Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/215

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JOSUE, 23.

Perag oc’h-hu en em distroet hirie euz an Aotrou, en eur sevel eun aoter, evit stourm hirie a enep an Aotrou ? 17 Fallentez Peor, a behini n’hen domp ket en em netaet bete hirie, pehini a dennaz ar gouli var banden an Aotrou, ha n’eo ket nebeut a dra evidomp, ma en em distrofac’h hirie euz an Aotrou ? 18 En em enebi a red hirie euz an Aotrou, ha varc’hoaz En em fuloro a enep holl asamble Israel. 19 Koulskoude, mar d’eo an douar pehini a berc’henned souliet, tremenit en douar a zo d’an Aotrou, en pehini eo lakeet Choumach an Aotrou, ha kemerit dalc’h en hon zouez ; mes n’en em savet ket a enep an Aotrou, ha ne bellait ket ouzomp, en eur sevel eun aoter deoc’h ouc’hpenn aoter an Aotrou hon Doue. 20 Akan, mab Zerak, ha na reaz hen ket eun torfet divarbenn an distruj, ha fulor an Aotrou ha n’en em alumaz ket a enep holl asamble Israel ? Hag an den ze ne varvaz ket he unan evit he fallentez.

21 Mes bugale Ruben, bugale Gad hag hanter poblad Manasse a respountaz hag a lavaraz da brinsed millierou Israel : 22 Doue, Doue, an Aotrou, Doue, Doue, an Aotrou anavez, hag Israel hen anavezo ! Mar d’eo dre enebiez, mar d’eo evit eun torfed a enep an Aotrou, na zeu ket d’hon zikour hirie ! 23 Mar hon deuz savet eun aoter evit hon distrei euz an Aotrou, ha mar d’eo evit kinnig varnezhi sakrifisou ha kinnigerezou ha mar d’eo evit ober varnezhi sakrifisou a beoc’h, ra c’houleno an Aotrou he unan kount ouzomp gement se, 24 ma n’Hen deuz e c’hroet er c’hontrel, nemert abalamour ma hon deuz doujet kement ma, ma lavarfe ho pugale varc’hoaz d’hon bugale : Petra oc’h euz a genunvan gant an Aotrou, Doue Israel. 25 An Aotrou Hen deuz lakeat ar Jourdan evit harz entre ni ha c’hwi, bugale Ruben ha bugale Gad ; c’hwi n’oc’h euz lod ebet en Aotrou ! Ha ma rafe dre ze ho pugale d’hon bugale paouez da zouja an Aotrou. 26 Dre ze, hon euz lavaret : Savomp eun aoter, nan evit sakrifisou-losk nag evit sakrifisou, 27 mes evel eun test entre ni ha c’hwi, hag entre hon lignezou hon goude, ma lakafomp en pratik kult an Aotrou dirag he fas, dre hon sakrifisou-losk, hon sakrifisou a bardoun hag hon sakrifisou a beoc’h, evit ne lavaro ket ho pugale, en amzer da zont d’hon bugale : C’hwi n’oc’h euz lod ebet en Aotrou! 29 Hag hon euz lavaret : Pa gomzfont deomp en doare ze, pe d’hon lignez en amzer da zont, ni a lavaro : Gwelit form aoter an Aotrou, o deuz hon tadou groet nan evit sakrifisou-losk nag evit sakrifisou, mes evit ma vefe test entre ni ha c’hwi. 29 Pell ouzomp ar sonj d’en em sevel a enep an Aotrou, ha d’en em distrei hirie euz an Aotrou, en eur sevel eun aoter evit sakrifisou-losk, pe brofou pe sakrifisou, ouc’h-pen aoter an Aotrou hon Doue, pehini a zo dirag he Choumach !

30 Ha, pa glevaz Fine, ar sakrifier, re brinsipal an asamble, prinsed millierou Israel, pere a oa ganthan, ar c’homzou a lavaraz bugale Ruben, bugale Gad ha bugale Manasse, e oe kontantet. 31 Ha Fine, mab Eleazar, ar sakrifier, a lavaraz da vugale Ruben, da vugale Gad ha da vugale Manasse : Anaout a reomp hirie ema an Aotrou en ho touez pa n’oc’h euz ket groet an torfed ze a enep an Aotrou ; brema oc’h euz delivret bugale Israel a zorn an Aotrou. 32 Neuze Fine, mab Eleazar ar sakrifier, hag ar brinsed en em distroaz digant bugale Ruben, ha digant bugale Gad, euz bro Galaad da vro Kanaan, da gaout bugale Israel, ha da renta kount dezhei. 33 Ha kement se a blijaz kalz da vugale Israel, ha bugale Israel a vennigaz Doue, ha ne gomschont ken euz piniat en armou a enep dezhei, evit distruja ar vro en penini e choume bugale Ruben ha bugale Gad. 34 Ha bugaie Ruben ha bugale Gad a hanvaz an aoter Ed ; rag, lavaret a reont, test eo entrezomp eo an Aotrou, Doue.


23 C’hoarvezout a reaz, penaoz pell goude ma Hen doe roet an Aotrou diskwiz da Israel dirag an holl enebourien pere a oa en dro dezhan, ma c’halvaz Josue, o veza deuet da veza koz, ha oajet, holl Israel, he re ansien, he brinsed, he varnerien, he offiserien, hag e lavaraz dezhei : Me a zo koz, ha oajet. 3 Ha c’hwi, oc’h euz gwelet kement Hen deuz an Aotrou ho Toue groet d’an holl boblou dirazoc’h ; rag an Aotrou ho Toue eo an hini Hen deuz brezellet evidoc’h. 4 Gwelit, lodennet em euz deoc’h dre ar zort, en heritach, hervez ho pobladou, ar poblou ze pere a zo choumet, adaleg ar Jourdan, hag an holl boblou pere em euz lazet, bete ar mor bras, var zu ar c’husheol ; 5 hag

207