 Mes c’hoarvezout a reaz, en noz ze, ma oe gir an Aotrou kaset da Nathan, er c’homzou ma : Kea, ha lavar da Zavid, ma zervicher : Evel-hen Hen deuz lavaret an Aotrou : te eo a savfe eun ti d’In Me, evit ma choumin ennhan ; 6 pa n’em euz ket choumet en eun ti, abaoe an deiz ma em euz lakeat bugale Israel da biniat euz an Ejipt bete hirie, mes Em euz baleet ama hag ahont dindan eun danten hag en eun tabernakl ? 7 Dre holl el lec’h em euz baleet gant holl vugale Israel, ha lavaret em euz eur gir a gement se da unan benag ar bobladou Israel, d’an hini Em euz gourc’hemennet mesa va fobl Israel ? Ha lavaret em euz : Perag n’hoc’h euz-hu ket savet d’in eun ti sedr. 8 Brema eta e lavari evelhen da Zavid, ma zervicher : Eve1hen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Da dennet em euz euz eur gabanen, a gichen an denved, evit ma vijez rener va fobl Israel, hag oun bet ganez dre holl el lec’h ma out bet ; distrujet em euz da holl enebourien dirazout, hag em euz rentet, da hano bras, evel hano re vras an douar. 10 Hag em euz merket eul lec’h d’am fobl Israel ; Me Em euz he blantet, hag en he geae e choum ; na vezo ken hijet, ha bugale an drougiez n’hen glac’harfont ken evel diagent, 11 abaoe an deiz ma Em euz lakeat barnerien var va fobl Israel. Hag em euz roet diskwiz d’id euz da holl enebourien. An Aotrou eta Hen deuz roet da anaout d’id E savo d’id eun ti. 12 Pa vezo da zeiziou peurc’hroet, ha ma vezi kousket gant da dadou, sevel a rin da lignez var da lerc’h, an hini a zeuio euz da entraillou, ha me a startao he ren ; 13 hen eo an hini pehini a zavo eun ti em hano, ha me a startao trôn he ren da viken. 14 Me a vezo he dad, hag hen a vezo va mab. Mar gra eur fallentez benag, Me hen kastio gant gwalen an did ha gant gouliou mibien an dud, 15 mes ma gras n’en em denno ket outhan, evel ma Em euz he zennet euz Saul, pehin Em euz lamat a zirazout. 16 Evel se da di ha da ren a vezo stardet da viken dirag da aoulagad ; da drôn a vezo da viken stardet.

17 Nathan a gomzaz eta da Zavid hervez an holl gomzou hag an weledigez ze.

18 Neuze ar roue David a ieaz hag en em dalc’haz en he za dirag an Aotrou, hag e lavaraz : Piou oun-me, Aotrou Aotrou, ha pehini eo ma zi, ma ec’h euz ma lakeat da zont el lec’h ma ez oun ? 19 C’hoaz eo ze zeblantet d’id nebeut a dra, Aotrou Aotrou ; komzet ec’h euz zoken euz ti da zervicher evit an amzer da zont. Ha beza ema evel se doare da ober an dud, Aotrou Aotrou ? 20 Ha petra helfe ken David lavaret d’id ? rag, Aotrou Aotrou, anaout a rez da zervicher. 21 Abalamour d’az komz, hag hervez da galoun, hec’h euz groet an holl draou bras ze hag ho roet da anaout da zervicher. 22 Evel se out bras, Aotrou Doue ; rag nikun n’hen deuz eveldout, ha n’hen deuz Doue all ebet nemert Out, hervez kement hon euz klevet gant hon diouskouarn. 23 Ha piou a zo evel da bobl, evel Israel, ar bobl hepken euz an douar eo deuet Doue da brena evit ober outhi he bobl, evit en em rei eun hano bras, hag evit ober en he faver, en faver da vro, an traou bras ze ha spontuz, o kas kwit a zirag da bobl pehini Ec’h euz prenet euz an Ejipt, ar boblou hag ho doueou ? 24 Rag en em zureet out da bobl Israel evit beza da bobl da viken ; ha te, Aotrou, te eo bet ho Doue. 25 Brema eta, Aotrou Doue, konfirm evit biken ar gir Ec’h euz lavaret var da zervicher ha var he di, ha gra hervez da c’hir. 26 Ha ma vezo da hano manifiet da viken ; ha ma vezo lavaret : Aotrou an armeou eo Doue Israel ! Ha ma vezo ti David da zervicher nerzet dirazout. 27 Rag te da unan, Aotrou an armeou, Doue Israel, te Ec’h euz roet da glevet an traou ze da zervicher, o lavarout : Me a ziazeo d’id eun ti ! Dre ze da zervicher hen deuz kemeret an hardiegez da ober d’id ar beden ma. 28 Brema eta, Aotrou Aotrou, te a zo Doue, ha da gomzou a zo gwirion ; hag, Ec’h euz prometet da zervicher ober dezhan ar vad ze. 29 Ra fello

273