Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/277

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 1.

ac’hanoun, gant aoun na zeufe ar re didrodroc’h ze, ha n’am zoulfent, ha na rafent dismegansou d’in. Mes he floc’h na fellaz ket deczhan ober, rag spouronnet he oa. Saül eta a gemeraz he gleze, hag en em daolaz varnezhan. 5 Neuze floc’h Saül, o welet he oa maro Saüi, en em daolaz ive var he gleze, hag a varvaz ganthan. 6 Evel se e varvaz en deiz se, Saül hag he dri mab, he floc’h hag he holl dud.

7 Ha re Israel a oa en tu all d’an draounien, hag en tu all d’ar Jourdan, o veza gwelet an Israelited o tec’hel, ha maro Saül hag he vibien, a lezaz ho c’heariou hag a dec’haz ; en hevelep doare ma teuaz ar Filistined dezhei ha ma choumjont ennhei.

8 Hag, an deiz varlerc’h, ar Filistined a zeuaz da ziwiska ar c’horfou maro ; hag e kavjont Saül hag he dri mab astenned var menez Gruiboa. 9 Hag he troc’hjont dezhan he benn, hag e lamjont he armou diganthan ; hag he kasjont en pep tu en bro ar Filistined, da ziskleria ar c’helou en templou ho idolou hag entouez ar bobl. 10 Goude e lakajont he armou en templ Ashtharoth, hag he tiviljont he gorf euz moger Beth-Shan.

11 Ha, tud Jabes a C’halaad a anavezaz ar pez ho doa groet ar Filistined da Saül ; 12 hag an holl dud vaillant a savaz hag a valeaz enpad an noz, hag a savaz korf Saül ha korfou he vibien, euz moger Beth-Shan ; hag he tistrojont da Jabes, el lec’h ma tevjont anezhei. 13 Goude he kemerjont ho eskern, hag he sebeljont anezhei dindan an tamarin, tost da Jabes ; hag he iunjont seiz devez.


————


EIL LEVR SAMUEL.


1 GOUDE ma oe maro Saül, David, o veza distroet euz a ziskar an Amalekited, a choumaz daou devez en Tsiklag ; 2 hag an drede deiz he oe gwelet eun den pehini a ziskenne euz ar c’han, euz kichen Saül, o kaout he zillad roget ha douar var he benn ; hag, o veza deuet da gaout David, en em daolaz d’an douar hag en em stouaz. 3 Ha David a lavaraz dezhan : A belec’h e teuez-te ? Hag hen a respountaz dezhan : En em dec’het oun a gan Israel. 4 David a lavaraz dezhan : Petra a zo en em gavet ? He lavar d’in eta. Hen a respountaz : Ar bobl a zo tec’het euz an emgann, hag eun niver bras zoken a zo kwezet maro ; Saül ive ha Jonathan, he vab, a zo maro. 5 Ha David a lavaraz d’an den iaouank pehini a roe dezhan an nevezentiou ma : Penaoz ouzout-te eo maro Saül ha Jonathan, he vab ? 6 Hag an den iaouank a roe dezhan an nevezentiou ze, a respountaz : En em gaout a reen dre zarvoud var mene Gilboa, ha setu, Saül en em harpe var he waf ; ha setu, ar c’hirri hag ar gavalierien a oa tost d’he dapout ; hag, o sellet adre, e welaz ac’hanoun, hag em galvaz ; ha me a respountaz : Setu me ama. 8 Hag hen a lavaraz d’in : Piou out-te ? Ha me a respountaz dezhan : Me a zo Amalekid. 9 Neuze e lavaraz d’in : Tosta d’in, ha laka ac’hanoun d’ar maro ; rag en eun ankroez vras oun, ha va buez a zo c’hoaz holl ennoun. 10 Tosteet oun bet eta dezhan hag em euz he lekeat d’ar maro ; rag gouzout a wien penaoz na vevche ket goude beza en em daolet evel se var he gleze ; neuze em euz kemeret ar gurunen pehini a oa var he benn, hag ar rillen a oa var he vrec’h, hag em euz ho digaset ama d’am aotrou.

11 Neuze David a gemeraz he zillad, hag a rogaz anezhei ; hag an holl dud a oa ganthan a reaz ar memeuz tra. 12 Hag e toukchont kanv, hag e welchont, hag e iunchont bete an noz, abalamour da Saül, ha da Jonathan, he vab, ha da bobl an Aotrou, ha da di Israel ; abalamour ma oant kwezet dre ar c’hleze. 13 Mes David a lavaraz d’an den iaouank hen doa roet dezhan an nevezentiou ze : A belec’h out-te ? Hag hen a respountaz : Mab oun da eun diaveziad Amalekid. 14 Ha David a lavaraz dezhan : Penaoz ha n’ec’h euz-te ket bet aoun o kas da zorn da laza eoliet an Aotrou ? 15 Neuze David a c’halvaz unan euz he dud, hag a lavaraz dezhan : Tosta, hag en em daol varnezhan ! Skei a reaz anezhan, hag e varvaz. Ha David a 1G ’lavaraz dezhan : Da oad ra vezo var

267