Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/279

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 3.

holl asamblez ; hag al lec’h ze a oe galvet Helkath-Hatsurim ; tost ema da C’habaon. 17 Hag e oe en deiz eun emgann stard, en pehini Abner a oe kannet, gant re Israel, dre dud David. 18 Tri mab Tseruja, Joab, Abishai hag Asael, a oa eno. Hag Asael a oa skanv a droad evel eur c’haro er meaz. 19 Hag Asael a genrede Abner, hep distrei euz outhan nag a dleiz nag a zeou. 20 Abner a zellaz eta adre hag a lavaraz : Te eo, Asael ? Hag hen a respountaz : Me eo. 21 Hag Abner a lavaraz dezhan : Distro-te a zeou pe a dleiz, ha krog en unan an dud iaouank se, ha kemer he ziwisk evidout. Mes Asael na fellaz ket dezhan distrei euz outhan. 22 Hag Abner a gendalc’he da lavaret da Asael : Distro euz ouzin ; perag e taolfen me ac’hanout maro d’an douar ? ha penaoz e kredfen mont dirag Joab, da vreur ? 23 Mes na fellaz ket dezhan distrei ; neuze Abner a skoaz anezhan en he gof gant penn adre he waf, kement ken ez eaz he waf er meaz dre adre ; hag e kwezaz eno hag he varvaz var blas ; hag ar re holl a erue el lec’h ze ma oa Asael kwezet maro, a choume en ho za.

24 Joab hag Abishai a genrede eta Abner, hag an heol en em guze evel ma eruent en krec’hien Amma, pehini a zo dirag Guiak, en hent distro Gabaon. 25 Hag ar Venjamited en em dastumaz en kichen Abner, hag en em renkchont en bagad, hag en em dalc’hjont var beg ar grec’hien. 26 Neuze Abner a griaz da Joab, hag a lavaraz : Ar c’hleze ha laza rai dalc’h mad ? Na ouzout-te ket mad he vezo c’hwervder er fin ? ha bete pegeit he talei-te da lavaret d’ar bobl paouez da genredek he vreudeur ? 27 Ha Joab a lavaraz : Doue a zo beo ! mar ez pije komzet, adaleg ar beure dija ar bobl a vije tec’het, pep hini euz a genred he vreur. 28 Joab a zonaz eta euz an drompil, hag an holl bobl a baouezaz ha na genredchont ken Israel, ha n’en em dalc’hjont ken d’en em ganna. 29 Evel se Abner hag he dud a valeaz enpad an noz se holl dre ar meaz, hag e tremenjont ar Jourdan, hag e treujchont ar Bithron holl, hag ec’h arujont en Mahanaim. 30 Joab a zistroaz euz a genredek Abner ; ha pa hen doe dastumet an holl bobl, e oe kavet penaoz euz a dud David e vanke naountek den, hag Asael. 31 Mes tud David ho doa skoet d’ar maro tri c’hant tri-ugent den a Venjamin hag euz tud Abner. 32 Hag e kaschont Asael ganthei, hag e sebeljont anezhan en bez he dad, en Bethlehem. Ha Joab hag he dud a valeaz enpad an noz holl, ha da c’houlou deiz ec’h erujont en Hebron.


3 Ha beza oe eur brezel hir entre ti Saül ha ti David ; mes David a iea en eur grenvad, ha ti Saül a iea en dinerzded.

2 Ha mibien a oe ganet da Zavid en Hebron ; he genta-ganet oe Amnon, euz Akinoam a Jizreel ; 3 an eil a oe Keliab, euz Abigail, euz Karmel, pehini oa bet greg Nabal ; an drede, Absalom, mab Maaka, merc’h Thalmai, roue Gueshur ; 4 ar bevare, Adonija mab Hagguith ; ar bempved, Shephatia, mab Abital ; 5 hag ar c’hwec’hved, Jithreara, euz Egla, greg David. Ar re ze a oe ganet da Zavid, en Hebron.

6 Hag, enpad ma oe brezel entre ti Saül ha ti David, Abner a soutene ti Saül. 7 Ha Saül hen doa bet eur ribodez, pehini a hanvet Ritspa, merc’h Ajja ; hag Ishbosheth a lavaraz da Abner : Perag out-te deuet da gaout ribodez va zad ? 8 Hag Abner a oe gwal fuloret euz komzou Ishbosheth, hag a lavaraz dezhan : Beza oun me eur penn ki, me pehini, a enep Juda, a uz hirie a vadelez en kenver ti Saül, da dad, hag en kenver he vreudeur hag he vinioned, ha pehini n’em euz ket da lekeat entre daouarn David, ma kenglaskez ac’hanoun hirie evit pec’hed eur vreg. 9 Ra gastio Doue stard Abner, ma na ran ket da Zavid kement Hen deuz an Aotrou touet dezhan, o kaz ar rouelez euz a di Saül en he hini, hag ho lakaat trôn David var Israel ha var Juda, adaleg Dan bete Beer-Sheba. 11 Hag Ishbosheth na gredaz ket respount eur gir da Abner, abalamour ma touje anezhan.

12 Abner a gasaz eta kannaded da gaout David, evit lavaret dezhan euz he beurz : Da biou eo ar vro ? o lavarout : Gra allians ganen ; ha setu, va dorn a vezo ganez, evit dastum d’az kaout Israel holl. 13 Ha David a respountaz : Mad eo ; me a raio allians ganez ; eun dra hepken a c’houlennan ouzit ; eo ma na weli ket ma fas, ken az pezo da genta digaset d’in Mikal, merc’h Saül, pa zeui d’am gwelet. 14 Neuze David a Igasaz kannaded da Ishbosheth, mab Saül, evit lavaret dezhan : Ro d’in

269