Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/209

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JOSUE, 16.

mor. 12 Hag, barz ar c’husheol a oa ai mor bras hag he du. Evel se e oe, a bep koste, harz bugale Juda, herve ho famillou.

13 Roet e oe ive da Galeb, mab Jefunne, evel loden a douez bugalé Juda, hervez gourc’hemen an Aotrou da Josue : da lavaret eo kear Arba, tad Anak. Hebron eo. 14 Ha Kaleb a ziberc’hennaz tri mab Anak : Sheshai, Ahiman ha Thalmai, bugale Anak. 15 Ac’hane e piniaz da gaout tud Debir ; hag hano Debir a oa gwech all Kirjath-Sefer. 16 Ha Kaleb a lavaraz : Rei a rin va merc’h Aksa evit greg d’an hini a ganno Kirjath-Sefer, hag e c’hemero. 17 Neuze Othniel, mab Kenaz, breur Kaleb, e c’hemeraz ; hag e roaz he verc’h da vreg da Aksa. 18 C’hoarvezout a reaz penaoz en he aruedigez en ti Othniel, e voutaz anezhan da c’houlen eur park digant he zad. Hag en em dolaz a zivar-c’horre he azen, ha Kaleb a lavaraz dezhi ; 19 Petra ec’h euz ? Hag hi a respountaz : Ro d’in eun donezon ; pa ec’h euz roet d’in eun douar er c’hreisteiz, ro d’in ive mammennou doureier. Hag hen a roaz dezhi ar mammennou d’an neac’h hag ar mammennou d’an traon. 20 Hennez oe heritach pobl bugale Juda, hervez ho famillou. 21 Ar c’heariou en penn poblad bugale Juda, var zu harz Edom, er c’hreisteiz, a oe Kabtseel, Eder, Jagur, 22 Kina, Dimona, Adada, 23 Kedes, Hazor, Ithuan, 24 Zifn, Telem, Bealoth, 25 Hazor-Hadatta, Keriot-Hezron, pehini eo Hazor, 26 Amam, Shema, 27 Molada, Hazar-gadda, 28 Heshmon, Beth-Palet, Hatsar-Shual, Beer-Sheba, 29 Bizjothja, Baalah, Ijjim, 30 Azem, Eltolad, Chesil, Horma, Ziklag, 31 Madmanna, Sansanna, 32 Lebaoth, Shilhim, Ain, ha Rimmon ; en holl nao gear var ugent hag ho billajennou.

33 En plenen, Eshthaol, Tsorea, 34 Ashna, Zanoak, En-Gannim, Thappuaeh, 35 Enam, Jarmuth, Adullam, Soko, 35 Azeka, Shoarim, Adithaim, Gedera ha Gederothaim ; pevarzek kear hag ho billajenno. 37 Tsenan, Hadasha, Migdal-Gad, 38 Dilan, Mitspe, Joktheel, 39 Lakiz, Botskat, 40 Eglon, Kabbon, Lekmaz, 41 Kithlish, Gederoth, Beth-Dagon, Naama, ha Makkeda ; c’hwezek kear gant ho billajennou ; 42 Libna, Ether, Ashan, 43 Jiftak, Ashna, 44 Netsib, Keila, Aksib ha Maresha ; nao gear hag ho billajennou ;

45 Ekron, he c’heariou hag he billajennou ; 46 adaleg Ekron, ha d’ar c’hus-heol, ar re holl a zo en amezegach Asdod, hag ho billajennou ;

47 Asdod, he c’heariou tro-zro, hag he billajennou ; Gaza he c’heariou tro zro hag he billajennou ; bete dour red an Ejipt, ha d’ar mor bras ha de vord.

48 Hag er menez, Shamir, Jatthir, Soko, 49 Danna, Kirjath, Sanna, pehini eo Debir, 50 Anab, Eshthemo, Anim, Gossen, 51 Holon, ha Gilo ; unnek kear hag ho billajennou ;

52 Arab, Duma, 53 Eshean, Janum, Beth-Thappuach, 54 Afeka, Humta, Kirjath-Arba, pehini eo Hebron, ha Tsior ; nao c’hear hag ho billajennou ;

55 Maon, Karmel, 56 Zif, Juta, Jizreel, Jokdeam, Zanoach, Kain, Gibea, ha Thimna ; 57 dek kear hag ho billajennou ; 58 Halhul, Beth-Tsur, 59 Gedor, Maarath, Beth-Anoth, hag Elthekon ; c’hwec’h kear hag ho billajennou ;

60 Kirjath-Baal, pehini eo Kirjath-Jearim, ha Rabba ; diou gear hag ho billajennou ;

61 En distro, Beth-Araba, Middin, Sekaka, 62 Nibshan hag Ir-Hammelak, hag Engadi ; c’hwec’h kear hag ho billajennou.

63 Ha bugale Juda ne heljont ket diberc’henni ar Jebusianed pere a choume en Jerusalem, hag ar Jebuzianed o deuz choumet gant bugale Juda en Jerusalem bete hirie.


16 Ar zort a zigwezaz da vugale Josef adaleg Jourdan Jeriko, da zoureier Jeriko var zu ar savheol, an distro a bin var zu menez Bethel. 2 An harz a iea euz Bethel da Luz, a dremene dre harz an Arkianed en Ataroth, 3 hag a ziskenne d’ar c’hus-heol da harz ar Jafesianed, bete harz Beth-Horon an izel ha bete Gezer, hag a dape ar mor. 4 Ha bugale Josef, Manasse hag Efraim, o doe ho heritach. 5 Hag, harz bugale Efraim, hervez ho famillou, harz ho beritach a oa, er savheol, Ateroth-Addar, bete Beth-Horon an huel. 6 Hag an harz a iea da gaout ar c’hus-heol da Vikmethath, euz koste an hanter noz ; goude an harz a droe d’ar sav-heol da gaout Thaanath-Silo, hag e tistremene var zu ar savheol bete Janoak. 7 Disken a rea goude euz Janoak da Ataroth, ha da Naaratha, stoka a rea en Jeriko, hag e tape ar Jourdan. 8 Euz Thappuak an harz

201