Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/281

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 5.

oant da Rimmon ar Beerothian, euz bugale Benjamin (rag Beeroth a oa niveret evel o veza da Venjamin, 3 hag ar Veerothianed a oa tec’het bete Guitthaim, hag int bet choumet ebarz bete hirie).

4 Ha Jonathan, mab Saül, hen doa eur mab mac’hagnet euz he dreid ; oajet e oa a bemp bloaz pa en em gavaz ar c’helou euz a varo Saül ha Jonathan en Jizreel ; hag he vagerez he gemeraz hag a dec’haz, hag evel ma c’haste tec’hel, he kwezaz hag he teuaz kam ; he hano oa Mefibosheth.

5 Mibien Rimmon, ar Beerothian, Rekab ha Baana, a zeuaz eta hag a ieaz en tomder an deiz en ti Ishbosheth, evel ma kemere he ziskwiz a greisteiz ; 6 mont a rejont bete kreiz an ti, evel evit kemer gwiniz, hag e skojont anezhan en he gof ; goude Rehab ha Baana, he vreur, a dec’haz. 7 Mont a rejont eta en ti, pa oa Ishbosheth gourvezet var he wele, er gampr el lec’h ma kouske ; hag e skojont anezhan hag e lekejont anezhan d’ar maro ; goude he troc’hjont he benn, hag he kemerjont anezhan, hag e valejont dre hent ar blenen enpad an noz ze holl. 8 Hag e tigaschont penn Ishbosheth da Zavid, en Hebron, hag e lavarjont d’ar roue : Setu penn Ishbosheth, mab Saul, da enebour, pehini a glaske da vuez ; an Aotrou hen deuz vanjet hirie ar roue va Aotrou, euz Saül hag euz he ras. 9 Mes David a respountaz da Rekab ha da Vaana, he vreur, mibien Rimmon, ar Beerothian, hag a lavaraz dezhei : An Aotrou a zo beo, pehini Hen deuz delivret va ine euz va holl dristidigezou ! 10 kroget em euz en hini a oa deuet da ziskleria d’in ha da lavaret : Setu aze, Saül a zo maro ; ha pehini a sonje rei da anaout d’in kelou mad, hag em boa he lakeat d’ar maro en Tsiklag, evit pris euz he geloiou mad. 11 Pe gement mui, pa ho deve ar re fall lazet eun den mad, en he di, var he wele, ne adgoulennin me ket brema he oad euz ho torn, ha n’ho tilamin me ket divar an douar ? 12 Ha David a roaz urz d’he dud, pere ho lazaz, hag a droc’haz dezhei ho daouarn hag ho zreid, hag ho c’hrougaz tost da ster Hebron. Goude he kemerjont penn Ishbosheth, hag e sebeljont anezhan en bez Abner, en Hebron.


5 NEUZE holl bobladou Israel a zeuaz da gaout David, da Hebron, hag a lavaraz : Setu, ni a zo da eskern ha da gik. 2 Ha pa oa zoken Saül roue varnomp, te eo an hini a gase hag a zigase Israel ; hag an Aotrou Hen deuz lavaret d’id : Te eo a veso a fobl Israel, ha pehini a vezo rener Israel. 3 Holl re ansiena Israel a zeuaz eta da gaout ar roue da Hebron ; hag ar roue David a reaz allians ganthei en Hebron dirag an Aotrou ; hag ec’h eoljont David da roue var Israel.

4 David a oa oajet a dregont vloaz, pa gommansaz da ren, hag e renaz daou-ugent vloaz ; 5 ren a reaz var Juda, en Hebron, seiz vloaz ha c’hwec’h mis ; goude e renaz tri bloaz ha tregont en Jerusalem var Israel holl ha Juda.

6 Hag, ar roue a valeaz gant he dud var Jerusalem, a enep ar Jebusied pere a choume er vro ze ; hag int a lavaraz da Zavid : Na zeui ket ama ken az pezo lamet ar re dall hag ar re gam ; o fellout dezhei lavaret : David na zeuo ket ama. 7 Mes David a gemeraz kre Sion ; honnez eo kear David. 8 Ha David a lavaraz en deiz se : Piou benag hen devezo pilet ar Jebusied, hag a dapo ar wasdour, hag ar re ze gam hag ar re ze dall pere a zo enebourien David, hen devezo eur gobr. Dre ze e leverer : Na dall, na kam na zeuo en ti ma. 9 Ha David a choume er c’hre, hag he galvaz kear David ; hag e savaz tro-zro dezhi adaleg Millo bete an diabarz. 10 Ha David a iea bepred var araog hag o kreski ; hag an Aotrou, Doue an armeou, a oa ganthan.

11 Hag Hiram, roue Tir, a gasaz kannaded da Zavid, gant koad sedr ha kalvezerien ha pikerien vein ; hag he savjont ti David. 12 Neuze David a anavezaz penaoz Hen doa an Aotrou he nerzet evel roue var Israel, ha penaoz Hen doa savet he ren, abalamour d’he bobl Israel.

13 Ha David a gemeraz c’hoaz ribodezed ha gragez euz Jerusalem, goude ma oe deuet euz Hebron ; hag e c’hanaz c’hoaz dezhan mibien ha merc’hed. 14 Setu ama, hanoiou ar re a c’hanaz dezhan en Jerusalem : Shammua, Shobab, Nathan, Salomon, 15 Jibhar, Elishua, Nefeg, Jafia, 16 Elishama, Eljada hag Elifelet.

17 Mes pa wezaz ar Filistined penaoz e oa eoliet David da roue var Israel, e pinjout holl da attaki David. Ha David, oc’h anaout kement se, a ziskennaz d’ar c’hre. 18 Hag ar Filistined a zeuaz, hag en em sklabezaz en

271