Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/278

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 2.

da benn ! rag da c’heno hen deuz testeniet a enep d’id, o lavarout : Lakeat em euz da vervel eoliet an Aotrou.

17 Neuze David a reaz var Saül ha var Jonathan, he vab, ar werz ma, 18 pehini a c’hourc’hemennaz diski da vugale Juda, gwerz ar Warek ; setu, ema skrivet el levr ar Gwirion :

19 Da c’hloar, o Israel, a zo mouget var da dosennou !
Penaoz eo kwezet an dud nerzuz ?
20 N’az it ket d’hen lavaret en Gath,
N’hen diskleriet ket en plasennou Askelon ;
Gant aoun en em laounafe merc’hed ar Filistined,
Gant aoun na driomfe merc’hed ar re didrodroc’h.
21 Meneziou Gilboa,
Ra na gwezo ken varnoc’h ar c’hlizen nag ar glao,
Ra na vezo ken ouzoc’h a barkeier a bere he kinnigfer ar preuveudiou ;
Rag aze eo bet taolet diren an dud krenv,
Diren Saül,
Evel ma ne vije ket bet eoliet a eol.
22 Gwarek Jonathan na zistroe kamet
Hep beza livet a oad ar re gouliet hag euz lard ar re nerzuz ;
Ha kleze Saül na zistroe ket hep nerz.
23 Saül ha Jonathan, karantezuz ha dudiuz en ho buez,
N’int ket bet peleet en ho maro ;
Skanvoc’h e oant evit an eagled,
Nerzuzoc’h e oant evit al leoned.
24 Merc’hed Israel, gwelet var Saül,
Pehini ho kwiske a skarlat, er plijaduriou ;
Pehini ho lakae da zougen kinklerezou aour var ho tillad !
25 Penaoz eo kwezet an dud krenv en kreiz an emgann,
Ha penaoz eo bet Jonathan lazet var da dosennou ?
26 Jonathan, va breur, en glac’har oun abalamour d’id.
Ober a reaz ma flijadur ;
Ar garante em oa evidout a oa brasoc’h
Evit hini ar merc’hed.
27 Penaoz eo kwezet ar re nerzuz ?
Penaoz eo en em gollet armou ar brezel ?


2 Goude ze, David a gemeraz ali digant an Aotrou, o lavarout : Piniat a rin en unan benag a geariou Juda ? Hag an Aotrou a respountaz dezhan : Pin. Ha David a lavaraz : En pehini he piniin ? An Aotrou a respountaz : En Hebron. 2 David a biniaz eta di, gant he ziou vreg, Akinoam euz Jizreel, hag Abigail euz Karmel, pehini oa bet greg da Nabal. 3 David a lakaez ive da biniat an dud pere a oa ganthan, pep hini gant he famil, hag he choumjont en keariou Hebron. 4 Ha re Juda a zeuaz, hag eno ec’h eoljont David da roue var di Juda.

Hag e lavaret da Zavid penaoz tud Jabes a C’halaad ho doa sebeliet Saül. 5 Neuze David a gasaz kannaded da gaout tud Jabes a C’halaad, hag a reaz lavaret dezhei : Bezet benniget a beurz an Aotrou, c’hwi pere a zo bet trugarezuz en kenver Saül, hoc’h aotrou, ha ma hoc’h euz hen sebeliet ; 6 brema eta ra fello d’an Aotrou beza leal ha trugarezuz en ho kenver ! Ha me ive a raio vad deoc’h, abalamour ma hoc’h euz groet kement se. 7 Ha brema, ra en em nerzo ho taouarn, ha bezit tud a galoun ; rag Saül, hoc’h aotrou, a zo maro, ha ti Juda hen deuz va eoliet evit beza roue varnezhan.

8 Mes Abner, mab Ner, kabiten arme Saül, a gemeraz Ishbosheth, mab Saül, hag he lekeaz da vont da Vahanaim ; 9 hag e lakeaz da roue var Galaad, var an Ashuried, var Jizreel, var Efraim, var Benjamin, var holl Israel. 10 Ishbosheth, mab Saül, a oa oajet a zaou-ugent vloaz pa zeuaz da ren var Israel, hag e renaz daou vloaz. Ne oe nemet ti Juda pehini a heuliaz David. 11 Hag an niver euz an deiziou ma renaz David en Hebron var di Juda, oe seiz vloaz ha c’hwec’h mis.

12 Hag Abner, mab Ner, ha tud Ishbosheth, mab Saül, a ieaz euz Mahanaim var zu Gabaon. 13 Joab ive, mab Tseruja, ha tud David a ieaz er meaz ; hag en em gavchont var zu ster Gabaon hag en em dalc’hjont eur re en tu ma d’ar ster, eur re all en tu all d’ar ster. 14 Neuze Abner a lavaraz da Joab : Ra en em savo an dud iaouank se brema, ha ma en em gannfonf dirazomp. Ha Joab a lavaraz : Ma en em savfont ! 15 Sevel a rejont eta, hag ez ejont var araog en niver egal, daouzek evit Benjamin hag evit Ishbosheth, mab Saül, ha daouzek a dud David. 16 Neuze pep hini, o kregi en he enebour dre he benn, a dremenaz he gleze dre he flank, hag e kwejont

268