Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/214

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JOSUE, 22.

Hammoth-Dor hag he zrozro, ha Karthan hag he zrozro, teir c’hear. 33 En holl keariou ar Gershonited, hervez ho famillou : trizek kear hag ho zroiou en dro.

34 Roet e oe euz pobl Zabulon, da famillou bugale Merari, pere a rea an nemorant euz al Levited, Jokneam hag he zrozro, Kartha hag he zrozro, 35 Dimna hag he zrozro, ha Nahalal hag he zrozro, peder c’hear ; 36 euz poblad Ruben, Betser hag he zrozro, 37 Jahtsa hag he zrozro, Kedemoth hag he zrozro, ha Mefaath hag he zrozro, peder c’hear ; 38 euz a boblad Gad, ar gear a dec’h evit al lazer, Ramoth en Galaad hag he zrozro, 39 Mahanaim hag he zrozro, Hesbon hag he zrozro, ha Jaezer hag he zrozro, en holl peder c’hear. 40 En holl ar c’heariou roet da vugale Merari, hervez ho famillou, pere oa an nemorant euz famillou al Levited : ho lod a oe daouzek kear.

41 Niver keariou al Levited en kreiz dalc’hou bugale Israel a oe : eiz ha daou-ugent kear hag ho zroiou en dro. 42 Pep hini euz ar c’heariou ze e doa he zrozro en dro dezhi, evel se e oa euz an holl geariou ze. 43 An Aotrou a roaz eta da Israel an holl vro Hen doa touet rei d’ho zadou. He berc’henni a rejont hag e choumjont ennhan. 44 Hag an Aotrou a roaz dezhei diskwiz a bep koste, hervez kement holl Hen doa touet d’ho zadou ; ha ne oe hini euz ho enebourien hag a choumaz dirazhei ; an Aotrou a lekeaz ho holl enebourien entre ho daouarn. 45 Na gwezaz ket eur gir hepken euz an holl gomzou mad Hen doa an Aotrou lavaret da di Israel ; holl e oent peur-c’hreat.


22 Neuze Josue a c’halvaz ar Rubenited, ar C’hadited, hag hanter poblad Manasse, hag a lavaraz dezhei : 2 Miret oc’h euz kement hen doa Moizez, servicher an Aotrou, gourc’hemennet deoc’h, hag oc’h euz sentet ouzin en kement ma em euz gourc’hemennet deoc’h. 3 N’oc’h euz ket dilezet ho preudeur, enpad an amzer hir ze, bete hirie ; hag oc’h euz miret gourc’hemen an Aotrou, ho Toue. 4 Ha brema an Aotrou ho Toue Hen deuz roet diskwiz d’ho preudeur, evel ma Hen deuz lavaret. Distroit eta brema, hag it en ho tantennou, d’ar vro a zo ho talc’h ha pehini hen deuz Moizez, servicher an Aotrou, roet deoc’h en tu all d’ar Jourdan. 5 Lakait evez zoken da viret mad ar gourc’hemen hag al lezen hen deuz Moizez, servicher an Aotrou, roet deoc’h : karet an Aotrou ho Toue, bale en he holl henchou, miret he c’hourc’hemennou, hag en em staga outhan, hag e zervichi euz ho c’holl galoun hag euz ho c’holl ine. 6 Ha Josue ho bennigaz hag ho c’hasaz kwit ; hag ez ejont d’ho zantennou.

7 Ha, Moizez hen doa roet da eun hanter a boblad Manasse eun heritach en Bassan, ha Josue a roaz d’an hanter all eun heritach gant ho breudeur, en tu ma d’ar Jourdan, da gaout ar c’husheol. A hend all, pa gasaz Josue anezhei d’ho zantennou, e vennigaz anezhei hag e lavaraz dezhei : 8 Distrei a ret d’ho tantennou gant pinvidigezou bras hag eun niver bras a loened ; gant aour, arc’hant, arem, houarn, dillad en founusder vras : lodennit gant ho preudeur an diwisk euz ho enebourien. 9 Bugale Ruben, bugale Gad, hag hanter boblad Manasse a zistroaz eta hag a ieaz euz Silo, pehini a zo en bro Kanaan, digant bugale Israel, evit mond da vro Galaad, en bro ho dalc’h, a behini e oant lakeat perc’hen hervez gourc’hemen an Aotrou dre c’heno Moizez. 10 Dont a rejont da vroio ar Jourdan pere a zo en bro Kanaan ; ha bugale Ruben, ha bugale Gad hag hanter poblad Manasse a savaz eno eun aoter, tost d’ar Jourdan, eun soter a ziskwezidigez vras. 11 Ha bugale Iarael a anavezez penaoz e lavaret : Setu, bugale Ruben, bugale Gad hag hanter poblad Manasse o deuz savet eun aoter, en fas da vro Kanaan, en broiou ar Jourdan, euz koste bugale Israel. 12 Bugale Israel a glevaz eta kement se ; hag holl asamble bugale Israel en em dastumaz en Silo evit piniad da ober brezel dezhei.

13 Ha bugale Israel a gasaz da gaout bugale Ruben, da gaout bugale Gad ha da gaout hanter poblad Manasse, en bro Galaad, Fine, mab Eleazar, ar sakrifier ; 14 ha ganthan dek prins, eur prins dre bep ti a dad evit pep hini a bobladou Israel ; ha pep hini anezhei a oa prins ti a dadou entouez millierou Israel. 15 Dont a rejont eta da gaout bugale Ruben, da gaout bugale Gad, ha da gaout hanter poblad Manasse, en bro Galaad ; hag e komzchont dezhei, o lavarout : 16 Evelhen hen deuz lavaret holl asamble an Aotrou : Petra eo an torfed ze oc’h euz groet a enep Doue Israel ?

206