Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/282

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 6.

traonien ar Jeanted. 19 Neuze David a guzultaz an Aotrou, o lavarout : Piniat a rin a enep ar Filistined ? ho lakaat a ri entre va daouarn ? Hag an Aotrou a respountaz da Zavid : Pin ; rag, a-dra-zur me a lakao ar Filistined entre da zaouarn. 20 Neuze David a zeuaz da Vaal-Peratsim, el lec’h ma ho filaz ; hag e lavaraz : An Aotrou Hen deuz lakeat va enebourien da rulial araog d’in, evel an doureier pere a red. Dre ze he c’hanyaz al lec’h ze Baal-Peratsim. 21 Hag e lezchont eno zoken ho idolou pere a ieaz gant David he gant he dud.

22 Goude ar Filistined a biniaz c’hoaz eur veach, hag en em skuljont en traonien ar Jeanted ; 23 ha David a guzultaz an Aotrou, pehini a respountaz : Na binii het ; ho zrei a ri dre adre, hag ez zi on ho enep dirag ar mouar-bran. 24 Ha pa glevi eun drouz kamet en krec’h ar mouar-bran, hast neuze ; rag an Aotrou a ielo araog d’id da skei kan ar Filistined. 25 David a reaz eta ar pez Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan ; hag e kannaz ar Filistined adaleg Gueba bete Guezor.


6 DAVID a zastumaz c’hoaz an holl dud dibabet a Israel, en niver a dregont mil. 2 Gouda David a savaz, kenkoulz hag an holl bobl a oa ganthan, hag ez ejont euz Baele Juda, evit digas ac’hane arc’h Doue, dirag pehini eo galvet hano Aotrou an armeou pehini a choum entre ar cherubined. 3 Hag e lekejont arch Doue var eur c’har nevez, hag e tigaschont anezhi euz a di Abinadab, pehini a oa var ar grec’hien ; hag Uzza hag Akjo, mibien Abinadab, a rene ar c’har nevez. 4 Digas a rejont eta anezhi euz ti Abinadab, var ar grec’hien, gant arc’h Doue, hag Akjo a iea araog an arc’h. 5 Ha David hag holl di Israel a c’hoarie dirag an Aotrou gant pep sort binviou koad sipres, telennou, lirennou, taboulinou, sistrou ha simbalou. 6 Ha pa oent deuet bete leur Nakon, Uzza a gasaz he zorn var arch Doue hag a grogaz ennhi, abalamour ma winke an ijenned. 7 Ha koler Doue a elumaz a enep Uzza, ha Doue a skoaz anezhan abalamour d’he hardiegez, hag e varvaz eno, tost da arc’h Doue. 8 Ha David a oe glac’haret euz ma Hen doe an Aotrou groet eur gasti en Uzza, ha bete hirie eo hanvet al lec’h ze Perets-Uzza. 9 David hen doe eta aoun euz an Aotrou en deiz ze, hag he lavaraz : Penaoz he teuo arc’h an Aotrou em zi ? 10 Ha David na fellaz ket dezhan digas arc’h an Aotrou d’he di, en kear David ; mes lakeat a reaz he c’has da di Obed-Edom, euz Gath. 11 Hag arc’h an Aotrou a choumaz en ti Obed-Edom, ar Guitthian, tri mis ; hag an Aotrou a vennigaz Obed-Edom hag he holl di.

12 Goude he teujot da lavaret da Zavid : An Aotrou Hen deuz benniget ti Obed-Edom ha kement a zo dezhan, abalamour da arc’h Doue. Neuze David a ieaz di, hag a lakeaz arc’h Doue da biniat euz ti Obed-Edom en kear David, gant joa. 13 Ha pa ho doe groet c’hwec’h kamed ar re a zouge arc’h Doue, he oe sakrifiet kolleou ha maouted lard. 14 Ha David a lame euz he holl nerz dirag an Aotrou ; hag he oa gourizet gant eun efod lin. 15 David hag holl di Israel a lakeaz evel se arc’h an Aotrou da biniat gant kriadennou a joa hag euz zon an trompillou. 16 Mes evel ma ez ea arc’h Doue en kear David, Mikal, merc’h Saül, o sellat dre ar prenest, a welaz ar roue David pehini a lampe hag a zonae dirag an Aotrou, hag e tisprijaz anezhan en he c’haloun.

17 Digas a rejont eta arc’h an Aotrou hag e lekejont anezhi en he lec’h, en danten hen doa David greet ; ha David a ginnigaz profou devet ha sakrifisou a beoc’h dirag an Aotrou. 18 Pa hen doa, David achuet da ginnig an sakrifisou losk hag ar sakrifisou a beoc’h, he vennigaz ar bobl en hano Aotrou an armeou ; 19 hag e roaz d’an holl bobl, da holl vanden Israel, ken d’ar wersed evel d’ar merc’hed, da bep hini eur bara, eul loden gik hag eur wastel rezin. Goude an holl a zistroaz pep hini d’he di.

20 David a zistroaz ive de venniga he di ; mes Saül, a zeuaz araog dezhan, hag a lavaraz : Pebeuz enor eo en em c’hroet hirie roue Israel, euz en em dizolo dirag daoulagad mitizien he zervicherien, evel ma en em dizolofe eun den netrat ! 21 Mes David a lavaraz da Vikal : Dirag an Aotrou eo, pehini Hen deuz ma choazet kentoc’h evit da dad hag he holl di, evit ma lakaat rener d’he bobl Israel, dirag an Aotrou eo ez oun en em laouenaet. 22 Hag en em izelaiin c’hoaz muoc’h evit kement se, hag e vezin humiliet d’am

272