Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/280

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 4.

va greg Mikal, pehini em euz dimezet evit kant pod-mezen Filistin. 15 Hag Ishbosheth a gasaz d’he c’hemer digant he fried Paltiel, mab Laish. 16 Hag he fried a ieaz ganthi, o wela, en eur c’heuil anezhi bete Bachurim. Neuze Abner a lavaraz dezhan : Kea, distro kwit ! Hag e tistroaz kwit.

17 Neuze Abner a gomzaz d’ar re ansien Israel, hag a lavaraz : Gwech all he felle deoc’h kaout David evit ho roue. 18 Brema eta, groet ze ; rag an Aotrou Hen deuz komzet da Zavid, ha lavaret : Dre Zavid, ma zervicher, eo he lamin va fobl Israel euz dorn ar Filistined hag euz dorn he holl enebourien. 19 Hag Abner a gomzaz memeuz tra da re Benjamin ; goude ez eaz d’hen lavaret da Zavid, da Hebron, ar pez a oa bet kavet mad gant Israel ha gant holl di Benjamin. 20 Abner a zeuaz entrezeg David en Hebron, hag ugent den ganthan ; ha David a reaz eur fest da Abner ha d’ar re a oa ganthan. 21 Goude Abner a lavaraz da Zavid : Sevel a rin, hag ez in da zastum Israel holl en kichen ar roue, va aotrou, evit ma rafont kevedigez ganez ha te a reno evel ma fell d’az ine. Ha David a gasaz kwit Abner pehini a ieaz en peoc’h.

22 Ha setu, tud David a zistroe gant Joab euz ober eur redaden, hag o tigaz ganthei eur preiz bras. Hag Abner ne oa ken gant David en Hebron ; rag he gaset hen doa kwit, hag e oa eat en peoc’h. 23 Joab, hag an holl arme pehini a oa ganthan, a zistroaz eta ; hag e oe lavaret kement ma da Joab evelhen : Abner, mab Ner, a zo deuet da gaout ar roue, pehini hen deuz he lezet da vont kwit, hag eo eat en peoc’h. 24 Ha Joab a zeuaz da gaout ar roue, hag a lavaraz : Petra ec’h euz groet ? Setu, Abner a zo deuet d’az kaout ; perag ec’h euz-te he gaset kwit, ha ma eo eat evel se ? 25 Anaout a rez Abner, mab Ner ; deuet eo evit da droumpla, evit anaout da zoareou, hag evit gouzout kement a rez. 26 Goude Joab, o veza kwiteet David, a gasaz varlerc’h Abner tud pere hen digasaz euz a buns Sira, hep gouzout da Zavid.

27 Abner eta o veza distroet da Hebron, Joab hen tennaz a du, en diabarz an nor, evel evit komz outhan en kuz, hag eno e skoaz anezhan en he gof ; hag Abner a varvaz ive, abalamour da oad Asael, breur Joab. 28 Ha David a anavezaz ze ragtal, hag a lavaraz : Didamall oun, me ha ma rouantelez, da viken, dirag an Aotrou, euz a oad Abner, mab Ner. 29 Ra gwezo ar goad ze var benn Joab, ha var holl di he dad ! Ha ra na vezo ket ti Joab biken hep eun den benag o kaout eur red-sper, pe al lorniez, pe en em harpo var eur vas, pe a gwezo dre ar c’hleze, pe a vanko a vara ! 30 Evel se Joab hag Abishai, he vreur, a lazaz Abner, abalamour ma hen doa lazet Asoel, ho breur, tost da C’habaon, en emgann.

31 Mes David a lavaraz da Joab ha d’an holl bobl pere a oa ganthan : Roget ho tillad, hag en em c’hourizet gant zier, ha douget kanv var Abner. Hag ar roue David a valeaz varlerc’h an arched. 32 Ha pa ho doe sebeliet Abner en Hebron, ar roue a savaz he vouez hag a welaz tost da vez Abner : hag an holl bobl a welaz ive. 33 Hag ar roue a reaz eur werz, var Abner, hag a lavaraz :

Abner ha tleout a rea mervel evel ma varv eun digaloun ?
34 Da zaouarn na oant ket ereet, na da dreit lakeat en ern.
Kwezet out evel ma kwezer dirag ar re digaloun !

Hag an holl bobl en em adlakeaz da wela varnezhan. 35 Goude an holl bobl a zeuaz evit ober da Zavid kemer eun tam boued benag, enpad ma oa c’hoaz deiz ; mes David a reaz le, hag a lavaraz : Ra buniso Doue ac’hanoun garo, mar debran bara pe eun dra benag all araog ma vezo kuzet an heol. 36 Hag ar bobl holl a glevaz anezhan, hag he aprouvaz ; hag an holl bobl a gavaz mad kement a reaz ar roue. 37 Evel se, en deiz se, an holl bobl hag Israel holl a anavezaz ne oa ket dre urz ar roue eo e oa lakeet Abner, mab Ner, d’ar maro. 38 Hag ar roue a lavaraz d’he zervicherien : Na ouzoc’h-hu ket penaoz eur c’habiten, hag eur c’habiten bras, a zo kwezet hirie en Israel ? 39 Ha me a zo c’hoaz dinerz liirie, petra benag ma ez oun bet eoliet roue ; mes an dud ze, mibien Tseruja, a zo re c’halloudek evidoun. Ra roio an Aotrou d’an hini hen deuz groet an drouk, hervez he zrougiez !


4 Pa glevaz mab Saül e oa maro Abner en Hebron, e teuaz he zaouarn lach, hag Israel holl a oe trubuliet. 2 Ha inab Saül hen doa daou chef banden,a bere unan a oa galvet Baalla hag egile Rekab ; mibien e

270