Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/274

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 28.

gear roial ganez ? 6 Akish a roaz dezhan eta, en deiz ze, Tsiklag ; dre ze Tsiklag a zo bet da rouane Juda, bete hirie. 7 Hag an amzer ma choumaz David en bro ar Filistined a oe eur bloaz ha pevar mis.

8 Ha, David a binie gant he dud, hag e rea troiou en ti ar Gueshurianed, ar Guirzianed hag an Amalekited ; rag ar boblou ze a choume er vro en pehini int bet a bep amzer, euz koste Shur ha bete bro an Ejipt. 9 Ha David a c’hlac’hlare ar vro ; n’he leze na gwaz na greg en buez, hag e kemere an denved, an ijened, an ezen, ar chamoed hag an dillad, goude e tistroe hag e teue da gaout Akish. 10 Hag Akish a lavare : Pelec’h oc’h euz groet ho redadennou hirie ? Ha David a respounte : Entrezek kreisteiz Juda, entrezek kreisteiz ar Jerakmeelied, hag entrezek kreisteiz ar Genied. 11 Mes David na leze en buez na gwaz na greg evit ho digas da Gath ; gant aoun, a lavare, na rajent kontadennou a enep deomp, ha na lavarjent ; Setu aze ar pez hen deuz groet David. Hag e reaz evel se enpad an holl amzer ma choumaz en bro ar Filistined. 12 Akish en em fizie eta en David, hag a lavare : En em renta a ra garo da Israel, he bobl ; hag he vezo ma zervicher da viken.


28 En deiziou ze, ar Filistined a zastumaz ho armeou da ober brezel, evit kanna Israel. Hag Akish a lavaraz da Zavid : Gouzout a rez e teui ganen me d’ar c’han, te ha da dud. 2 Neuze David a respountaz da Akish : Ac’hanta ! gwelet a ri ar pez a raio da zervicher. Hag Akish a lavaraz da Zavid : Evel se e fiziin d’id evit biken an diwall ac’hanoun.

3 Ha, Samuel a oa maro, hag holl Israel ho doa gwelet dezhan, hag e oe sebeliet en Rama, en he gear. Ha Saül hen doa lamet ar strobinellerien hag an divinerien euz ar vro.

4 Ar Filistined dastumet, a zeuaz eta, hag a gampaz en Sunem ; Saül ive a zastumaz Israel holl, hag he kampjont en Guiboa. 5 Ha, Saül, o welet kan ar Filistined, hen doe aoun, hag he galoun a oe spouronnet bras. 6 Ha Saül a guzultaz an Aotrou ; mes an Aotrou na respountaz ket dezhan, na dre huvreou, na dre an Urim, na dre ar brofeded. 7 Ha Saül a lavaraz d’he zervicherien : Klaskit d’in eur vreg pehini a hanve ar strobinellach, ha ma a ielo d’he c’haout, hag e kuzultin anezhi. He zervicherien a lavaraz dezhan : Setu, aze beza ez euz en Endor eur vreg pehini a anavez ar strobinellach. 8 Neuze Saül en em dic’hizaz, hag a gemeraz dillad all, hag ez eaz, hen ha daou den ganthan ; hag ec’h erujont en noz en ti ar vreg ma. Ha Saül a lavaraz dezhi : Kenlavar d’in, me az ped, dre ar strobinellach ; ha laka da biniat an hini a lavarin d’id. 9 Mes ar vreg a lavaraz dezhan : Setu, ec’h anavezaz ar pez hen deuz groet Saül ; penaoz hen deuz lamet euz ar vro ar strobinellerien hag an divinerien ; perag eta e stiniez-te eur pech d’in, evit ma lakat da vervel ? 10 Neuze Saül a douaz dezhi dre an Aotrou, hag a lavaraz dezhi : An Aotrou a zo beo ! na eruo drouk ebet ganez abalamour da gement se.

11 Neuze ar vreg a lavaraz dezhan : Piou a fell d’id a lakafen da biniat ? Hag hen a respountaz : Laka Samuel da biniat. 12 Ha pa welaz ar vreg Samuel, e loskaz eur griaden vras, hag e lavaraz da Saül : Perag ec’h euz-te va zroumplet ? te eo Saül ! 13 Hag ar roue a lavaraz dezhi : N’az pez ket a aoun ; mes petra a welez-te ? Hag ar vreg a lavaraz da Saül : Gwelet a ran eun doue pehini a bin euz an douar. 14 Hag hen a lavaraz dezhi : Penaoz eo groet ? Hi a respountaz : Eun den koz eo pehini a bin, ha gwisket gant eur vantel. Ha Saül a gomprenaz e oa Samuel ; hag e plegaz he visach d’an douar, hag en em stouaz. 15 Ha Samuel a lavaraz da Saül : Perag e trubuliez-te ac’hanoun, euz ma lakaat da biniat ? Saül a respountaz : Me zo en eun dristidigez vras ; rag ar Filistined a ra brezel d’in, ha Doue a zo eet diganen, ha n’hen deuz ken respountet d’in, na dre ar brofeded, na dre huvreou ; hag em euz galvet ac’hanout, abalamour ma rofez da anaout d’in ar pez a dlean da ober. 16 Mes Samuel a lavaraz : Perag eta e kuzuliez-te ac’hanoun me, pa eo en em dennet an Aotrou diganez, ha ma eo deuet da Enebour. 17 Hag an Aotrou Hen deuz groet evel ma Hen doa lavaret dreizoun me ; an Aotrou Hen deuz tennet da rouantelez euz da zaouarn, hag he roet d’az nesa, da Zavid. 18 Abalamour ma n’he c’heuz ket sentet euz mouez an Aotrou, ha ma n’he c’heuz ket pratiket tân he goler a enep Amalek, abalamour da gement se an Aotrou a ra d’id hirie en doare ze. 19 Hag an Aotrou a lakaio zoken Israel ganez

264