al lazer entre he zaonarn, rag hen hen deuz lazet he nesa hep c’hoant ha ne gasae ket anezhan diagent. 6 Mes choum a raio er gear ze bete ma ez ai en barnedigez dirag an asamble, bete maro ar beleg bras pehini a vezo en amzer ze. Neuze al lazer a zistroio, hag a zeuio en he gear hag en he di, er gear a behini hen doa tec’het kwit. 7 Lakat a rejont eta Kedez en Galile, en menez Neftali ; Sichem, en menez Efraim ha Kirjath-Arba, pehini eo Hebron, en menez Juda. 8 Hag en tu all d’ar Jourdan Jeriko, er savheol, e lekejont, en poblad Ruben, Betser en distro, er blenen ; Ramoth en Galaad, en poblad Gad ; ha Golan en Bassan, en poblad Manasse. 9 Ar re ze oe ar c’heariou lakeat da holl vugale Israel ha d’an diaveziad a choumje en ho zouez, abalamour an nep hen dije lazet eun den benag dre zievested da hellout tec’hel ennhei, ha na varvje ket dre zorn vanjer ar goad, bete ma en em diskweje dirag an asamble.
21 Ha, prinsed famillou al Levited a dostaez euz Eleazar, ar sakrifier hag euz Josue, mab Nun, ha prinsed famillou pobladou bugale Israel ; 2 hag e komschont outhei en Silo, en bro Kanaan, hag e leverjont dezhei : An Aotrou Hen deuz gourc’hemennet dre c’heno Moizez ma vije roet deomp keariou evit choum ennhei, hag ho zroiou evit hon loened. 3 Ha bugale Israel a roaz euz ho heritach d’al Levited, hervez gourc’hemen an Aotrou, ar c’heariou ma gant ho zroiou.
4 Ar zort a zigwezaz da famillou ar C’hehatited ; ha bugale Aaron, ar sakrifier, a douez al Levited, o doe dre ar zort trizek kear, euz a boblad Juda, euz a boblad Simeon hag euz a boblad Benjamin.
5 Ha bugale all Kehath o doe dre ar zort dek kear a famillou poblad Efraim, a boblad Dan, hag a hanter boblad Manasse.
6 Goude bugale Gershon o doe dre ar zort trizek kear, famillou poblad Issakar, euz poblad Asser, euz poblad Neftali, hag euz a hanter boblad Manasse, en Bassan.
7 Bugale Merari, hervez ho famillou, o doe daouzek kear, euz a boblad Ruben, euz a boblad Gad euz a boblad Zabulon.
8 Ha bugale Israel a roaz d’al Levited, dre ar zort, ar c’heariou ma gant ho zroiou, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dre c’heno Moizez. 9 Rei a rejont eta euz a boblad bugale Juda, hag euz a boblad bugale Simeon, ar c’heariou ma, pere a hanvfer dre ho hano. 10 Beza oent evit bugale Aaron, euz famillou ar C’hehatited, a vugale Levi (rag ar c’henta zort a oe evithei) ; 11 hag e oe roet dezhei kear Arba, tad Anak (Hebron eo), en menez Juda, hag he zro trozro. 12 Mes douarou kear, hag he billajennou, a oe roet da Galeb, mab Jefunne, evit he zalc’h.
13 Roet e oe da vugale Aaron, ar sakrifier, ar gear a dec’h evit al lazer, Hebron gant he zrozro, Libna hag he zrozro, 14 Jatthir hag he zrozro, 15 Eshthemoa hag he zrozro, Holon hag he zrozro, 16 Debir hag he zrozro, Ain hag he zrozro, Jutta hag he zrozro, ha Beth-Shemesh hag he zrozro, nao gear euz an diou boblad ze. 17 Hag euz poblad Benjamin, Gabaon hag he zrozro, Geba hag he zrozro, 18 Anathoth hag he zrozro, hag Almon hag he zrozro, peder c’hear. 19 En holl keariou ar sskrifierien bugale da Aaron : trizek kear hag ho zroiou en dro.
20 Divarbenn famillou bugale Kehath, d’al Levited pere a ra an nemorant a vugale Kehath, keariou ho lod a oe euz a boblad Efraim. 21 Roet e oe dezhei kear an tec’h evit al lazer, Sichem hag he zrozro, en menez Efraim, Gezer hag he zrozro, 22 Kibtsaim hag he zrozro, ha Beth-Horon hag he zrozro, peder c’hear. 23 Euz a boblad Den, Eltheke hag he zrozro, Gibbethon hag he zrozro, 24 Ajalon hag he zrozro, Gath-Rimmon hag he zrozro, peder c’hear. 25 Hag euz hanter poblad Manasse, Thaanak hag he zrozro, Gath-Rimmon hag he zrozro, diou gear. 26 En holl, dek kear hag ho zroio en dro, evit famillou bugale all Kehath.
27 Roet e oe ive euz a hanter bobl Manasse, da vugale Gershon, a douez famillou al Levited, ar gear a dec’h evit al lazer, Golan en Basan hag he zrozro, ha Beeshtra hag he zrozro, diou gear ; 28 euz a bobl Issakar, Kishjon hag he zrozro, Dabrath hag he zrozro, Jarmuth hag he zrozro, 29 En-Gannim hag he zrozro, peder c’hear ; 30 euz pobl Asser, Misheal hag he zrozro, Abden hag he zrozro, 31 Helkath hag he zrozro, ha Rehob hag he zrozro, peder c’hear ; 32 hag euz pobl Neftali, ar gear a dec’h evit al lazer, Kedes en Galile hag he zrozro,